PENNAD IX


Alanig a oa degouezet e-kreiz sal vras ar palez. A-raok m’en doa digoret an nor e oa sounn e benn ha lorc’hus e galon. Goude, avat, pa welas an aotrounez bodet en-dro d’an tron, enebourien ar peurvuia anezo (rak e vignoned o doa dizoñjet dont), Alanig a grogas da grena ha da c’hlaza.

« Kalon, kalon, va niz », eme Flaer, « pe emañ graet ganeoc’h. »

« Gwir », eme Alanig, « kelenn mat a rit ac’hanoun. Me a dalvezo d’eoc’h ho furnez hag hoc’h aliou ma teuan a-benn d’en em denna ac’han, eur wech c’hoaz. Mil bennoz d’eoc’h ! »

Alanig al louarn a daolas eur sell en-dro d’ezañ. Gwelout a reas e-touez ar varoned hag an duged eun niver bras a gerent, met nebeut a vignoned leal. Evit ma vo ar wirionez ganimp penn-da-benn, anzavomp dioustu en doa al louarn graet da gement hini anezo ar brasa droug m’en doa gallet ober.

Alanig a benndaoulinas dirak ar roue azezet war e dron, hag a lavaras d’ezañ gant kalz a flourder :

« Doue ho tiwallo atao, roue meur, c’houi hag ar rouanez, hoc’h itron. Ra blijo gantañ derc’hel ac’hanoc’h e-pad pell amzer c’hoaz e penn ar rouantelez, evit ma vevo ho sujidi e peoc’h. C’houi a gar ar wirionez dreist pep tra, c’houi a gar ar justiz. Ho lezennou a zo diazezet war ar furnez, ha dirak ho lez-varn e c’hounezo eul loen divlam war eul loen kablus. Eur roue just a zo eun teñzor evit an holl dud. E Kerne hag e Leon ne glevan e ti va mignoned nemet meuleudi evidoc’h. Hervez ma lavaront, n’eus ket bet er vro eur roue ken mat abaoe ar roue Salomon. Bez’ ez eus kalz tud all hag a vousc’hoarz dirazoc’h, hag a stou o fenn dirazoc’h, ha n’ouzont nemet ho meuli pa vezont dirazoc’h. Dirazoc’h e lavaront : roue galloudek, roue glorius, roue leun a furnez hag a vadelez. Met, pa o deus troet o c’hein e vez klevet eur gaoz all. Evel ar gwenneien, an dud o deus daou du ; ha pa vez sellet piz ouz o ene, e vez gwelet n’int mat nemet da veza taolet e renk ar gwenneien faos. A ! ma tougfe pep hini war e dal ar menoziou fall a zo kuzet e dounder e galon, ouspenn unan eus an aotrounez a zo er sal-mañ a stoufe buan e benn. Met n’oun ket deut amañ da damall ar re all na da zisplega an holl droiou kamm o deus graet. Dont a ran, loen tamallet e gaou, da glevout ho parnedigez ha da c’houzañv prizon ha galeou ma selaouit va enebourien, pe da vont ac’han, uhel va fenn hag enoret gant an holl, ma selaouit mouez ho koustiañs hag hini ar justiz. »

An holl loened a dostaas da selaou Alanig, hag, o klevout e gomzou, e choment souezet-maro.

« Na pebez hardisegez ! » a lavare Job.

« Mantrus eo », eme Lom.

« Eur vez ! » eme Lip-e-Bao.

Penaos ? Torfedou Alanig a oa anevezet gant an holl, ha mil bell ’zo en doa dellezet al loen ar maro krisa, ha gounit a raje adarre abalamour ma oa teodet-kaer ? A, nann, nann, nann !

Al loened a oa droug enno. Krozal a raent. Neuze, Nobl ar roue a gomzas :

« Alanig », emezañ, « c’houi a zo eur gwall loen hag eul loen vil, hag ho komzou flour ne dalvezint ket d’eoc’h. En ho komzou neus nemet gevier. Ho kevier, avat, o devo eun termen. Re bell oc’h bet lezet war an douar da lakaat an droug hag an dizurz em rouantelez, da laza Lammig en ho kastell, da laza c’hoar ar vran er waremm, da c’hedal va sujidi war lez an hentou, ha da lavarout d’ezo : salud, mignoned ; ha da lammat warno pa vezont dievez ».

« Selaouit, roue… »

« Na roue na tra ! A-walc’h, a-walc’h ! Poan benn am eus o selaou ho kevier. Mez am eus zoken o welout ac’hanoc’h beo dirak va daoulagad. Pell ’zo, ma vijen bet eur roue ken fur ha ma lavarit, e vijec’h bet krouget ouz beg an uhela gwezenn evlec’h. Ho torfedou a zo brudet er-maez eus ar vro zoken, ha bremaik e vezo lavaret n’eo ket me ar roue, ma vez lezet al laeron hag ar forbaned da veva diouz o micher em rouantelez, hep beza ankeniet ».

« Selaouit », eme Alanig.

» Peoc’h ! a lavaran, ha krouget e viot ! »

Alanig a soñje gant kalz a velkoni :

« Allas, allas ! petra e teuin-me da veza ? O, ma c’hellan mont ac’han eur wech all c’hoaz ! N’eus nemet enebourien dirazoun, ha kounnaret int ouspenn ! Hini ebet anezo n’en deus truez ouzin. Va gwella alvokad a vezo va zeod, ma vezan lezet da gaozeal eur pennadig c’hoaz ».

« Roue », emezañ, « hervez meur a hini em eus dellezet ar maro… »

« A gred d’in ».

« Roue, daoust ha plijout a raio ganeoc’h selaou ac’hanoun eur pennadig c’hoaz ? »

« Komzit, ha bezit berr, dreist-holl ».

« E gwirionez e lavaran d’eoc’h, roue galloudek, ma kav d’eoc’h em eus dellezet ar maro, va lezit da lavarout d’eoc’h hoc’h eus selaouet va enebourien gant re a vadelez. Klevit. Daoust ha n’oun ket bet ho prasa mignon er reuz hag er gwall zarvoudou ? Piou en deus roet d’eoc’h an aliou fura, er brezel hag er peoc’h, ma n’eo ket Alanig ? Met va deskadurez ha va furnez a zisplijas d’am enebourien. Ha ni, neuze, emezo, ne dalvezomp netra ? An avi, ar wasa avi, a grignas kig o c’halon, ha heti a rejont va maro abaoe an deiz m’o doa graet anaoudegez ganin. Ha kredi a ra d’eoc’h e vijen deut d’ar palez ma vije bet eun torfed bennak war va c’houstiañs ? An hini a zo kablus a dec’h atao diouz ar barner, ha me, panevet oun divlam, ne vijen ket bet gwelet amañ. Chomet e vijen em c’hastell, e holl zoriou serret, prennet ha sparlet. Ne vijen ket deut er-maez evit aour ar bed holl. Met den onest ebet ne gavo netra da rebech d’in. D’ho lez-varn oun deut evit diskouez n’eo nemet gevier an torfedou a zo tamallet d’in ».

« Gwir eo », a soñje ar roue, « pa vez unan kablus, e tec’h diouz an archerien ha diouz ar varnerien ».

« Lostigloan », eme Alanig, « a damall ac’hanoun, pa ne vezan ket dirazañ. Setu oun degouezet. Pelec’h emañ, ma vo gwelet gant piou emañ ar wirionez ? Me a zisplego d’eoc’h eeun ha fraez ar wirionez, ma karit teurel evez ha digeri ho tiouskouarn ;

En deiz all e oan azezet war dreuzou dor vras va c’hastell, o kemer aer vat evel kustum, pa dremenas Lostigloan gant an hent bras. Gwelout a reas ac’hanoun. Dont a reas d’am c’havout ha d’am saludi. Lavarout a reas d’in edo o vont da balez ar roue.

« Beaj vat ! » emeve d’ezañ.

Neuze ar c’honikl, gant eur vouez trist-kenañ ha gant dour en e zaoulagad, a lavaras d’in :

« Alanig kaez, n’oc’h ket evit gouzout pegen skuiz oun hag an naon am eus ».

« Deuit tre », emeve, « ma vo roet d’eoc’h da zebri ha da eva ».

« Bennoz Doue d’eoc’h », emezañ, « evit ho madelez ».

Va gwreg a servijas d’ezañ eun tamm bara penn-da-benn an dorz, goude ledet warnañ eur gwiskad teo a amann. Da c’houde e voe lakaet dirazañ war an daol eur mell pladad kignez. Va mab bihan a dostaas ouz an daol hag a gemeras eur gignezenn diwar ar plad. Lostigloan a roas d’ezañ eun taol war ar fri, ken herr, ma strinkas ar gwad d’an daou du. Va mab brasa, avat, en doa gwelet an taol-dourn. Lammat a reas war Lostigloan, ha, gant an imor bras a zo en e gorf, e stardas toull-gouzoug ar c’honikl. Setu aze ar pez a zo c’hoarvezet, ha netra ken. Dre eurvad e oan er sal all, e-kichen. Dic’haloupat a ris da lakaat ar peoc’h etrezo. A, ma vije bet va ene ken du ha ma lavar, em bije lezet anezo gant o abadenn c’hoari, hag, e berr amzer, e vije bet al Lostigloan-se kaset d’ar bed all. Setu ar pez am eus gounezet : me eo an hini en deus saveteet e vuhez d’ezañ, hag, hervez ma lavar, em eus bazataet anezañ ha sachet war e skouarn betek ma ’z eo bet diframmet. Eur feson divalo en deus da drugarekaat evit ar mad graet dezañ.

Setu bremañ eun afer all, hini ar vran. C’hoar ar vran lazet a oa deut d’am c’hastell, en deiz all, mall warni ha spontet-naet.

« Alanig, Alanig », emezi, « deuit du-mañ, buan-ha-buan. Va c’hoar he deus lonket eur mell draen pesk. N’eo ket evit tenna hec’h alan. Emañ o vont da vervel. Deuit buan, ha marteze e teuot a-benn da denna an draen diouz toull he gouzoug ».

Redek a ris war-eeun da di ar vran. Met, pa oan degouezet, allas, allas ! ar c’hoar a oa astennet war he gwele, maro-mik. Digeri a ris he genou d’ezi, sellout a ris e toull he gouzoug. Draen pesk ebet ennañ ! E feson, e oa diskennet betek ar galon, hag en doa degaset eur maro trumm. Ha me a zo tamallet adarre ! Me an hini en deus lazet anezi. Me a vezo paket a-benn eur wech all oc’h ober vad d’an nesa, a, ya, ya, kredit ! Marteze an hini a damall ac’hanoun eo an hini a zo kablus, rak, lavaret em eus d’eoc’h, n’em eus gwelet draen ebet e toull ar gouzoug. Pelec’h emañ c’hoar ar vran ? Lavarit d’ezi dont amañ. Gwelout a raimp ha kredi a raio tamall ac’hanoun pa vezin dirazi. Ya, lavarit d’ezi dont, ha ra zegaso testou ma he deus. Skuiz oun a-benn ar fin o tougen war va c’houstiañs torfedou ar re all ».

Galvet e voe ar vran, met ne zeuas bran ebet er sal.

« Eñ ! Gwelout a rit ? » eme Alanig ar vran, « ne gred ket dont, abalamour emaoun amañ. An holl droiou fall a vez taolet war va c’hein pa vezan pell, ha pa vezan tost e trouc’h kuit an tamaller. An dra-se a zo mat eur wech, diou wech, teir gwech… Skuiz oun aet avat ! An hini a damallo ac’hanoun hiviziken, e c’houlennin digantañ dont war ar blasenn gant testou ha gant an armou a blijo d’ezañ, ma vezo emgann start, ha gwelet e vo piou a c’hounezo. Piou a gred rebech d’in eun dra bennak ? N’en deus nemet sevel ha lavarout d’in pelec’h e vezo an emgann, ma walc’hin va enor en e wad. A ! Aotrou ebet ne gred digeri e c’henou bremañ ? »

An aotrounez a selaoue, gwall nec’het. Den ne save.

« Gwelit », eme Alanig, « kablus oun, pe n’oun ket ? Lakaat a ran eur blouzenn war va skoaz dehou ; piou a gredo tenna anezi kuit ? Eur wech, diou wech hanter… den ne respont ? »

« Me ! » a lavaras eur vouez.

Job eo an hini en doa komzet. Raouliet e oa gant ar gounnar.

« Petra hoc’h eus da lavarout, Job ? » a c’houlennas ar roue digantañ. « Displegit dimp ho klemmou penn-da-benn ».

« Brao, brao, Job ! » a lavare an aotrounez.

Eun tammig plijadur o devo bremaik, nann o klevout dibuna klemmou, met o welout an emgann etre ar bleiz hag al louarn. Ar gourenou hag an emgannou eo ar pez a blije ar muia d’an aotrounez e lez ar roue Nobl.

Job a grogas gant e bennad :

« Roue meur », emezañ, « Alanig a zo gwall anavezet e pevar c’horn ar rouantelez evel gaouier, mignon disleal, laer, toueller ha muntrer. Perak e vezo lezet pelloc’h an teodeger milliget-se da vernia adarre gaou war c’haou ? Daoust ha n’en deus ket graet betek-hen a-walc’h a c’hoaperez ouzimp ? Piou an hini a zo diskiant a-walc’h da gredi eur ger zoken eus komzou al louarn-se ? »

« Aotrou Job », eme Alanig, « c’houi a lavar oun gaouier, met ne brouit ket em eus lavaret gaou, ne brouit ket kennebeut oun mignon disleal, laer ha muntrer evel ma fell d’eoc’h rei da gredi, hag ar blouzenn a zo betek-hen war va skoaz. Petra hoc’h eus da rebech d’in ? »

« Petra am eus da rebech d’eoc’h ? Hag e kredit ober ar goulenn-se war eun ton ken reiz, evel ho pije bevet betek-hen eur vuhez fur ha santel en eur gouent bennak ? O, la, la ! Selaouit holl, aotrounez : warc’hoaz vintin e vezo eiz devez eeun-hag-eeun, va gwreg a oa o pourmen war ribl eul lenn. Yen-skourn e oa an amzer, hag an dour a oa goloet gant eur glerenn deo. Va gwreg he doa naon, ha dre an amzer griz ne vez ket kavet war ar maez peadra da chaokat. D’an ampoent e tremenas Alanig :

« Salud d’eoc’h, itron », emezañ, « pell ’zo n’em eus ket bet an eurvad d’ho kwelout. Petra ho tegas ? »

Va gwreg a lavaras d’ezañ e oa aet sempl gant ar skuizder hag an naon.

« A, naon hoc’h eus ? » eme an amprevan ; « n’eo ket diaes kavout amañ peadra da zebri. Al lenn-mañ a zo leun a besked. N’eus nemet terri ar glerenn evit paka anezo. »

Al louarn a reas eun toull er glerenn hag a lavaras d’am gwreg :

« Lezit ho lost da goueza en toull am eus graet ».

Va gwreg a reas evel ma oa lavaret d’ezi. A-benn eun abadenn he doa droug en he lost.

« Ar pesked a zo o kregi », eme Alanig ; « chomit eur pennadig c’hoaz ; pa ne c’hellot mui padout gant ar boan, neuze sachit, sachit herr ; eur bern pesked a vezo stag ouz ho lost ».

Va gwreg a sentas adarre. Eun eur goude, ne oa ket evit padout gant ar boan. Goulenn a reas digant al louarn ha deut e oa ar mare da sacha.

« Ya, ya », emezañ, « sachit bremañ, kenañ, kenañ, hep damant ebet evit ho lost. Gwelout a reot bremaik an dluzed, an darzed hag ar siliou a zo stag outañ. Marteze zoken e pesketaot eun eog kaer bennak… »

Padal, al lost a oa paket er glerenn ! Al louarn a redas kuit en eur c’hoarzin. Va gwreg a sachas hag a sachas. Yudal a reas gant ar boan. Kouerien a glevas. Deredek a rejont gant ferc’hier ha bouc’hili. A-bell e klevis ivez anezi o hopal hag o c’houlenn sikour. Mont a ris daveti d’ar red.

A-benn neuze he doa gallet en em denna. Kavout a ris anezi o redek war lez al lenn hag ar gouerien o hopal war he lerc’h : laerez deñved ! He lost, avat, a oa chomet er glerenn !

Al louarn, d’an ampoent, en doa trouc’het eur pennad mat a hent. Panevet se, krrr ! gant ar fulor a oa ennoun, em bije distripet anezañ ha graet bleud gant e eskern.

Roue madelezus hag aotrounez, klevet hoc’h eus va istor. Mantrus eo. Karout a rit ar justiz, ha fiziañs am eus e vezo kastizet al louarn evel ma ’z eo dleet. Va gwreg a zo war he gwele, ha n’ouzon ket peur e vezo pare. Plijadur a rafe dezi klevout eo bet krouget al loen vil a zo kaoz ma ne c’hello mui en em ziskouez hep ruzia gant ar vez dirak gouenn ar bleizi. Klevet hoc’h eus, louarn milliget ? Daoust ha n’eo ket gwir ar pez a lavaran ? Ar blouzenn a zo war ho skoaz a zo o vont d’an traoñ ».

Ha Job a gemeras peg er blouzenn hag he stlapas ouz genou al louarn en eur lavarout d’ezañ :

« Gwelomp bremañ piou eo ar mestr ».

Nobl a lavaras :

« Unan a zo bet klevet. Dleet eo selaou ivez egile. Alanig al louarn, ha gwir eo rebechou Job ar bleiz ? »

« Gwir a lavaran-me », eme Alanig. « Gevier int penn-da-benn, hag aes eo d’in rei d’eoc’h da c’houzout, en istor-se, ar gaou hag ar wirionez. Setu penaos eo degouezet : kavet em boa gwreg Job war lez an hent. Naon bras he doa. Petra ’ris neuze ? Feiz, diskouez d’ezi an tu da besketa. O heulia va aliou penn-da-benn, he dije paket pesked, met ne felle ket d’ezi paka eur pesk pe zaou, nemet eur bern pesked en eun taol. Gant re gorfadeg e vez droug-kof, hag ar vleizez, gant he fec’hed a lontegez he deus kollet he lost. Piou eta en doa lavaret d’ezi chom ken pell-se azezet war vevenn an toull da riella he fenn-adreñv ? Aes a-walc’h eo gouzout e vije deut an toull-se da veza stanket adarre gant eur glerenn nevez. Ma ne gompren ket ar vleizez an dra-se, ret eo anzav ez eo eun tammig genaouegez. Biken n’em bije soñjet e oa ret lavarout d’ezi chom da besketa e-pad pemp munud pe bemp munud hanter. Respontet he dije d’in dioustu : arabat d’eoc’h kredi, aotrou Alanig, oun ganet er penn diweza eus ar sizun. N’eo ket gwir ? Ar boued a vez pasket d’ar vugaligou, ar vuhez avat ne vez ket pasket d’ar mammou. Skoazellet em bije ar vleizez d’en em denna kuit hep droug ebet eviti, panevet ar bleiz e-unan. Job a oa kounnaret-ruz, ha klask rei d’ezañ da gompren eun dra bennak a vije bet evel klask bernia pell en avel. Setu. Kredi a ra d’in ne dalvez ket chom da uza teod hiroc’h. Gouzout a rit bremañ, aotrounez, pelec’h emañ ar wirionez ha pelec’h emañ ar gaou. Ha c’houi, Job, prest oc’h evit an emgann ? Ar blouzenn hoc’h eus stlapet kuit diwar va skoaz hag ho hardisegez am eus da dalvezout d’eoc’h ».

« Pa gerot, gaouier flaerius, » eme Job, imoret dreist-muzul. « Met keuz a zeuio d’eoc’h bremaik ».

Ar roue a lavaras :

« Kalz gwelloc’h e kavan eun emgann etrezoc’h ho-taou eget prezegennou ha komzou livet-kaer. Pep hini a vez atao ar wirionez diouz e du, ma karfemp-ni kredi. D’ar brezegenn genta e vez sklaer a-walc’h an afer. D’an ugentvet prezegenn, avat, ne welomp mui berad. En emgann, avat, unan pe unan a c’hounezo, hag an hini a c’hounezo, feiz ! a vezo ar wirionez a-du gantañ, na petra ta ! N’em eus ket hiroc’h da lavarout ».

Alanig ha Job a saludas ar roue hag a benndaoulinas dirak e dron. Nobl a lavaras d’ezo :

« Mat, en em gempennit ho-taou hizio, ha bezit diskuiz, warc’hoaz vintin, evit an emgann ».

Job a gemeras daou dest : Lom ha Lip-e-Bao. Alanig a gemeras daou dest all : ar broc’h ha Dipadapa ar gwiñver.

Eur voereb da Alanig, Lamm-da-Laez, ar c’havr, o chom e Kerfeunteun, a oa ivez deut d’e gaout :

« Diwallit mat ! » emezi d’ezañ, « Job a zo eur gwall loen ! »

« Bennoz Doue d’eoc’h evit hoc’h aliou », a lavaras Alanig, « met bezit dinec’h. Me a zo ar wirionez hag ar justiz eus va zu. Ha ne c’hellan ket koll ».

Mignoned Alanig en em vodas e-pad an noz en eun ostaleri er straed Kereon. Ober a rejont eno banvez ha reuz. Ha kana a rejont kanaouennou evel ma vije bet echu an emgann ha lazet ar bleiz. Lamm-da-Laez, dreist-holl, a soursias ouz he niz. Touza a reas e vleo penn-da-benn d’e gorf, nemet war e lost ; lakaat a reas war e gein ha war e gof eun druzoni kemmesket gant eoul. Pa voe graet al labour-se ganti, ha pa voe Alanig lugernus ha reut e gof, Lamm-da-Laez a lavaras d’ezañ :

« Ha bremañ, va niz, selaouit mat ac’hanoun ha deskit ar pez hoc’h eus dober : evit, evit kalz, ha dalc’hit ganeoc’h ho troaz e-pad an noz. Warc’hoaz d’ar beure, pa viot war dachenn an emgann, e c’hlebiot mat ho lost blevennek gant ho troaz, ha, gant ho lost gleb, e skourjezot ar bleiz a-dreuz e fas. Ma c’hellit tiza e zaoulagad, netra gwelloc’h. Adalek neuze ne welo ket ken sklaer, hag e c’hellot dont a-benn anezañ aesoc’h. Grit da genta an neuz da gemer aon outañ ha tec’hit a-benn d’an avel : ma teu war ho lerc’h, skubit al leurenn gant ho lost ha strinkit d’ezañ ar boultrenn e-kreiz e zaoulagad. E-keit ha ma vezo o secha e zaoulagad, glebit adarre ho lost, ruilhit anezañ er boultrenn hag er fank, hag adarre, taflik ha taflak, e-kreiz e zaoulagad, hag, en doare-se, ez oc’h sur da c’hounit. Ha bremañ, va niz, it d’ober eur gourvez ha kouskit mat : ni ho tihuno pa vezo deut ar mare ».

Alanig a gouskas mat. Savet oa uhel an heol pa zeuas Flaer da lavarout d’ezañ :

« Alanig, poent eo sevel ».

Alanig a dennas ar pikouz diouz e zaoulagad hag a savas.

Lamm-da-Laez ar c’havr a zegasas d’ezañ eun houad rostet en noz-se. Alanig a zebras an houad gant plijadur e-leiz.

« Eur pec’hed e vefe koll goude debri traou ken mat », emezañ.

Eva a reas eur werennad rom evit kaout imor, ha, goude-se, ez eas gant e gerent hag e vignoned d’an dachenn evit an emgann.