Trubuilhou ar seiz potr yaouank
Per, tad Agnez, 60 vloaz. |
Ar c’hoari a dremen da zul d’abardaez e ti eur
c’houer pinvidik. E kreiz al leurenn e vezo eun daol,
skinvier en-dro d’ezi. Skeudennou a vezo amañ hag ahont
ouz ar mogeriou. Seiz kador a vezo tro-dro al leurenn.
Azez amañ em c’hichen, Lan, ma livirin d’it dioustu bremañ an traou grevus a zo war va spered eur pennad zo, hag a ra enkrez d’in leiz va c’halon.
Traou grevus ! Per… a zo war ho spered ?… Evelse e kavan d’eoc’h eun dremm ankeniet eur pennad zo. — Hag e sonjit lavaret d’in-me ho poaniou, Per ?…
Poan lodennet |
Ha setu amañ petra zo war va spered oc’h ober poan d’in. Va merc’h Agnez, gouzout a rez, a zo o ren he fempet bloavez war-nugent ; ha d’an oad-ze eur plac’h yaouank a zo poent d’ezi ober eur pried, eur voereb, pe… eul leanez.
Agnez, m’hel, lavar d’eoc’h, Per, a vezo diaes bras da
fortunia. Ho merc’h n’eus tam avel ebet en he fenn. Eur
plac’hig sioul eo, dereat hag izel a galon… Nan, nan,
Per, ho merc’h ne zimezo ket, hervez pep doare.
Penaos ’ta, Lan ?… Hag ez eus seiz pôtr yaouank ouz he goulenn, — ha pell zo, en-deün.
Seiz pôtr yaouank a zo o c’houlenn Agnez !… Mat, biskoaz kement-all !… Ar merc’hed yaouank n’eo ket diouz o gwelet eo mont d’ezo, evit doare. — Ha piou an diaoul eo ar re-ze neuze, Per ?
Lizeri a deu d’in eus pevar c’horn ar bed eur pennad zo. Me lavar d’it, Lan, e vezi souezet pa weli piou eo ar re a c’houlenn Agnez diganen.
Ha komzet oc’h eus gant ho merc’h diwar o fenn ? Ha sûr oc’h e vezint digemeret ganti ?
Emichans, evelato, p’eo gwir e skrivont d’an tad e skrivont ive d’ar verc’h ! An dra-ze, Lan, a zo sklear evel dour feunteun !
Me ne lavaran ket eveldoc’h, Per, ha da ziouall oc’h eus na ve ar ganfarted-ze oc’h ober goab eus ouzoc’h hag eus ho merc’h.
Te a zo eun alvaon, Lan. — Me zo sûr emaïnt da vat
oc’h ober al lez da Agnez. — Ha perak ne vent ket, a gav
d’it, p’eo gwir va merc'h a zo fur, desket mat ha pinvidik
gand an dra-ze.
Ha pe da vare e vez ar friko, Per ?
Setu em eus kaset lizeri d’ar bôtred yaouank-ze da lavaret d’ezo en em gaout aman hirio da ober pep hini e c’houlenn… Gwaz a ze d’an hini ne deuy ket, rag hennez a jomo e fri er wask.
Ha ! ha ! ha ! Aman ez eus eun abadenn da gaout, avat !… ha ! ha ! ha !… C’hoarzin a rankan, m’hen tou !… Seiz goulenn !
N’eo ket c’hoarzin eo a zo da ober, Lan ; met digeri frank da vrennikennou evit dibaba ar gwella eus ar bôtred-ze d’am merc’h.
Edon o sonjal mont da c’hoari eur « barti domino » d’ar vourc’h ; met aman em bezo muioc’h a ebad eget o ruilha dominoiou… Ha pegoulz e tigouezo ho seiz mab-kaer, m’ar bezont ?
Gourc’hemennet em eus d’ezo beza aman hirio da beder eur, da lavaret eo dioustu goude ar gousperou. Ha ma karont va merc’h, e gwirionez, e sonjan ne vankint ket da zont. Emaoun breman o c’hortoz va mab Biel da zont da rei d’eomp e ali war ar poent-ze.
« Pa gomzer eus ar bleiz, e lost |
Setu dres Biel o tigouezout.
Doue r’ho pennigo !
Bennoz Doue d’it, Biel… — Buan out deuet, evit doare, mab… — Azez ’ta da gemer eun tamm, ma lavar da galon d’it.
Ya, tad, buan oun deuet, rag aon am oa da veza « Yann an diwarlerc’h ».
Mat ! n’eus deuet den ebet c’hoaz, ha da genta emaout, mab.
Piou da just a dle dont aman fenoz da c’houlenn Agnez ?
Seiz a zo anezo, Biel.
Da genta, emañ Job Jupen, « second’mestr » mortolod, yaouank c’hoaz, eur pôtr diluret, mar deus unan.
D’an eil, Olier Robel, mortolod a genwerz, eur pôtrig seder, skanv e c’har, skanv e benn, c’houez vat gand e vleo… gounit a ra, emezan, 800 lur ar miz.
Da drede war ar renk, e kavan Martin Pennazen, mestr-skol yaouank, teir varvenn d’ezan war e vuzellou : unan e pep korn d’an neac’h, eun all e kreiz d’an traon. Den a benn eo, m’eus aon,… ha bleo frizet en deus.
Da bevare, e welan ano August Loper, pôtr ar « c’hafe », a vez o pourmen ar vro gant e woetur vihan, eur mell ki stag outi.
Da bempet e lennan ano Izidor Prajou, mab a di, eur pôtr eus ar re fura a c’helfet da gaout. Ar groaz a vrezel en deus gounezet hag er « c’honseil municipal » emañ ive.
Da c’houec’hvet ec’h hanvin Fanch Maltourn, al lemmer, pôtr ar plakou… Hennez a c’hounit, ugent real bemdez.
Ar seizvet eo Yvon Pennadoz, bizied hirr dreist d’ezan… ma ne vijent ket bet kamm, — kemener eo eus e vicher… pa ra unan bennak, — ken lemm e deod hag e nadoz.
Ebad a zo da gaout, m’hel lavar d’it.
Me, pa n’oun ket sac’h d’an diaoul, a lavar dioustu dijipot n’eus nemed unan e-touez ar seiz-ze hag a vefe diouz doare Agnez.
Ha piou eo an den-ze, Lan ?
Izidor Prajou, ha den all ebet ken, d’am zonj, Biel.
Aet eo va ger ganeoc’h, Lan. Me ive a zo Izidor em goulou, ha n’eus nemetan… — Met e peleac’h emañ Agnez, tad ?
Aet eo d’ar gousperou, hag hirio, ker just ha tra, ez
eus bodadeg Bugale-Mari. — Agnez, sûr awalc’h ne vezo
ket er gear araog ar pardaez-noz.
Fidandommen !… unan a welan o tont… tiz a zo warnan… eur mortolod eo diouz an doare anezan !… Patatras !… eman kouezet diwar e varc’h-houarn… Eur gwall stokad en deus tapet !… Ah ! la ! la !… Ar vortoloded !… emañ pignet warnezan adarre… Eman o tigouezout.
Va zud keiz !… eun tarosennad am eus tapet aze e traoñ ar grec’hienn, o klask tec’het diwar eur vioc’h.
Evit doare, zûr, pôtr, n’emaout ket diwar dour ar zaoud. — Hag e kredes dont gant da benn abafet da c’houlenn eur vaouez !… Allaz ! allaz ! n’emaout ket mat, va fôtr !
Me !… Abafet !… Ampouaïlh koz, m’az oc’h !… — Me ven ket pell !… Paneved hoc’h oad em befe ho strinket !…
Bet oc’h eus va lizer, Job Jupen ?
Ya, Per. — Hag a greiz va c’halon ho trugarekaan. — Evel a ouzoc’h dre va lizerou, em eus eur c’hoant bras da lakât eur vaouez eürus em serr. Hogen, ho merc’h Agnez eo am eus dibabet etouez an holl verc’hed am eus darempredet. — He anaout a ran abaoue ma ’z eus anezi kouls lavaret, ha poaniet em eus kalz evit kaout ar blijadur da veza eun deiz he fried, da rei d’ezi va c’halon ha va buhez. — Ha setu ’ta, ma ve ho madelez livirit d’in hirio ho ker diweza ; lakit esperanz em c’halon hag ar peurrest a vezo graet hep dale.
Agnez n’eman ket hirio er gêr, ha diaes e kavan war ho sikour, Joz kêz. — Met red eo d’in araok rei va asant klevet ali va merc’h… — Deuit ’ta disul kenta dioustu goude ar gousperou da glevout ar c’helou a ray plijadur d’eoc’h, ha d’eomp holl, emichans.
A dra zûr, e vijen bet laouennoc’h o vont eus an ti-mañ ma vije bet va dousig er gêr ha m’em bije gallet lavaret d’ezi daou pe dri c’herig a garantez… Met, pa n’hellan ket kaout ar blijadur-ze hirio, eo red d’in lavaret d’eoc’h : Kenavo disul. (Mont ar er-maez.)
Kenavo ’ta, frikoter ! (o trei ouz an dud). — Evit hennez, da vihana, a zo sûr eus e zac’h, ha pa ne ve nemedon-me d’hen reï d’ezan !… Laza rafe va c’hoar d’in.
Olier a deu en eur gana n’eus fors war be seurt ton :
— En eur zigouezout e ra salud ar zoudarded, hag en
eur furchal dre holl, e c’houlenn :
E peleac’h emaout ’ta, va dousig koant !… Ah ! Aet out da guzet ouzin, kanfartez !… Oh ! me az kavo, bez dinec’h !…
Petra zo ? Petra zo ’ta, Olier ?
Ah ! Ah ! C’houi zo aman, Per ? N’ho kwelen ket !…
Mezo dall put eo, va zud keïz !…
Me, mezo, Lanig ? Evelato ne garfes ket !… N’out ket yac’h awalc’h, evelkent !… N’as peus ket klevet lavaret ez oun berwelet ?
Eo ! Eo !… Ya ! Ya ! Sklear eo ez out berwelet hag a gorf,… hag a spered.
Ha petra glaskez en doare m’emaout, Olier ?
Oh ! Per, (hog) ne glaskan netra (hog) nemet va dousig (hog). Agn (hog) Agnez.
Hag ec’h eus kredet dont en doare-ze da c’houlenn eur vaouez ? Petra ! Pe fur, pe zod out, pôtr kêz.
Kerz er-maez ’ta, lanfre !
Me !… mont er-maez (hog) ganez te !… Oh ! n’em eus ket (hog) klevet lavaret (hog), Lan goz !
Kerz da ober eur c’housk, Olier, — ha disul kenta goude ar gousperou deus aman adarre da ober da c’houlenn. Arabad e vezo d’it avat dont gand eur c’henou glapez, evel az peus hirio, pe ez out sur da dapa da zac’h.
Deuet oun hirio da c’hou (hog) da c’houlenn ho merc’h Agn (hog) Agnez diganeoc’h, tonton Per (hog). Keuz am eus da veza evet keinent hag em eus graet ! (hog) — Met, c’houi Per, a zo eun den mat, he me zo (hog) gwelloc’h c’hoaz ! — Me a c’hounit 800 lur ar miz (hog)… ha bevet ha fresket, hein ! tonton Per !
D’it-te e vezo va merc’h, pôtr. Deus disul d’he goulenn.
Ya ! Ket ’ta, tonton Per, roït (hog) daou bok d’in !
Disul !… Disul, Olier. Sent ouzin, ha kerz da aveli da benn.
C’houez ar boeson breïn a zo gantan, m’hen tou ! ha
fleria ra treuz nao bac’had dioutan. — Foei ! eur vez eo !
Evit hennez, da vihana, ne lakay ket ken e dreid en ti-mañ
pa vezin-me e-barz.
Set’ aze, avat, eur stantilhon hag a zo brao her c’haout da vab-kaer. — Che ! ha lavaret e kaver merc’hed skuiz awalc’h en o lostennou da gemer lorgnez evelse da briejou !… Mantrus eo evelato !
Demat d’eoc’h holl !
Ha d’eoc’h, aotrou. — Deuit d’ar penn uhela, mar plich !
Gouzout a rit, aotrou Rimeur, emaoun tri bloaz zo oc’h ober skol en ho parrez, ha gouzout a rit ive ez oun eus eur familh tud vat, tiekourien eveldoc’h, du-hont, er Fouilhez.
Ya, aotrou. Ha goude ?
Daou vloaz a zo ec’h evesaan piz ouz ho merc’h Agnez, ha ne nac’han ket, he c’haret a ran a greiz va c’halon abaoe m’he anavezan mat.
Hag oc’h eus lakaet en ho spered dont d’he goulenn ?
Ya ! Aotrou Rimeur. Ha ma teurvezit rei d’in va goulenn e lakeot evid ato al levenez da skedi war va zal hag an eürusted da vleunia em c’halon.
Ha komzet oc’h eus gant va merc’h, aotrou ?
Nebeut, Aotrou Rimeur, rak n’omp ket bet digouezet da c’hallout komz an eil gant egile nemet eur wech pe ziou. Met, sonjal a ran ne vezin ket pell evit he lakat d’am c’haret.
N’ouzon dare, — ha zoken e livirin d’eoc’h didortilh e vezo diaes bras d’eoc’h he gounit, rak va merc’h a blij d’ezi an iliz hag ar relijion, ha c’houi ne vezit ket gwelet en iliz eur wech ar bloaz !… aon oc’h eus, marteze, na bilfe warnoc’h.
Doueti raen ho pije rebechet d’in va nebeut a feiz, ha deuet eo ganeoc’h ! — Mat, anzav a ran ouzoc’h em eus kollet va feiz pa oan er skolachou. — Hag, e gwirionez, ne gav ket d’eoc’h e ve deuet ar mare da jench baz en daboulin ? Petra eo ho Toue koz ? Eur ranellerez toull ha netra ken. Eun dra bennag all evel ar skiant hag an deskadurez a zo mat da lakat en e lec’h.
Petra livirit, aotrou ? Petra ! gant eur seurt komzou hag eur seurt mennoziou eo e kredit dont da c’houlenn va merc’h ? Souezet oun, ha souezet bras, e teufec’h, c’houi, eun aotrou kouezet eus a lost ar c’har eveldoc’h da glask eur pried war ar maez, e lec’h dibab unan eus ho kendere, unan hag e deus eveldoc’h, troet keïn da Zoue he badiziant hag e fask kenta… (chom a ra eur pennad da zonjal)… Ha koulskoude, p’eo gwir e plij va merc’h d’eoc’h, deuit disul dioustu goude ar gousperou d’he goulenn. Ha marteze va merc’h en eur ho kemeret da bried a hello gounit hoc’h ene da Zoue, ar pez a ve kaer da ober.
Diouallit, Per, rak marteze an tamm pennskanv-mañ eo a halfe dizrei Agnez diwar an hent mat e lec’h, hi, dizrei heman diwar an hent fall !…
An dra-ze a halfe digouezout, sûr eo. Met evelato Martin a deuy disul da welet va merc’h Agnez.
Dont a rin, Aotrou Rimeur, ha p’em bezo kontet va doare d’ho merc’h, e sonjan ne zaleïn ket da veza ho mab-kaer. Ha bremañ, kenavo disul.
Kenavo disul goude ar gousperou, Martin.
Setu me digouezet, Per. Anaout a rit ar gefridi oun deuet da ober. C’hoant am eus da lakat ho merc’h eürus em serr. Va anaout mat a rit, p’eo gwir oun eus ar barrez. N’em eus ket ezomm, eta, da lavaret d’eoc’h piou oun ha piou n’oun ket. — Anzav a ran ouzoc’h oun skuiz o werza sukr, kafe, c’hoalen, ha traou all. Evel m’emaoun brema, emaoun o pinvidikat va mestr, ha va-unan em eus beac’h oc’h ober va zreuz, o walc’hi an eil dourn gant egile. Mall am eus da labourat evidon va-unan.
Hag e sonjez ober petra ’ta breman, August ?
Da genta, emaoun o klask eur pried gand eur gwenneg bennak, ha dioustu kavet ganen eur vaouez a benn, ec’h en em lakin a-zevri da ober bouteier-koad.
Emañ o vont da voutaouer, va zud !… Ah ! ah ! ah !…
Da zonj a gavan mat, August, ha kredi a ran eo ar vicher-ze unan eus ar re wella zastum madou e berr amzer, rak ker eo ar bouteier.
Enni netra n’ez a da goll, ha gant ma ’m bezo eun tri pe bewar mil lur etre va daouarn e c’hellan kregi dioustu ganti.
Hag e c’hoantaes mont da zeski ober bouteier, August ?
Nan, Biel, da zeski n’ez in ket. Met kaout a rin
boutaouerien awalc’h da zont davedon pa vezo savet va
stal-labour du-hont er vourc’h.
Ar voutaouerien, va fôtrig-me, a zo laboused treut ha plijout a ra d’ezo ar « pinard » !… Diwall a ranki outo, derc’hel a ranki start war o frizilhou, pe buan e weli da stal o vont da stalig ha da zouc’h da vinaoued.
Me a ouezo brao bras eüna d’ezo o zugellou, Biel, ha diouz ma raïnt ganen e kavint. Ya, sûr oun, ma vije bet du-hont er vourc’h eur stal vras a labour, kement boutaouer bihan a zo er bastell zouar-mañ a halfe mont da glask brennig da Venez Are, pe koueza em zi da ober bouteier.
Me a gred awalc’h, avat, August.
Takebien !… hemañ eo a vezo ar mab-kaer. Agnez a vezo Madame Loper,… ma ne vez ket « madame lopet »…
Met, gouzout a rit, Per, heb arc’hant, netra… Me, beteg-hen, em eus graet eur beva mat, gwir eo, met nebeut a dra am eus dastumet abaoe m’emaoun oc’h « ingala » sukr ha kafe dre ar vro.
Kompren a ran, August, e tle beza diaes da spered o sonjal e weles dirazout, oc’h ober bouteier, aour da grabanata, pa ne halles ket bremañ tostat outan en desped d’az c’hoant.
Ma roït d’in ho merc’h, a-benn dek vloaz me zavo
eur maner war lez ar mor, du-hont e Brignogan.
Mat, August, dizro adarre d’am c’havout disul kenta raktal goude ar gousperou. Neuze e komzimp eus da vennad gant va merc’h Agnez.
E pelec’h eman Agnez ? N’he gwelan ket aman.
Chomet eo en iliz. Gouzout a rez eo hi renerez Bugale-Mari ha dres, hirio emañ bodadeg ar miz.
Ah ! ya ! ya !… eur plac’hig vat eo Agnez, ha ma vefe hi eun deiz va fried, e vije lorc’h ennoun o vont ganti bep sul d’an oferenn ha zoken d’ar gousperou…
Mat, kenavo disul neuze, Per (starda ’ra e zourn d’an tad).
Setu aze eur brabanser hag a oar brao floura ho keïn d’eoc’h, avat, va zad, klaoustre, hennez eo a vezo ho mab-kaer.
Plijout a ra d’in, Biel, ha komz mat a ra an den.
Me a laka ez eo eun tamm penn-skanv pa gomz eus sevel eur maner e Brignogan a-benn dek vloaz amañ. — Mar d’eo mat ar vicher a voutaouer-koad, ez eus ive kalz a dud ouz he ober, hag er vicher-ze, kement da nebeuta hag er micheriou all, e kaver micherourien diboell hag a grog alïes en o zizun d’ar yaou, pa n’o deves mui gwenneg ebet da foëta !…
Excuse-moi, Moncheu Le Rimeur, si… je…
Set’ ama eur stantilhon, avat, hag unan kouezet eus a lost ar c’har… pa oa a klask charreat ar re all.
N’ouzon ket a c’halleg, aotrou !
Comment c’est qu’on disait ça en « braiton » : Je viens demander votre fille.
Deuet oun da c’houlenn ho merc’h ;… genaouek ma ’z out !
Deuet oun da c’houlenn ho marc’h !… genaouek ma ’z out !…
Hag en doare-ze eo e teuit em zi da c’houlenn Agnez.
Quoi qu’y disait ? le vieux… Sa fille est une ânesse ?
Kerz da zeski brezoneg ’ta,… leue !… Petra ? Ne
peuz ket a vez ! eun den ganet ha savet er vro-man ha ne
oar mui ar brezoneg war zigarez m’eo bet daou vloaz e
Pariz !… Mez eo ! m’hen tou !…
Y demande si je vas pas à la messe du tout ? T’as qu’à dire au vieux que j’y vas et t’auras cinq sous avec moi et une vinasse dimanche… hein ! ça t’va !
Trawalc’h a gaoziou evelse amañ.
Quoi que ça veut dire « amann » ? Le mot dernier, là ?
Amann, e brezoneg, a zo « du beurre », e galleg, va fôtr.
Dis-lui alors que moi suis pas marchand de beurre ! Suis tailleur d’habits, moi ! Et avec ça, tu vois, suis riche : je touche 50 francs à Paris. Suis venu voir et demander la main de la gentille fille de Moncheu Le Rimeur. — Tu vois, suis bien nippé, hein ! Et j’connais Mamzelle depuis longtemps ! je suis né natif d’ici. Mais je connais plus le « braiton », tu vois.
Sac’h ardou ! Toull kamenbre !… n’ouzout ket ken ar brezoneg, ha n’ouzout ket ar galleg !
Quoi que tu dis ? Tu vas me faire des galettes ?
Pa gomzi e brezoneg, deus da c’houlenn va merc’h,
amboubal !…
Amboubal, qu’y dit ? Queq’ c’est qu’ ça veut dire ?… foot-ball, hein ! Je joue jamais fou-balle, moi. C’est trop bête ça !
Amboubal, e brezoneg, a zo just awalc’h « bête », e galleg.
Kerz kwit ac’hann, ha dillo !
Y parle de me fiche à l’eau, hein ! Biel !…
Abalamour d’eomp da…
Y dit : A bas l’amour, le vieux ? Hein, Biel !
Er maez !… Er maez !… ha dillo.
Y me dit d’aller à la messe ou à l’eau. Qu’il est bête !
Disul, te a deuy amañ adarre, ha ma ouezes goulenn eur vaouez e brezoneg e roïn d’it va c’hoar.
Quoi qu’y dit là, Lan ?
Viens dimanche après vêpres demander la fille en
breton et tu l’auras, tu es sûr.
Mais, c’est pas ça, mon vieux. C’est la fille en mariage et non en breton que je voudrais.
Quand tu nous parleras en breton, tu auras ma sœur.
Oh !… pour lorsse… je suis sûr de l’avoir, pour sûr. — Et toi, Lan, t’auras tes cinq sous et une vinasse de moi dimanche… (Mont a ra kwit en eur lavaret) : Ah ! ce qu’on va rigoler dimanche.
Al lemmer !… Al lemmer !… Ciseaux, couteaux, rasoirs !…
Daoust hag hemañ a ve erru da c’houlenn ar verc’h ive ?
Gouzout a rit, Per, n’oun nemed eur paour, met eur paour hag en deus c’hoant da veza pinvidik.
Hag a zo eun dra vat, Fanch. — N’eo ket difennet d’an den klask beza pinvidik gant ma klasko an danvez dre eun hent eün hag onest, ha gant ma ray implij vat eus e arc’hant.
Klevet em eus bremaïg er vourc’h ez eus bet aman hirio kalz gwazed o c’houlenn diganeoc’h ho merc’h da zimezi. — Eur bôtrez vrao eo ho merc’h, evit doare, eur plac’hig leun a vertuziou hag a skiant. Ha zoken, hervez em eus klevet lavaret ez eus amañ da rei ganti eur yalc’had reut a aour, ar pez n’eo ket da veza disprizet en amzer-ma a gernez.
Ha te a zo deuet ive da c’houlenn va merc’h diganen ?
E feac’h, ya, Per ! Me a zo bremañ goullo va yalc’h. An diaoul a zo enni. Hag, evel just, e vefen laouen ouz her bunta er-maez hag ouz he leunia en eur zimezi gant ho merc’h.
Mar d’eo evit klask teuler da graban war danvez Agnez eo e teues amañ, hast afo dispenn da roudou, pe he hen talvezo d’it, lakepod, ma ’z out.
Paour oun, truilhek eo va dilhad. Met, gant an truilhou-ze, ec’h en em gavan barrek da c’hounit bara d’in ha d’eur vaouez. Hogen, kement ha kaout eur vaouez, e kavan koulz goulenn dioustu unan binvidik ha beza dreizi pinvidik va-unan.
Hag anaout a rez va merc’h ?
Ne ran ket, avat, Per. Met an dra-ze ne ra ket. Abred a-walc’h e vezin da ober anaoudegez ganti en deiz ma vezo skrivet hon embannou !… Hag a dud a zo, a zimez an eil gant egile hep beza en em welet a-raog o embannou.
An dra-ze, siouaz, eo a zo kirriek d’an dizurziou, d’an dizunvaniez a weler re stank en deiz a hirio er familhou. Pa vezer sûr ez eo leun ar yalc’h, ezomm ebet da welet ar pried a dleer kemer evit ar vuhez !… An doare-ze da ober a gavan iskis, rak ne ra nemet maga kasoni etre ar priejou.
Kaer o pezo klask, Per, me gantifi ac’hanoc’h da gavout d’ho merc’h eur pried koulz ha me. — Me a lemmo d’ezi he zizailhou, a gempenno d’ezi he bouteier, a roïo he c’hafe pe he « chakola » d’ezi bep beure en he gwele. Me a vlansouno d’ezi he bleo, a dommo dour d’ezi da woalc’hi he zreid, a lakaïo eur voutailhad dour zomm da domma he gwele d’ezi d’an nozveziou goanv,… Per,… mar bezan mab-kaer d’eoc’h !…
Neuze e halli « planta » tro en da garr lemma ha blejal : Al lemmer ! Al lemmer ! Al lemmer ! evit maga da baborez en eur vouest koton !…
Prena rafen d’ezi pasteziou, madigou, chakola, kouignou
sukret a bep seurt liou, a bep seurt ment, a bep
seurt moull !… Hag avalou oranjez ’ta ! a brenfen d’ezi
a zousennou.
Ha ne gav ket d’it emaout o klask sevel kestell el loar ?
Ouspenn lemma a ran ; plakou a ran ive, Biel :
Plakou bihan ha plakou bras, |
Te neuze a zo eun den a vil vicher, |
Ma ’m befe ar verc’h ac’han, da vihana, hag he danvez, me, avat, a vefe eur pabor ac’hanon !… Trumm em befe eur stal vras a gontilli, a zizailhou, a aotennou du-hont e Brest !… hag Agnez ’ta, pegement a lorc’h a vije enni o klevout an intronezed vras o lavaret d’ezi : « Bonjour, Madame Plakou. Je désire des ciseaux à broder,… ha kalz a draou all !… Milioner a-benn dek vloaz aman, m’hen tou !…
Mat, kleo, p’ eo gwir ec’h eus youl da gaout va merc’h, deus aman disul goude ar gousperou, ha mar plijes d’ezi e c’halli marteze he deseo, piou a oar ?
O va Jezuz !… Betek disul e rankin gortoz, Per ?
Va merc’h n’emañ ket hirio er gêr, ha disul e vezo.
Va c’halon a zo glac’haret holl, hag en noz ne gouskin ket o sonjal em dousig muia-karet (gouela a ra). Mat, kenavo disul neuze va zad-kaer kaez !
Me zo deuet amañ da… da…
Da ober petra out deuet amañ ? Lavar d’eomp.
Da c’houlenn ar verc’h.
Merc’h piou out deuet da c’houlenn ?
Merc’h Per ac’han ; Agnez a gav d’in…
Va merc’h n’emañ ket er gêr, pôtr.
Han !… neuze eo kouls d’in mont kuit.
Chom ’ta !… Chom ’ta !… Azez ama, rak va merc’h
ne zaleo ket da zont d’ar gêr, emichans !
C’houi eo tad Agnez, diouz an doare ac’hanoc’h !…
Ya, me eo he zad. — Pell zo ec’h eus « joa » ouz va merc’h ?
Abaoe disul !… — Er pardon em oa he gwelet.
Hag hirio out deuet d’he gwelet ha d’he goulenn ?
Ha penaos ec’h en em gemeri evit he goulenn ?
He goulenn ive !… C’hoarzin outi ive !… Rei taoliou lagad d’ezi ive… evel a lavare va mamm d’in deac’h da noz.
Set’ amañ eun abostol avat, va zud keiz !…
Goulenn anezi diganen-me neuze, ha gra evel pa vije Agnez amañ en da gichen bremañ.
Me n’ouzon ket ober !… biskoaz n’oun bet o c’houlenn eur vaouez, na ne d’oun !
(D’an dud). Na pebez-genou lachefre !…
(Da Izidor). Ma vijen-me bet en da oad !…
Deus amañ, harp ouzin, ha lavar war va lerc’h ar pez a livirin d’it.
Mez am eus o c’houlenn eur vaouez !
Sell ouzin. Bez laouen. C’hoarz ha lavar : Me az kar hag az karo, Agnez !
Me az kar hag az karo, Biel.
Hola ! hola ! Ne lavar ket Biel, rak n’emaout ket ouz va goulenn, me, evelato. — Lavar : Me az kar hag az karo, Agnez.
Me az kar hag az karo, Agnez !…
Ha va c’halonig a ra « tik-tak » evidout.
Ha va c’halonig a ra « krik-krak » evidout.
Ha deuet oun, poulzet gant ar garantez am eus evidout d’az koulenn da veza va fried, ar c’henta ’r gwella, da vihana, ma peus karantez evidon.
An dra-ze a ouezin da lavaret. Deski a rin va c’hentel a-benn disul. Aonik oun hirio ha mezek oun ive. — Met disul, pa vezo va dousig dirazoun me a ouezo brao bras komz outi dereat.
Evit beza barrekoc’h, goulenn digant da dad penaos en deus en em gemeret evit goulenn da vamm !…
Nag a ardou a rankin da ober a-benn kaout eur vaouez d’in va-unan !… Eur vez eo !…
Evelato, Izidor, ne garfes ket e zafe Agnez betek da di d’az koulenn. N’emaén ket ar c’hiz-se c’hoaz, gouzout a rez.
Rak-se ’ta, Izidor, bez amañ disul war-dro peder eur hag a-benn neuze em bezo bet amzer da glevout gant va merc’h he zonj warnout. (Izidor a dec’h hep lavaret ger.)
Va zonj-me a zo graet, ha dibaot e vezo d’eoc’h, tad, kaout eur mab-kaer gwelloc’h eget Izidor, daoust ma ’z eo eun tammig lent pa vez e-touez an dud. — Met dont a ray da veza hardiz gant an amzer :
Gant kolo hag amzer |
Se'tu ’ta hep dale hon devezo ar blijadur da welet ar ganfarted oc’h arruout adarre o seiz da c’houlenn diganen va merc’h. Komzet em eus deac’h diouto da Agnez, ha pa ’m eus lavaret d’ezi petra oant, n’he deus ket rannet eur ger evit lavarout d’in pehini anezo eo a blije ar muia d’ezi.
Me a laka e vezo diaes bras gwakolia ho merc’h, Per, rag eun tammig oad he deus, ha skiant a zo n’eus forz pegement. Farsus e kavan zoken e vijec’h en em emellet da glask eur gwaz d’ho merc’h ha d’o gervell holl da zont d’he goulenn er memez dervez. An dud a gaozo diouzoc’h, anat d’eoc’h.
Me a lavar evel Lan, ha lavarout a ran eo bras
a-walc’h va c’hoar da zibaba he-unan ar pried a blijo
d’ezi ar muia. Eur pec’hed marvel a rafec’h ma lakafec’h
Agnez da zimezi en desped d’ezi gand unan pe unan eus
ho kanfarted.
Gouzout a ran grevusted va fec’hed ma rofen va merc’hig dous ha madelezus da unan eus al lakipoted a deuy bremaïk d’he goulenn diganen.
Holl emaïnt muioc’h o klask ho tanvez eged o klask ho merc’h, ha bremaïk pa arruint aman, e klevint o fegement ganen-me. Va lezit da entent outo, tad, rak gwelet am eus hoc’h eus evel aon outo, ha buan a-walc’h e rofec’h hoc’h oanig da lounka d’ar bleiz.
(En diavaez e youc’h :) Al lemmer ! (Krenvoc’h :) Al lemmer ! (Dont a ra en ti : gwisket braoik er wech-mañ). Ac’hanta ! Lanig koz, n’e ket me a zo pabor ac’hanon gand an dilhad-man ?… Petra leverez d’in ?
Me a lavar e vefe dereat d’it kaozeal dre « c’houi » ouzin, me zo koz a-walc’h da veza da dad.
Bah ! bah ! ma ranker sellout ken just-ze avat !…
Ni zo daou gamalad koz, Lan, ha sur oun ez eus a-veac’h
daou-ugent vloaz etrezomp, d’an hirra ! Met e peleac’h
eman va dousig Agnez ?
Kerkent ha m’he deus da glevet o vlejal ez eo aet da guzat gand ar vez he devoa ouz da glevout.
Agnez ! Agnez ! deus aman ’ta da welout da volomig gand e dog kern uhel ! E pelec’h emout ’ta, va c’harantez ?
(O skrabat e benn e teu kreiz al leurenn.)
Marteze e sonj d’ezi me a oa eun druilhen bennak !… Ha m’ he dije va gwelet gand an dilhad kaer-mañ, an tok kern uhel-man, sur oun e dije c’hoarzet ouzin, rak me a zo eur pôtr brao c’hoaz, ententit ganen ! O va Doue, Agnez ! Agnez !… deus ’ta hag e vezi eürus em serr !… hag e pezo kouignou, chakola. (Diskouez a ra eur zac’had madigou.)
Ro peb a gouign d’eomp da vihana ! lemmer daonet.
Ar re-man zo d’am dousig. (Mont a ra da c’hervel Agnez, hag an tri all a laer peb a gouign diwar an daol.) E pelec’h emout ’ta, Agnez ! Aman ez eus traou mat evidout, prenet d’it gant da zousig ! (Krial a ra a bouez e benn.) Agnez ! Agnez ! Deus ’ta buan da welet va zok kern uhel ! C’hoarzin a ri pa weli.
Alo ! lemmer, deus amañ da azeza war ar gador-mañ, da c’hortoz Agnez da zont diouz ar gousperou.
(O vont da azeza :) Ouzit-te e sentin ato, va breur-kaer kaez, ha benniget ra vezo an eur ma vezin en he c’hichenn. (Frotta ra e zaouarn en eur c’hoarzin.)
(O skuba tro-dro da Fanch.) Nag a ardou a zo ganez en ti-mañ. (O skuba boutou Fanch.)
Diwall ’ta te mec’hiek da boultrenna d’in va bragou brao, bragez-eureud va zad-koz, Doue r’e bardono !
(O frota ar valaen ouz keïn Fanch.) Me da zesko, lanfre, da zont aman da glask peadra da frikota diwar goust eur vaouez.
Kavout a ra d’ it em bezo da c’hoar, Biel ?
Demat d’eoc’h holl en ti-mañ !
Ha d’eoc’h, aotrou skolaer, bennoz Doue.
Setu me deuet d’ho kwelet, hervez m’ho poa d’in disul
gourc’hemennet. — Hag a nevez gand Agnez ?
Daoust hag heman, ar born pikez-mañ a ve deuet ive da c’houlenn ar verc’h ? Neuze emaoun brao ganti, rag ar merc’hed a zo sot-pitillh gant pôtred ar c’houarnamant.
Peoc’h en toull-ze, Fanch, pa lavaran. Petra ? Piou eo ar mestr amañ ?
Komzet em eus gant va merc’h diwar ho penn, aotrou Martin, hag e deus roet d’in ar respont a c’hortozen klevout ganti. — Ar c’houarnamant ne vir ket ouzoc’h a-grenn da ober ho teveriou a gristen ?
Gwir eo ; met pa reomp an deveriou-ze e vezomp gwelet fall gantan. — Lavaret a ran d’eoc’h didortilh e lezin kabestr gant Agnez da vont d’an ofisou, mar plij ganti mont. Ha neuze, yaouank oun, ha n’eo tamm ebet ret d’in evit kaout bara chom da ober eur mestr-skol dibater. Rak-se e touan dirazoc’h, dal ma vezo unanet va buhez gant hini ho merc’h e troïn keïn da skoliou ar c’houarnamant evit beza eur mestr-skol kristen. N’eo ket maro mik ar feiz em c’halon hag ho merc’h a ouezo c’houeza hag entana ar c’hlaouen-ze a feiz gant tan ar garantez.
Aotrou, ho komzou a gavan kaer ha sonjal a ran
zoken e teuont eus eus goueled ho kalon. Ya ! Kaer e ve
ho kwelet o tizrei ouz Doue ho padiziant hag eürus e
vefen o welet va merc’h o sikour ober ar burzud-se en
ho kenver. — Azezit atao aze e kichen Fanch da c’hortoz
Agnez.
Doue r’ ho pennigo ! Hag ar bed gand Agnez hirio, Per ? Er ger emañ ?
Ne zaleo ket da zont, Job, ha da c’hortoz em eus eun dra da lavarout d’it dioustu.
Ha petiaoul ez pefe da lavarout d’in, Biel ?
Ma ne vijes ket bet o c’houlenn va c’hoar, ar pez am eus da lavarout d’it ne zelle ket ouzin, met p’eo gwir out deuet aman d’he goulenn ez eo red d’in lavaret d’it krak-ha-berr ar pez a zo war va spered. Klevet ha klevet a berz-vat em eus emañ ennout tech ar vezventi, e vezez mezo kalz re alies, siouaz !
Gwin Toulon a zo gwin mat, Biel !
Pa ne garger ket re dioutan, Job ! Hag ouspenn, evit
doare, ec’h eus eur gwall voësoun, ha neuze da zaouarn
a vez hardiz da lopa, hein ! Ha sonj ec’h eus eus ar Moko
az poa badaouet du-hont e Toulon gand eun taol dourn.
(O tiskouez Lan :) Ha sonj ec’h eus ez poa disul diweza
amañ er gambr-man klasket strinka Lan er-maez dre
ar prenestr, va fôtr ?
(E kounnar-ruz.) Ha piou an diaoul a zo bet oc’h ober va boutou-me amañ abaoue disul ? Me garfe hen anaout ha koueza warnan gant va daou bao !…
Pig pe vran ato, Job, hag an den a zo eveldoc’h, c’hoant d’ezan da vont e serr eur vaouez a zoare, n’ eo ket gant an techou fall oc’h eus eo d’ezan mont da c’houlenn eur pried, rak gant ar siou fall-ze ne viot morse eürus, ha ne c’hellit ket lakat den eürus en ho serr, na c’houi, na den ebet.
Neuze e roez d’in va zac’h, Biel ? Ha koulskoude me a lavar d’it ne gavi ket eur gwaz all d’az c’hoar gouest da rei d’ezi eiz-kant lur er miz, evel a rafen-me ma vijen he fried.
An eürusted ne vez ket atao kavet e-touez an aour, ha kalz a dud, siouaz d’ezo ! touellet gand an diaoul-ze a zo kouezet er brasa dizesper :
« Gwell eo beza laouen war ar roc’h o kana, |
(O strakal e zaouarn :) Gwir a lavar an tad ! Ha te paour kez Job, a c’hell dont amañ em c’hichen da azeza, rak graet an traou d’it. Setu petra peuz gounezet o lipat ar werenn hag o lopa ar Mokoed. Hein ! Evit doare ez out eus ouenn Carpentier ! m’en tou !
Bremaik Fanch, va dourn-me a yelo ouz da c’hinou
da ober d’it prenna da dapred.
Eun druez eo komprenn pegen diskiant eo al lemmer daonet-ze, m’en tou ! Gwelet a rit ar mestr-skol en ho kichen. Kemerit skouer dioutan, ha bezit sioul eveldan, va zud.
(A denn e dok, hag a stou izel :) Disul diweza oa en em gavet va breur-kaer ganen, hag em oa graet eur zac’had, n’hen nac’han ket, met hirio ez oun diabaf-meur, evel a welit holl, ha deuet oun hirio da vat da c’houlenn ho merc’h diganeoc’h, Per. Agnez, ma ve bolontez Doue, a vezo eur brinsez em serr, ha n’eo ket mouniz eo a rei diouer d’ezi, tra !
Ma ne vijes bet mezo nemet disul diweza, an dra-ze a vije bet nebeut a dra, met siouaz evidout, hervez ar gaoz a zo graet d’eomp abaoe disul, ez peuz brud-stard da lounka kement gwenneg a c’hounezez, hag ouspenn evit doare ez out c’hoaz eur ribouler-noz hag unan touet zoken. Mat ! va fôtr-kaez, an techou fall-ze, anat eo, ne raint ket a vad d’it evit dimezi, rak piou a garfe rei e verc’h da eun den yaouank ha n’eo ket gouest da zerc’hel e benn.
Muioc’h a ze a ezomm em eus eur vaouez d’hen
derc’hel d’in.
Ma n’ec’h eus ket a youl a-walc’h d’en em c’houarn ervat da-unan, ne zenti ket nemeur muioc’h ouz mouez da vaouez pa vezi o veva en he serr,
Toui ’ran e vezin skouer ar priejou pa vezin dimezet da Agnez ! — (D’an dud) : Met, lavaret a ran, evel an Tregeriad :
« Lesk anei |
Oh ! n’eo ket komzou flour eo a laka an dienn da zevel war an dour, nag an avalou ruz e beg ar spern. Kaer a vez ober, pôtr, al louarn a ya ato d’ar yer, ar bleiz d’an danvad hag ar mesvier d’e vanneou. Hag etre m’emañ o c’hlaouri ouz ar gwer, emañ ive e c’hreg hag e vugale o c’hlaouri er gêr ; ya, o c’hlaouri gant an naoun hag o sklasi gant ar riou. — Kiev, Olier, n’em eus tamm c’hoant e ve va merc’h pried eul lounker, evit mont da frita mizer.
E lec’h diganen-me he devezo chakola ha pastilhou mantet. — Takebie, Per ! c’houi o pije graet eur prezeger !
Pet maouez az peus goulennet dija ive, Olier ? Gwelomp : Mari Beg-araok, Mac’harid Fri-butun, Soaz al Leaz-trenket, Katou an Dilav-yod, Yvona ar Moumoutig, Gwilhamed al Loudouren, ar pez a ra c’houec’h…
Hag ar zeizvet a [zo] aet ive e-biou d’ezan. Ar pez a ra seiz sac’h bet d’ezan, hep konta ar re ne anavezomp ket hag en deus bet du-hont er broiou-all, douetus bras…
Forz ne ra d’eomp pet maouez eo bet Olier e c’houlenn. Met, ma rafe va zad diouzin-me, n’eo ket da Olier Robel, mortelod a genwerz, eo e rofe e verc’h da verzeria. — Eur mezvier, m’hen tou, a zo, dija dimezet ; ya, dimezet d’an evachou fleriüs. D’ezo eo e ro e yalc’h, e yec’hed hag e vrud-vat, ha re alies ive, siouaz ! yalc’h, yec’hed ha brud-vat e familh.
Takebie ! Olier, va fôtr, lous eo da roched. — Lavar dre va faot, pa gari.
Azez aze e-kichen ar re all da c’hortoz Agnez.
Flear an toutouz a zo ganez, Olier gaez !
Ro peoc’h ha lez da storlok, koz lemmer kontilhi-beuz.
(En eur zaludi :) Setu me digouezet, Per, da c’houlenn hirio da vat diganeoc’h ho merc’h. Gouzout a rit n’heller ket ober bara sasun hep goëll, ha me zo deuet hirio da c’houlenn diganeoc’h ar goëll-ze. Gand an nebeudig arc’hant am eus hag an argoulou e rofec’h gand ho merc’h, me a zavje du-hont er vourc’h eur stal labour vouteier koat, eus ar seurt n’eus ket er vro-man. Amañ emaomp e-touez ar fao : ar gwez a brenin zo marc’had mat hag ar bouteier a zo ker. Amañ emaor eta e-kichen eun tenzor hag a vezo d’in pe d’eun all, d’an hini hen dastumo da genta.
Da vennad a gavan mat a-walc’h, August, (ha plijout a ra d’in kalz an den a glask bepred an tu da wellaat e stad, gant ma talc’ho da vont gand an hent eün hag onest. Anaout a ran da dud, bez’ ez int eur skouer vat er barrez-mañ.
(O ouela hag o pigosat gand e dreid :) Alo ! emañ trouc’het ar peuri eus a dre va zreid gand ar c’hoz boutaouer kezeg-koat-mañ ! Hun ! Hun ! Hun !…
(Dichek :) Me ne anavezan boutaouer a zoare er vro-mañ.
(O strakal e zaouarn :) Na me kennebeut, Biel ! Tra, tra, n’ez eus hini ebet !
Ha ne ran ket a c’henou bihan evit lavarout ez int holl lounkerien o zizun !
Ha me lavar evel Biel !… Deuet e vez ar yaou a-benn
ma krogont en o labour ! Tri derveziad labour ha pevar
derveziad lounka ! ha setu buhez ar boutaouer.
Evelato an dra-ze ne c’hoarvesfe ket en eur stal dalc’het mat evel e vije va hini-me.
Unan bennag eus da voutaouerien a vefe bepred vi pe labous gantan, e wenneien a rafe diaes d’ezan ken na vijen diskennet en eur c’hontouer bennak !
Ha pa vezo fripet o gwenneien ez aïnt eus an eil osteleri d’eben da c’houlenn termen, hag e vezo graet d’ezo lounka ken ma vreugeudint eus ar mogeriou.
Rak-se, August, ma c’hounezez braoik da dammig bruzun oc’h ingala sukr, kafe, ha kraon-kelvez, gwella peus da ober eo kenderc’hel, kentoc’h eget mont da glask kastrilhez ouz lonkerien o zizun.
(Da viel :) Eun ali fur a roez d’ezan, Biel, rak aesoc’h eo poueza eul lur kafe eget dibrada eur wezenn fao pe evlec’h, hag en doare-ze e lezo va dousig ganen-me.
Eun druez eo gwelout peger bras dismantr a ra en hor bro, an evachou milliget.
Ma karfe an dud ober eveldon-me, lezel ar gwiad-kevnid da zevel war ar boutailhou, klaoustre ez afe gwelloc’h al labouriou en dro eget ne ’z eont breman. Te August ne zalefes ket da welout da voutaouerien oc’h ober d’it labour hanter c’hraet, bouteier talaset re vuhan, eur vez da welout ha diaes da werza.
(Da August). Ya, ar pez a lavar Biel d’it a zo re wir. Ar vicherourien en dervez a hirio, eur c’halz anezo da vihana n’eo ket o klask poania evid o mistri eo emaint, met o klask e-doug an deiz sacha war an ibil-berr, ober nebeuta ma c’hallint, ha kaout ar muia ma c’hallint a bae ! Evelse an traou a jom ker, ha n’euz ket a lec’h da veza souezet ! Setu ’ta, August, ez oun lakaet nec’het ganez. Kerz da azeza ha bremaïk, Agnez a lavaro d’it he zonj warnout.
Ya, azez em c'hichen da c’hortoz ar varn-jeneral.
Bonjour, mes chers amis.
Setu pôtr ar galleg plat !… Plijadur a zo da gaout !…
J’ai appris à demander ta fille en « braiton » mainant, hein ! vieux dur à cuire.
Petra !… « vieux dur à cuire » a leveres d’am zad,
amprevan !
Ha ! ha ! ha !… Set’ amañ, avat, eur vaskaradenn vollarjez ha ne oar na galleg na brezoneg !…
Goulenn Agnez diganen-me bremañ dioustu.
Me zo !… mezo !… deuet da kou… kou… koulenn da varc’h.
Mezo out hag out deut da c’houlenn va marc’h ! (Tu es ivre et tu es venu demander mon cheval.) Ha petra ri gant va marc’h ? Arc’hant a zo ganez d’e brena ?
Quoi qu’y disait, pépère ?
Ne ententan ket ar galleg-saoud a zo ganez-te, tam lakepot, Parizian daonet.
Tu demandes le cheval au lieu de demander la fille, grand bêta que tu es ; et avec cela tu dis que tu es ivre, alors que tu ne l’es pas du tout.
Toi tu diras à moi alorsse quequ’y faut z’y dire à seule fin d’avoir la fille… et t’auras cinq francs et un gros « pinard » de moi-t’-à -l’heure.
Viens ici, Yvon Pennadoz, que je t’apprenne le breton.
Pas beaucoup, hein !… C’est difficile le « braiton ».
Lavar war va lerc’h : « Me zo deuet amañ da c’houlenn ho merc’h, ha nan ho marc’h. »
Ho merc’h, ha nan ho marc’h.
Lavar bremañ en eun aridennad.
Lavar war va lerc’h : me zo… mezo deuet aman da c’hou… da c’houlenn ho merc’h, au trou… au trou Rimeur.
Deuet eo braoïg gantan, ar Parizian daonet. Anat eo en deus c’hoant da gaout Agnez.
Mat eo ! — Ha breman goulenn anezi digant he zad ive.
J’ai bien dit, hein, pépère ! Tu me la donneras.
Mon fiston, demande-la maintenant en breton à mon père.
Je m’en rappelle plus… Lavar war va lerc’h : me zo
mezo merc’h mets-moi au trou Rimeur.
Grand nigaud ! Tu viens de dire que tu es ivre et qu’il faut te conduire au violon. — Voilà ce que c’est mon garçon d’avoir oublié le breton.
Alorsse, je n’aurai pas la fille, dis donc, Biel ?
Eur vez eo kompren ar fae ar ra Bretoned-se war yez ho bro, war ar brezoneg, dreist-holl p’o deus tremenet eur pennad war-laeziou. Nao war dek eus ar re-mañ ne ouezont nemed eur stlabez galleg, a zrailhont evel kolo da lakat dindan ar moc’h bihan. Peadra ve da reuda o c’hoarzin d’ezo pa gomzont o galleg-saout, n’oar den e anaout. — Hag ar pez a zo doaniusoc’h ha mezusoc’h c’hoaz eo gwelout Bretoned chomet e Breiz oc’h ober evel ar vriz-Vretoned-se, o teuler ive dismegans war o yez, o koll o brezoneg mat gant eur c’hoz tamm galleg fall.
Oc’h ober fae war ar brezoneg, e reomp fae war hon tud koz,
tud seder ha krenv, |
e reomp fae war hon tad, a c’hounezas d’eomp, e brezoneg, hon tamm bara kenta hag a ouezas ober ac’hanomp tud, mat d’al labour ha kalet ouz ar boan ;
e reomp fae war hor mamm he deus hon luskellet en eur gana d’eomp « e brezoneg », he deus desket d’eomp pedi « e brezoneg », ha deus gouezet ober ac’hanomp kristenien eus ar re wella.
Ra vezo lorc’h ennomp o komz yez hon tadou mat ha
fraes, e peb amzer hag e pep lêc’h.
Bevet ar brezoneg !… Bevet Breiz !…
- Bepred Breizad !…
Bremañ eo mall d’in, mont da gemenn da Agnez dont aman dioustu da lavaret he zonj ha da rei he disentez. (Mont a ra kuit.)
Me zo deuet aman da c’houlenn Agnez.
Ha desket ec’h eus breman goulenn eur vaouez ?
Ya, va mamm he deus lavaret d’in c’hoarzin outi, rei taoliou lagad d’ezi ha lavarout d’ezi he c’haran a greiz va c’halon !
Da c’hortoz ma teuy Agnez, deus amañ em c’hichen da ziskouez d’in penaos e ri pa vezi da vat ouz he goulenn.
(Azezet, a c’hoarz :) O Bielig, me zo deuet aman hirio d’az koulenn, poulzet gand ar garantez em eus evidout, hag am bezo atao.
Lavar Agnezig e-lec’h Bielig, rak n’emaout ket o
c’houlenn ac’hanon-me, moarvat !
Che ! va Doue ! ma vijen me bet aze !
O Agnezig ! me am eus joa ouzit te !… (evit rei taoliou lagad, e tourt Biel.)
Arabad tourtal avat, gand a ri, Izidor.
O rei taoliou lagad d’it emaoun, Agnezig.
(O skei war e c’hlin :) Pebez palastr, va zud keiz !… pebez panezenn !
(O floura keïn Biel :) O ! ha te zo brao, va Agnezig kaez ! Eur steredenn !
Dont a ra ganez !… Kendalc’h, pôtr !
(O floura, e ra luchadennou :) me a garfe beza atao en da gichen, Agnezig. Va c’halonik a ra « krik-krak » en da gichen. Me a zo deuet d’az koulenn da bried, evit beza war an tamm douar-man, eürus ganez, va Agnezig vat !…
(D’an dud :) Mardandouchenn !… dont brao a ra gantan, va zud !
Hag emichans, te ivez a c’heus « joa » ouzin-me !
Dont a ra braoc’h braoa ganez. Bremaïk ma teu va c’hoar aman, e ri da lez d’ezi, hag arabad e vezo d’it avât beza re lent, pe an holl a c’hoarzo d’it, entent a rez ?
Evidon-me, n’em eus biskoaz em buhez c’hoarzet kement hag hirio ! O tra avât ! Ha pa m’eus gwelet Izidor o tourtal Biel hag o lucha outan, oun dioustu dirollet da c’hoarzin ken na vennen reuda !
Te Fanch, n’out nemed eur brichin, eur bourjin echu.
E lec’h dont he-unan beteg ennomp, va merc’h Agnez he deus roet d’in al lizer-man da lenn d’eoc’h. Gwelomp petra lavar. (Lakât a ra e lunedou.)
- Va zad ker,
« Eun eur zo emaoun o selaou petra livirit ha petra leverer ac’hanon. Setu ama va zonj diwar-benn ar seiz pôtr yaouank hoc’h eus digaset amañ hirio d’am goulenn. Didroïdell e lavaran d’eoc’h em eus oad ha skiant a-walc’h evit dibaba va-unan va fried. Ha deuet eo d’in ar poent da ober va dibab…
Takebie !… Daoust ha me e ve hennez !… Krena ’ran !
« Job Jupen, ar « second mestr » mortolod a blij d’in…
Ah !… doueti raen… Emañ-hi d’in !…
« Met siouaz ! evit doare en deus muioc’h a « joa » ouz ar boutailhou eged ouzin-me. — (Job a skrab e benn) Ha p’em eus e glevet o wall gomz da Lan, da eun 70 vloaz, em eus dioustu her barnet da vat. Lavaret a ran d’ezan krak ha berr ne gemerin ket eur pried eveldan. Rak-se roit d’ezan e zac’h dioustu…
Deus amañ, Job, da zigemeret da zac’h. (Lan ha Fanch a laka eur zac’h da Job ouz e geïn.)
Setu eur zac’h, hag unan a vent, hein, Jopig !…
Boutailhou an diaoul, perag em eus-me hoc’h anavezet !!!…
Keuz divarlerc’h ne dalv netra, va fôtr.
« Olier Robel, mortolod a genwerz, pa vez diwar an dour a zo eur pôtrig brao, seder, ha dibikous…
(D’an dud :) Kredabl ez oun, avat !… — Emañ d’in
an durzunel !…
« Met, siouaz ! pa vez eur banne dindan e fri, n’eus diaoul ebet trec’h d’ezan ! Gand an dra-ze an « hik » hag an « hok » a vez gantan diwar ar boëson…
Emaoun daonet ! doublediou !
« An dra-ze a zo kasaüs da glevet ha d’ezan ive e lavaran kenavo !…
Tavarniou an diaoul, perag em eus-me ho tarempredet !…
Setu an eil sac’h !
Deus aman davet da zac’h, Olier !…
« Martin, ar mestr-skol a zo deuet d’am goulenn dre wir garantez evidon…
Oh ! petra ’ta !… Gand e dok kern-uhel e plijo sûr d’ar merc’hed pennou-skanv, d’al limansenned !…
« Met, siouaz ! n’eo ket kristen, hag anezan e-unan eo en em lakaet e-touez enebourien Doue ha re an Iliz. Pe seurt buhez a hell beza etre daou bried hag a zo unan anezo o servicha Doue hag eun all o servicha an diaoul. Gwaz a ze evitan, rak me ne fell ket d’in koueza e-touez hevelep tud, goude zoken m’o defe graet al le da zistrei ouz Doue, rak gouzout a ran e varv atao al louarn en e groc’hen…
Ah ! ah ! setu an trede sac’h !… Hast afo ’ta, Lan, lakat e zac’h d’al lakez-man ouz e geïn… Tra la la ! la la ! la la !
(Lan a stag ar zac’h da Vartin.)
« August Loper, marc’hadour kafe ha chokola, a zo eur bugel eus ar barrez-mañ, eur pôtr chentil ha mat da labourat. Hogen, me a gav d’in eman o klask pemp troad d’ar maout en eur c’hoantat sevel eur stal-vouteier er barrez-mañ. Nann, an dra-ze ne blij ket d’in, rak moarvat e savfen va zi war an traez-nij !… Ouspenn, lavaret e ve graet ne glask August nemet va danvez. Rak-se n’eo ket August eo a gemerin da bried…
Na me kennebeut !… ne vijen ket ken droch-ze, tra !…
(Lan a skoulm e zac’h da August.) Per « Yvon Pennadoz, ar c’hemener gall, a deuy d’am goulenn pa ouezo komz ervat e brezoneg, ha pa vezo savet eur varvennig bennak d’ezan dindan e fri…
Pa ’z pezo baro eveldon-me. — Lan, samm e zac’h da heman ma ’z ey da zeski brezoneg da Venez-Are.
(Lan a laka d’ezan e zac’h.)
Breman ez eus eul lakez ac’hanout avat, kemener.
« Izidor Prajou, rener ar « syndicat », gantan ar groaz a vrezel hag ar vetalenn a guzulier ti-kear…
O Agnez ! Digant hennez n’ez pezo ket kalz a gouignou sukret, nag a chakola… Diwal da goueza gantan !
« Izidor a blij d’in kenaén…
Oh ! mat ! evit d’in-me ne ra ket en holl. Ne oar ket zoken goulenn eur vaouez e-unan !!!…
« Met eun all eo a vezo va fried, eun all hag a garan abaoe…
Me eo hennez, parbleu ! Ar re all o deus bet pep hini e zac’h.
« Fanch Maltourn, al lemmer, a blij d’in kenañ…
M’hen douete, Agnez ! Va c’houignou a gavi mat…
« Gantan ne vezo morse dilemm na va zizailhou na va c’hontelli, met gwenn ha divergl e vezint bepred…
Oh ! allaz ya, avat, Agnez !
« Pa deuy ar goanv, e c’hellin chom sioulik er gêr…
Oh ! allaz ya, avat, Agnez ! lezet a vezi da ober da gafe !
« Ha pa deuy an hanv, e c’hellin mont da redek an aochou, da welet doareou ar vro ! Eur brinsez e vezin…
Evel just avat, Agnez, ha d’an aod ez aimp hon daou ivez !
« War an diskennou ha war ar c’hompezennou e vezin lakaet er c’har-lemma da azeza…
Eman d’in en taol-mañ da vat… Doueti raen atao. (D’an dud :) ha !… la… la !… pebez tortajou a rin-me gand he arc’hant !
« Met siouaz !…
Met siouaz petra ? va zad kaer ! va Doue ! va Doue !
« Pa glevin va gwaz o vlejal : al lemmer ! al lemmer ! em bezo mez ar re zaonet gantan…
Ne vlejin ket ken ! Ne youc’hin ket ken !… Nann, nann ! gwech ebet ken… Me gemero eur suterez pe eur zac’h biniou… Agnezig kaez n’am dilez ket breman !
« Ne fell ket d’in ken nebeut beza hanvet « Madame Plakou ».
Aïou ! va Doue ! emaoun daonet.
Ha te ivez, lemmer, az peus da zac’h da gaout. (Ober a reont tro an daol an eil o redek warlec’h egile : — Biel a dap al lemmer, ha Lan a skoulm d’ezan eur zac’h.)
« Ha setu, va zad, abaoe deiz kaer va fask kenta em eus great al le da gemer eur pried, eur Roue bras ha n’emañ ket e Rouantelez er bed mañ. Ya graet em eus al le da rei va buhez ha va danvez evit servicha gwelloc’h va Doue, ar beorien hag an emzivaded a zo kement anezo abaoe ar brezel. Ya, va zad ker, gand hoc’h aotre hag ho pennoz, abenn eur pennadig amañ, e livirin kenavo d’ar bed ha d’e drubuilhou evit mont d’ar gouent. »