Truilhennig ha Gargarenez 1910

Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 108-114)



Truilhennig ha Gargarenez


————


Pont-e-Kroaz a oa d’an amzer-ze brudet e Kerne-Izel ha pelloc’h tro-war-dro, abalamour d’e skolaj koz ha d’e varc’hajou darempredet peb yaou gant ar C’haperien. Hizio, siouaz d’ar Pont ! Kaperien ha Kapenned a zired nebeutoc’h d’ar marc’hajou, rak ar skolaj koz a zo serret…

Neuze ’ta, abaoue ’zo pell, e oa daou vignon o klask prena deskadurez e skolaj ar Pont ; hanvet e oant Truilhennig ha Gargarenez, hag o hanoiou a gaver c’hoaz moulet ha garanet gant beg o c’hontel war gar ar gwez koz bodennek a zisheolie al leur-c’hoari. Truilhennig a oa mab d’eur marc’hadour kezeg koz eus Pouldahud ; ha tad Gargarenez a oa pesketour o chomm e Treboul-Goz. Kerent Truilhennig o doa dastumet eur pennad brao a leve en eur werza koz kezeg treut, eskernek, da bôtred ar c’hagn ; elec’h Gargarenez, pa veze deut ar bloaz da benn, goude bouetet ha gwisket eun dousennig bugale ; eur wech prenet eur penn roued bennak, lien, kerden, ha paeet ar gwiriou, an truajou d’ar gouarnamant, neuze ne veze na teo, na stank, na pounner ar gwenneien a chome en e di. Rak n’eo ket hep abeg o deus dibabet ar besketourien sant Per-Baour evit o zant paeron ! N’eus forz, daou vignon bras e oant, evit d’ezo beza unan paour, egile pinvidik ; hag o c’harantez, emezo, a dlie padout kenetrezo betek… betek atao, keit ma vije anezo. Hogen ne reas ket, ha setu aman penôs. Eur zulvez, kemener bras ar Pont, Visant Mezer e hano (eul laer touet, hervez teodou merc’hed dilabour ar vro) a deuas da glask Truilhennig evit kemeret muzul dioutan ; hag antronoz e tigasas d’ar paotr eun dilhad kaer eus ar c’haera, kaeroc’h eget an holl dilhajou a oa bet betek neuze oc’h uza war ar skinvier gant skolaerien yaouank ar Pont. An darnvuia etouez e gendiskibien a gemeras peb a gofad avi ouz dilhad kaer Truilhennig. Gargarenez a gave brao anezan ivez, ya koant zoken, mes hep kaout avi outan, na poan-gof, pell ac’hano.

Adalek neuze, Truilhennig ne zeskas netra-netra ; ha penôs en defe gellet ober, p’eo gwir e oll amzer a yee gantan da zellet ouz e gaerder en e velezour, da c’hlebia e vleo gant dour c’houez-vad, da ranna anezo dre greiz e benn, ken na vijent lugernus, ken lugernus ha bleo ar vioc’h war he c’hroc’hen goude eul lipadenn-deod…

Teir zizun bennak a oa eat en o zro, pa deuas eul lizer d’an aotrou Beskont a Gerdruilhen. N’ouzoc’h ket da biou oa al lizer-ze ? Evit Truilhennig, tudou kêz ! Ya, Truilhennig n’edo mui Truilhennig ! E dad, eur pennad a oa, en doa graet taoliou kaer gant e goz stal kezeg koz ; ha, danvez bras d’ezan, skuizet e Pouldahud, ha broudet (hervez lod) gant e wreg, eur vaouez beg figus, rôk an tamm anezi, e werzas pep tra, ti ha marchosi, evit mont du-hont da… Bariz, respet d’eoc’h, Bretoned !… Hag evit ober petra, mar plich, e Pariz ? Piou oar ? Ar wreg a lavare e ranker mont beteg eno abarz kaout tud a feson. Me gred he dije great gwelloc’h o lavaret dioc’htu eo du-hont e kaver ar stanka an dud a feson… fall, er gear-ze ma skrive anezi eur barz gwirion :

O Pariz brein ! Poull-ar-C’hlogor !
Kofad ! Kernez ! Bosenn ! Dic’hlan !
Kear Iz ’zo bet beuzet er mor ;
Pariz, te ’vo beuzet en tan.

Mar deman an diougan-ze war-nes dont da wir, ar Gear-Veur eo tremen mall d’ezi dont da furât, ha kalz c’hoaz !

Eiz de goude digouezout e Pariz, ar marc’hadour kezeg treut-gagn ne oa ket mui evit padout gant rebechou ha teodadou e wreg. Sonjit ’ta ! Houman a oa deut mez d’ezi da veza gwreg da eun den e hano Truilhennig. « Mez ar chas eo, emezi : mervel a rankin diwar an taol-man. Neuze ne dalv ket ar boan beza pinvidik ma ranker dougen eun hano ken divalo, eun hano pilhaouer ! Perak kaout arc’hant, ma n’out ket evit kaout eun hano all hag hen eun tammig dereatoc’h ? »

En eur ger, bouzara ’reas kement he gwaz gant ker bras cholori ha jabadao, ma reas Truilhennig e vennoz da chench hano. Mont a reas d’an ti-kear, hag eno, mar plij ganeoc’h, e voe badezet a nevez Kont a Gerdruilhen ! ! ! Nemet ma rankas rei eur yalc’hadig vrao a arc’hant evit beza badezet en dro-man, muioc’h eget pevar real, evel ma roas e dad d’an dro genta da aotrou person koz Pouldahud. Hag, adalek neuze, e wreg kalz muioc’h egetan c’hoaz, a veze lorc’h enni pa zonje e oa hi digemeret e-touez an noblanz. Ker buhan hag all, ma vije distroet da Bouldahud, he dije lavaret d’he anaoudegez : « Alo ! cheulkejen, war ho taoulin dirazon, ha tennit ho tok, hag izel ar penn, pe me welo. Ha buhan ! » — Pa lavaran d’eoc’h, kollet e oa o fennou gant an itron Kontez a Gerdruilhen hag he zammig aotrou !

Eas eo d’eoc’h kredi, an aotrounez nevez ne oant ket evit lezel pelloc’h o faotr fri-mec’hiek e skolaj ar Pont. Buhan e kasjont lizer d’ezan, hag eur mintinvez, ar marmouz Truilhennig, da lavaret eo ar Beskont yaouank a Gerdruilhen, a lavaras kenavo d’ar skolaj koz, ha da iliz Itron-Varia Rozkudon. Kement a vall a oa gantan mont en hent, ar paour kez marc’h-ourgouilh pinvidik, ma kemeras a-boan eun nebeudig amzer evit kimiada diouz Gargarenez, ar mignon a vage evitan eur garantez ker birvidik, ker gwirion. Gargarenez a voe glac’haret diwar an taol-ze, rak eur galonig tomm a lamme en e greiz, e-lec’h egile, an Truilhennig, ne rea ket foutre-kaer evit pellaat dioutan. Ha perak en defe great zoken ? Daoust ha n’edo ket hen o vont da Bariz, eur genaouek o vont da vro ar c’henaoueien ?

Dizale goude, Gargarenez a voe red d’ezan ivez dilezel e studi er skolaj, ha mont da zeski pesketa da Dreboul-Goz, rak e dud ne binvidikaent tamm ebet gant an amzer.

Pa zigouezas Kerdruilhen bihan du-hont, e Pariz, gant ar Gerdruilhennou koz, va Doue ’ta ! Klevet ho peus danevellout penôs, pa zistroas ar Mab prodig d’ar gear, e lazas e dad al leue lart hag e reas frikou d’an dianket ’oa nevez kavet. Mâ ! d’al leupez aotrou yaouank e oe great ivez allazig da genta, ha, d’an eil, fest ha prejou kaer, traou founnus ha lipous. Mes an eil a blije d’ar c’holladen kalz muioc’h eget ar c’henta, n’eo ket red lavaret. Eo koulskoude, red eo, ha pa ne vefe nemet evit ma klevoc’h ar wirionez penn-da-benn, ha ma teskoc’h e chommas ar beskontig beurlek pemzek de ha diou zizun klanv war e wele goude re-govad, respet d’eoc’h, Kristenien ! Met ne varvas ket, lartât an hini eo a reas, ken ma teue kof d’ezan, kof reut ha frank evel eur zac’had truilhou. Paour kez Beskontig Kerdruilhen ! N’en doa nemet kofata da ober !… Koulskoude an daou Gerdruilhen koz a oa o vont d’en em jala gantan, o klask gouzout petra ober dioutan, pa deuas da leina d’o zi unan eus ar rummad tud-ze ker stank e Pariz ha n’o deus ken micher nemet beva e tiez ar re all, diwar goust ar re a ro bod ha boued d’ezo. Laboused treut eo ar re-ze ! A-greiz ar pred, an daou Gerdruilhen a c’houlennas digant ar mignon petra da ober eus o fenher.

— « Hum ! eme egile, en eur skarza e c’hourlanchen, red e vije deski d’ezan meur a dra. Ha, da genta-penn, petra oar betek-hen ? »

— « Gouzout a ra lenn difazi a-walc’h, skriva dereat tost davad, niveri pelloc’b eget kant, hep d’ezan koulskoude beza ken gouiziek hag eun « doktor », pell ac’hano ! »

— « A zo mat, eme egile, goude eul lonkaden gwin, a zo peadra a zeskadurez war gement-se. Mes n’eo ket a-walc’h ; daoust ha gouzout a ra kana, dansal, butuna eur « sigar » hep tarlonka gant ar moged, tenna e dok da zaludi, rei eun taol lagadig lemm d’ar merc’hed koant ?… Nan ? Ne oar ket ? Aze ’man an dalc’h. N’eus ket da dorta, red ha red bras eo d’ezan deski. »

Goude graet ha dic’hraet, an hini a brezege kerkouls a voe karget gant ar gerent d’en em emellout da gas da benn deskadurez al labous yaouank. — Ha, goude eur pewar pe bemp bloaveziad skol, an aotrou Beskont a Gerdruilhen n’en doa ket e bar nag evit rodal, nag evit kana, (nemet e vouez a oa deut da raoulia eun distera), nag evit teurel moged butun dre gorn e veg, nag evit banna eur zell dre gorn e lagad war an dimezelled yaouank.

Koulskoude n’eo ket war-lerc’h eun dimezel a c’hlaoure ; war-lerc’h eun intanvez ne lavaran ket. Houman a oa anavezet mat dre he noblanz, nemet leve ha pinvidigez n’he doa ket mui, kement he doa dispignet. Ha setu ma taolas-hi he zellou hag he c’hoant war danvez an aotrou beskont ; hep dale ar paour kez Truilhennig a gouezas en he rouejou !…

Ma oa red dioc’htu kas an embannou, e lec’h chom da lichuenna. An traou a gerze mat en dro, pa deuas gwasoc’h eget eun darvoud da gas ar stal d’an dour. Holl arc’hant ar Gerdruilhennou a oa lakeat ganto e ti eun noter ; hogen heman ne gavas ket gwelloc’h eget mont kruit e-meaz ar vro, en eur lezel an alc’houez dindan e zor. Ha diwar an taol-ze, Kerdruilhennou ne chome ken eul liard ganto, ha setu int paouroc’h eget biskoaz.

Truilhennig en em jale : « C’hoaz, emezan, eürus eo d’in emaoun war bouez dimezi ; rak anez, petra ’m bije great hep gwenneg ebet ? »

— Ya, o vont da zimezi, me lavar ! Kerz da c’hwitellat, pôtr paour, mar sonj d’it. An intanvez yaouank he doa c’hoant da zimezi d’an arc’hant, ha n’eo ket d’eur gwaz ; pa n’oa ken a arc’hant, hi a lavaras kenavo, ha kuit !

Diwar neuze ar marc’hadour kezeg koz a voe skoet gant eun taolad gwad en e benn, hag a varvas hep kaout e anaoudegez vat. Hag e wreg a gollas ivez ar pezig a jomme c’hoaz ganti a skiant vat : red e oe he c’has da di an diskianted, elec’h ma tremenas a-benn eun daou pe dri devez !

Kanvou ! Setu Truilhennig e-unan-kaer e Pariz. Petra da ober, hep danvez na micher ? Ar pôtr paour, en eur ober sonjou leiz e spered, a lavare alïes outan e-unan : « Perag ivez n’eo ket bet chommet va zad da werza koz kezeg e Pouldahud ? » Mes naon a deue d’ezan, hag evit kaout boued, e rankas gwerza lod eus e zilhad. Kement-man zo evit lavaret e oa eat izelik a-walc’h an dour gantan, pa deuas ar zilvidigez d’ezan… — Eun abardaez, skuizet o veza klasket labour en aner, Truilhennig, en eur dremen dre koc’hu ar gear vras, a jommas a-zav dirag eur stal e-lec’h e oa eur gwaz ha diou vaouez o werza pesked. Ar merc’hed a oa gwisket e-giz merc’hed Treboul, hag ar gwaz a oa gantan dilhad ar besketerien… Hag ar pesketer ha Truilhennig e teuas daoulagad an eil da bara war egile. — « Truilhennig ! » eme an eil. — « Gargarenez ! » eme egile. Ya, daou vignon skolaj koz ar Pont-e-Kroaz a deue d’en em anaout e Pariz ! Rak Gargarenez an hini a oa deut d’ar Gear-Veur, gant e wreg hag e c’hoar, evit gwerza eun toullad meilhed, pesked a dalvoudegez, en doa bet an eurvad da gelc’ha en eun taol roued dindan ar Gerdraon.

Petra da lavaret c’hoaz ?… An daou vignon a oa eürus d’en em gaout ; ha Gargarenez a alias Truilhennig da zistrei gantan da Dreboul-Goz, da zeski ar vicher a besketer ; ar pez a oe graet.

… Truilhennig a deuas prim d’en em voaza ouz ar mor, hag a reas e berr amzer eur martolod kalonek ha krenv. Hag e dechou fall, emezoc’h ? — Netra mui ! Beuzet e oant bet pell du-hont en tu all d’an Enez Sûn !… Bloaz goude, Truilhennig, dizounet mad diouz Pariz-ar-C’hagn, a zimezas da Nolaïg, c’hoar Gargarenez. D’an hevelep devez, heman a vadezas eur vag nevez-flamm, prenet gant arc’hant ar meilhed, hag ar vag a voe hanvet, na petra ’ta,

« Truilhennig ha Gargarenez » !…

Eostig Kerineg.



————