Un den touchet dre garantez ouc’h Jesus

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Trede-varnuguent Cantic. Var at mêmès sujet.



TREDE-VARNUGUENT CANTIC.
Var ar memes sujet.
Var ton : Des Folies d’Espagne.


Un den touchet dre garantez ouc’h Jesus,
Maro er Groas evit an den pec’heur,
O ! emezàn, va faut-me so eürus,
P’e deus un Doue evit reparateur.

Ha possubl ve, va Zalver, ha va buez,
E veac’h maro evit hor pec’hejou,
Ha n’hor be quet ouzoc’h an anaoudeguez
A veritit dre ho mad-oberou !

Sell, den mechant, staguet er groas e vemprou,
E c’hoad scuillet evit dont d’az c’hoalc’hi ;
Sell peguement a boan hac a dourmanchou
En deus souffret evit da saveti.

E dourmanchou ne dint quet cuzet ouzit,
Dreizo ar mein zo bet en em fraillet ;
Hac én ouy-je souffr quent evit da c’hounit ?
Ha c’hoas e zout ingrat ounta bepret.

Te vel maro an Doue en deus da grouet,
Dre da grimou te zo bet e voureo,
Ha c’hoas ne deo morse da galoun touchet ;
Qent-se ne res nemet pec’hi bep tro.

O ! va Jesus, grit eta, ni ho suppli,

Ma vezo leun hor c’haloun a regret ;
Rac ma zoump deut quen terrupl doc’h offansi,
Ha ma zoump bet quer criz, en oc’h andret.

Ar bed zo deut rac ho maro da grena ;
Grit ma creno gant queuz hor c’halonou,
Ha gant ar vein grit ma teuint d’en em ranna,
Pa zoump, siouas ! quiriec d’ho tourmanchou.

Cunduit pelloc’h, va Zalver, va c’hamejou ;
Pardounit deomp an amzer tremenet ;
Na bermetit e tistroemp d’hor pec’hejou ;
Grit dre ho craç m’ho servichimp bepret.

Fizyanç hon eus, va Doue, en ho madelez,
P’oc’h eus quement anduret evidomp,
Ne glasquit quen nemet ober trugarez ;
Ennoc’h eta ebquen ec’h esperomp.

Evidoc’hu ebquen ec’h abandounomp
Vaniteou ar bed faos ha tromplus ;
Dec’hu ebquen, va Jesus, en em roomp,
Dreizoc’h en Eê ra vezimp oll eürus.