Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. -)



UR GIR ARAOK


————


Tud diwar ar meaz, Bretoned, ma mignoned,


Al levrig-man a zo grêt ewidoc’h : lennet anezhan, eta, ha na golfet ket hoc’h amzer, ha n’ho pezo goude tamm keuz, a gredan. Kavoud a refet en-han meur a dra vad da c’houzoud diwar-benn ho labouriou, ho iec’het hag hini ho loened ; hag iwe diwar-benn ar brezel diweza, hag ho kwiriou (droits) hag ho dleio (devoirs) en kever ho pro hag he lezenno. Kement-se holl na ouzoc’h ket, peurvuia, dre ma zo un niver braz ac’hanoc’h ha na ouzont ket lenn, hag iwe dre ma na eûz ket awalc’h a levrio mad etre daou dorn ar re ac’hanoc’h a oar lenn. Met diskit lenn da genta, hag al levrio mad a deuio iwe d’ho c’houlz, ni hen lavar d’ehoc’h.

Mar gwefec’h ar blijadur hag ann holl dreo a dalvoudêges a gav el levrio ann hini a oar lenn !

Met, evurusamant, mar zo kalz ac’hanoc’h ha na ouzont ket lenn, ho pugale a oufeo holl lenn, hep dale, rag ar Republik a deveuz grêt lezenno nevez war gement-se : ann holl vugale a c’hallo mont d’ar skol bremaïg, ha na gousto netra d’ar re baour.

En kalz a diez lec’h na oar lenn nag ann tad, nag ar vamm, ar vugale, me oar vad, hec’h a d’ar skol, hag a ouzont lenn un neubeudig bennag ; pe c’hoaz, a dra sur, un amezek bennag hoc’h eûz hag a oar lenn ; ac’hanta, grêt lenn ann Almanach gant ho pugale, pe hoc’h amezek, ha selaouet mad ar pez a zo lâret en-han.

Mar roomp d’ehoc’h ann ali da ziski holl lenn ha skriva en Gallek, na eo ket dre m’hon eûz c’hoant d’ho kwelet hoc’h ankoùat ar Brezonek : oh ! nann a-vad ! Dalc’het-mad bepred da iez koz ho tado ; hogen disket iwe ar Gallek, abalamour ma kavfet muioc’h a levrio mad war bep-tra en Gallek eget en Brezonek, hag iwe dre ma ’z eo mad gouzoud ouspenn ur iez : ur Breton hag a oufeo he iez hag hini re C’hall, a vezo gwiziekoc’h eget ur Gall ha na oufeo nemet he iez.

Un almanak a zo ul levr hag a rinker da gaout en pep ti : mar hoc’h eûz c’hoant da c’hoûd en pe deiz euz ar miz ez hoc’h, pe-goulz eman ann deiz kenta ar miz da zont ; da be heur a sav hag a kuz bemdez ann heol hag al loar ; pe-goulz eman ur gouel bennag, evel Pask, sul ar Sakramant ; pe c’hoaz pegoulz a zo foar pe varc’had el lec’h-ma-lec’h ; pe-goulz ema pardon ur sant bennag ; — digorret ann Almanak, hag e kavfet ebars kement-se holl.

Prenit eta Almanak Breiz-Izel, hag hen lennit ewidoc’h hag ewit ar re na ouzont ket lenn. Neubeud a dra e koust ; ewit eiz gwennek ho pezo en-han ur c’huzuiller hag ur mignon pehini a chommo ganheoc’h epad ar bloaz, hag a disko d’heoc’h, ha da re ho ti, meur a dra vad. Ann eiz gwennek-se n’ho pezo keuz d’ezhe bikenn : n’eo ket evel ann arc’hant a roët, siouas re alies, en hostalerio.

Ah ! mar galfemp ho lakaad da rei un tammig arc’hant bep-bloaz da brena ul levr mad bennag, el lec’h hen kas d’ann hostaleriou, d’ar gwerzerienn gwinn ha sitr, ha gwinn-ardant fall, evach ann Ifern !

————