Ur Gir war Iez ar Vretoned

Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 21-23)



UR GIR WAR IEZ AR VRETONED


————


Mad eo lâret aman un dra bennag diwar-benn ar Brezonek, iez ar Vretoned, pehini a zo ken dishenvel euz ar Gallek.

En un amzer pell-braz, pelloc’h eget ann amzerio a bere a komz d’imp al levrio kosa, — e teuaz euz ann Azi en Urop ur bagad poblou, tud pere na gomzent nemet un hevelep iez. Met ur pennad amzer goude a em ranjont en ter lodenn, hag evel ma vewent pell ann eil euz eben, e teujont da gomz tri iez pere, gant ann amzer, a deuaz da veza dishenvel braz ann eil euz egile. Ar bagad-se a zo hanvet gant ann dud gwiziek-kaer ar bagad (le groupe) Greco-Italo-Celtique. Ann tri hano-se a ro d’ehoc’h da anavezoud petra a c’hoarvezo diwezatoc’h. Al lodenn euz ar Greco-Italo-Kelted a chomaz er broio tu ar sav-heol hag ar c’hreiz-de euz ann Urop, a reaz ar vrouienn (race, racine) Grek, a behini ar iez a zo bet komzet ha skrivet gant ar barzed (poëtes), ar brezegerienn (les orateurs), ann historianed hag ar filosofed kôsa euz ann Urop.

Un darn all a chomaz en kreiz ann Itali, hag na reaz ket a vrud kaer er bed, ken a oe pell-amzer goude. Hogen un dez a teuaz da drec’hi war he amezeienn, hag a komerraz dre nerz ho douaro, ha dre ma kreske he galloud, e kase en holl vroio tu ar c’hreiz-dez euz ann Urop ar iez a gomze, al Latinn, pehini a deuaz evel-se da veza mamm ar Gallek, ar Spagnol, ar Portugais, ann Italian, ar Valak , hag un niver braz a iezo disteroc’h hanvet en gallek patois. Ar skour (la branche) Keltik euz ar wezenn vraz-se, pehini a oa he zroad en Azi, evel hon eûz lâret huelloc’h, a dalc’h en histoar ul lec’h (une place) bihanoc’h eget ann daou all. Ha koulzgoude ez oa a galz ar muia talvouduz, pa weler ann niver braz a vroio a dalc’haz en amzerio kenta ar vrouienn (la race) Keltik. Ar vrouienn Keltik a astennaz he skourio war Allmagn ar c’hreiz-de hag ann hanter-noz, war ann Itali, war ar Gaul, da lâret eo Bro-C’hall, hirie ; war ann enezenno hanvet Britannik, pere a zo breman d’ar Saozon, ha war ul lodenn vraz euz ar Spagn.

Daouest da c’honido (victoires) braz, ha da veli (domination) paduz ar Romaned hag ar Germaned, arouezou, roudou (des traces) euz oberou ha skiant ar C’helted a zo skuiet, sklabeet (répandues) dre-holl er broio hanwet huelloc’h. Un niver braz a hanoio kêrio, en Autrich, er Spagn, en Bro-Saoz, en Itali, a diskouez c’hoaz sklêr, ewit-hê da veza troet (altérés) gant ann amzer, arouezou (des marques) eaz da anaout euz ar iez komzet gant ar C’helted. Ar iez-se a zo marw hirie, rag dies braz a ve hi lakaad a newez en he fez (la reconstituer) gant ann tammo dastumet aman ha duhont gant ann dud gwiziek. Hogen iezo all ganet euz ar C’heltik, (evel ma ’z eo ganet ar Gallek hag ann Italian euz all Latinn), a zo c’hoaz en buhe d’hon amzer.

Ar C’heltik a oe rannet en diou lodenn, hanvet dialectes en Gallek. Ann dialect Gaulois, ar muia talvouduz ; a oa komzet er Gaul, da lâret eo Bro-C’hall , en Bro-Saoz, er Spagn, en Itali, hag en tu ar c’hreiz-de euz ann Allmagn. Ann dialect Irlandais a oa da genta komzet en Irland, hep-ken. Euz ann Irlandais koz ez eo ganet ann Irlandais nevez, hag ar Gaëlik, komzet er Skoss (Ecosse) ; eus ar Gaulois ez eo ganet ar Brezonek, iez hon bro Breiz-Izel, hag ar Gallois, komzet c’hoaz gant breudeur hon eûz en tu-all d’ar mor, en Bro-Saoz.

Ar Brezonek a zo, hervez he grammaire, ur iez Keltik. Gwir eo e d-eûz komerret kalz a c’hirio latinn ha gallek, hag evel-se ez eo c’hoarveet ive gant iez ar Saozon ; ha koulzgoude iez ar Saozon, daouest d’ann niver braz a c’hiriou e d-eûz komerret euz al Latinn hag ar Gallek, a chom bepred ur iez Germanik. Evel-se iwe ar Brezonek a zo ur iez Keltik ewit-han da gaout un niver braz a c’hirio pere a zo komerret euz al Latinn pe ar Gallek.

Hag ar girio-se a zo en niver brasoc’h eget na greder peurvuia. Ar gir brezonek kegin, a-vad, a deu euz ar gir latinn coquina, hag ar gir gallek cuisine iwe, met dre nerz lezenno all. — Ar gir brezonek koar a deu euz ar gir latinn cera, hag iwe ar gir gallek cire. Hogen en kichenn ar girio-se ganet euz al Latinn pa ar Gallek, ar Brezonek hen eûz miret un niver braz a c’hirio ganet euz ar Gaulois, pere a ro d’imp da anaout (nous font comprendre) kalz a c’hirio Gaulois pere na vije ket gallet ho displega (expliquer) hep ar iezou Keltik nevez (neo-celtiques). Dre ar gir brezonek gwenn, « blanc, » — hag ann doareo (formes) all a gomer ar gir-se er iezo Keltik nevez, hec’h ouzer penoz ar gir Gaulois « vindos » a zo evel gwenn « blanc, » — ha penoz iwe hano ar gêr a Vienne, en Autrich, a zo evel ar : gêr wenn. Hano ur gêr vihan a Vro-C’hall, pell euz a Vreiz, Vassy, Vassiacus en latinn a deu euz ar gir Gaulois « vassos » en brezonek, gwas, garçon en gallek.

Unan euz ann dud ar muia gwiziek euz ann Allmagn hen eûz mennet (pensé) penoz hano kenta ann Allmanted, Germani en latinn, a oa ur gir Gaulois, da lâret eo Gall, Garmanos, en Gallek, crieurs, braillards, hag a teue ar gir-se euz ar vrouienn garm, ur gir Brezonek hag hec’h anaveet holl. —

Setu aze perag ma zo kement a dud gwiziek hag a studi breman ar Brezonek, hag a kredont penoz ar iez-se a zo unan euz ar re muia talvouduz (importantes) a gement a zo komzet en amzer ma ’z omp. Bretoned, dalc’het-mad bepred d’ho iez koz, rag unan eo euz ann traou ar muia talvouduz a gement a zo en Franz.