Al Liamm, 1957  (p. 20-25)


UR BARR-AVEL


Yann ar C’herneis a dorras skouarn an alar bras en ur dreiñ douar-lann. Ar gontell a dalmas war ur wrizienn hag ar souc’h a risklas dindani. An alar a reas ur giladenn. Yann eus an haeloù a hope : ho ! Paotr ar c’hezeg a hope : hei ! Gant c’hwec’h jav o reudañ ouzh ar sparl, ar skouarn a lammas a dammoù eus an erv hanter-c’hraet.

— Hag adarre ! a lavaras Yann ar C’herneis.

Ar wazed a zistagas o c’hezeg.

Harpañ ’reas al labour e gwaremm ar menez, ha n’edo ket c’hoazh savet uhel an heol.


An noz a oa tost. Yann ar C’herneis a zistroe eus ar foenneg gant ur c’harrad melchon glas. Ar c’harr storloket war an hent digompez, a zraskas en ur skoasell. An ahel a dorras. Ar c’harr, en ur gouezhañ, a reas skilhoù gant ar rod.

Yann a zisternas ar gazeg eus al loc’hennoù hep distagañ komz.


Rummadoù kozh a zo war ar maez. Perc’henned pinvidik dreist-goñvor ha morse diezhomm. Ezhec’h hag a vev gant o feadra hep chal na tregas. Kouerien paour-razh, re zienek evit magañ fiziañs, re voazet ouzh ar baourentez evit en em glemm, ha kalonek bepred en o labourioù tenn.

Yann ar C’herneis a oa bet darbet dezhañ, ur wech pe ziv, pignat eus an trede rumm d’an eil. Ar c’hleñved war al loened pe war an dud ; ar glav, ar sec’hor pe ar skorn o doa miret outañ cheñch stad. Hag hiziv, evit ma vezo rodet e garr ha troet ar waremm penn-da-benn, ez eo deut da foar Gastellin da werzhañ e ebeul.


Evit an trede gwech ar marc’hadour a c’hoarias an dro d’al loen.

— N’eus ket distaol ?

— N’eus ket.

— Distaol kant lur.

— Daouzek kant em eus lavaret.

Ar marc’hadour a hejas e benn, hag a reas an asvan da bellaat.

— Unnek kant, emezañ en ur zistreiñ.

— Kant ouzhpenn.

— Disteurel a ri… Unnek kant hanter ?

— Boued a zo dezhañ er gêr.


Ar marc’hadour a dremenas e zorn war gein al loen, a-c’hin d’ar blev.

— Gra dezhañ redek un tregont kammed, emezañ.

An ebeul a rede skouer.

— Derc’hel a rez da briz ?

— Ya.

— Kerik mat eo. Prez a zo warnon. Dao.

Palv o dorn dehou a stlakas an eil ouzh egile, div wech.

Graet e oa marc’had.

— Stag al loen, aze, ouzh tal an ti, ha deomp da evañ ur banne ha da renkañ ar gont.

Yann a selle ouzh ar bilhedoù o tarzhañ dirak e zaoulagad, displeget unan hag unan. Pa gontas : daouzek, e santas e galon skañvaet.

Evit mil lur en dije roet e loen.


Yann ar C’herneis a ziskenne eus marc’had ar c’hezeg. E galon a lamme taeroc’h eget kustum, ha, da heul lammoù e galon, priz ar marc’had tonket.

Lakaat a reas e zorn en e c’hodell evit meudañ ar bilhedoù ha klevout kan ar paper kras :

… Ar skouarn… Ar rod… An ahel… …


— Echu ar foar, Yann ?

— Echu, Herve. Ha ganit ?

— Ne rin ket foar hiziv. Edon e soñj prenañ ur vuoc’h… Keraouez a zo war ar saout. Eus ur vuoc’hig e c’houlenner eizh kant lur. Ken din bezañ deut d’ar foar diwezhañ !… Evit ar priz-se em bije bet an dibab…

— N’em eus ket d’en em glemm. Koulskoude, gant ur miz all er c’hraou…

— …

… Ar c’harr a vezo rodet hag ahelet, hag an alar en devo ur skouarn nevez.


An abardaez oa klouar. Frond an nevez-amzer dastumet gant an avel en ur dremen dre ar parkoù, a nije a-dreuz kêr, a gaouadoù skañv. Ne bare mui an heol er straedoù. Harpet edo e sklerijenn gant turumell serz ar C’hastell. Bannoù en em sile e gwez al lein ; an delioù, heoliet, a denne da laboused aour.

Tuf an tornaod gozh a voukae. Tren peder eur a c’hwitellas war bont Kerlobred. Gweturioù ar marc’had a rede etre ar plataned dizeil war-du Sant-Kouli ha war-du Meilhvern. Skeud an abardaez a c’houneze koad menez Bann-Nin, hag an heol o tiskenn, a enaoue war an diribin enep, aour al lann a tan ar brug.

Pe soñj a zeuas da Yann ar C’herneis ? peseurt menoz diboell a reas dezhañ arsaviñ war bont Kastellin ? peseurt planedenn yud a grogas en e zorn hag a reas dezhañ kemer e vilhedoù bank, hag o dispakañ war an aspled ?… A-boan ma edont dispaket, ur barr-avel a c’hwezhas hag o skubas er stêr.

Izeloc’hik e trouze ar skluz…

Dizaon ouzh treid ar c’hezeg, ouzh kerniel ar saout, ouzh rodoù ar c’hirri, Yann a dreuz ar pont en ur redadenn, hag a vount kement den a ziwar e hent. Ur gwaz a grog en e chupenn hag a glask e harpañ. Yann e wint ouzh ur maen benerezh.

Emañ dreist !…

N’emañ ket. Yann a c’hourvez ouzh moger ar stêr, evel taget gant ur pistig. E arc’hant a zo aet dreist ar skluz, hag e spered da heul.

E-harz ar skluz an dour a verv hag a eonenn ouzh ar c’herreg ; pelloc’h e tiskenn lizidour gant paper distrempet, roget, divalvoud, war-du ar mor tost.

Yann ar C’herneis a chome da alvaoniñ ouzh an dour. O welout an dud oc’h en em vodañ a-dreñv e gein, e teuas mezh dezhañ. Brallañ ’reas war e dreid ; e gorf a gostezas war-du ar gêr.

Heuliañ ’reas hent ar stêr vras gant kas ouzh an hentoù darempredet. An dour a oa glas ha don. Aezenn ebet n’he c’hrize d’ar mare. Skeud an elo hag ar pupli gant o bodoù uhelvarr a oa difiñv. Koumoulennoù gwenn a dremene e don an dour. A-boan ma fiche war ar gorre ur bod elestr ha klogorennoù spoum.

En tu dehou, war an hent bras, un diaoul a stleje ur wezenn en istribilh ouzh an ahel. Ar rodoù a storloke hag a zraske war ar vein.

Ahel ha rodoù an diaoul ne dorrint ket.

Gweturioù ar foar a ya d’ar gêr d’an drot. Ur wetur a dremen skañv ha dillo. Un ebeul a zo staget ouzh al lost. Ne glever war an hent bras nemet hern marc’h al loc’hennoù. Saprennoù menez Bann-Nin a zo dilusk ha du.

En tu kleiz, ’harz e dreid, ar stêr a zo skedus ha moredet. An dour a zo touellus hag a sach. Ar c’hoabrennoù a dremen goustadikoc’h er strad ec’honaet.

Dre ma kerzh gant e hent, boud ur skluz all a dosta…

An dour a gan e bouilh an eonenn.

Hegas eo kan ar skluz.

Dre hentoù kozh ha meinek, Yann a dec’h e-giz ul laer.

Tennañ ’ra e dog en ur vont e-biou d’ar groaz.

Tavet eo kan ar skluz.

Ur barr-avel a dremen er gwez kistin…


Pa zegouezhas Yann ar C’herneis er gêr, edo ar wreg er stivell. Yann a ziwiskas e zilhad foar evit bouetañ al loened. Da c’hortoz ur rod nevez, e oa ret choukata bec’hioù geot eus al liorzh a-dreñv.

Yann a gemeras ur gordenn hag e falc’h.

Ar gwez avaloù a oa en o bleuñv. Ar frond tanav skignet el liorzh a oa heskinus en abardaez-noz.

Ar Falc’h a skrijas er geot.

— Graet hoc’h eus foar, Yann ? eme ur vouezh a-bell.

Yann a reas ul lamm.

— Ya, emezañ.

Ha Mari, o tiskuizhañ e toull ar gloued, a sammas adarre he boutegad dilhad kannet.

C’hwiled a safrone er serr-noz. Un askell-groc’hen a dremenas didrouz war an oabl. Ar girzhier a oa moredet. Ar bokedoù-laezh e tislive o delioù melen er gwrimennoù sin. Ur vogedenn a save eus ar siminal iliavek.

Frond ar geot, frond ar bleunioù, frond ar sev, frond an douar frouezhus a vouskane el liorzh…

Yann ar C’herneis a dennas un alanad hir, a leunias e skevent gant c’hwezoù an nevez-amzer, hag en em stagas ouzh ar groug.