Va azen


skrivet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1903
(An holl notennoù e galleg a zo diwar dorn Alfred Bourgeois)


VA AZEN

————

Enn deiz all savet va c’hribell
Hag a c’haoliad war eunn azen
Ez eann da glask enn eur park pell
Irvin evid ober souben ;
Pa welaz va lipouz skouarnek
A hed ann hent e tal eur c’hleuz
Eur vojen askol a lipaz c’houek
Enn eur chaogat he vrid a dreuz.

Iao, iao, va azen
Mar choumann enn hent da ourzal
Enn distro em bo ar valaen
Digant Jannedik, digabal [1].

Eunn azennez koant a dremen,
Soun he skouarn ha glaz he lagad
Oc’h he gwelet drant, va azen
A c’hourich, a gaball, a skrab,
Digor ganthan he fronellou
Ha me riskla ’ kreiz ar vouillen
’Vel eun druillad gwadegennou.

Goude, ’vit diskouez he baotr mad,
Va loen a laosk eur fringaden
Hag en eur fringal war ar prâd
Ec’h astenn war-n-oun he liven

Flastret holl eo ganthan va c’hof
Va c’hein zo stok oc’h ann douar
Ioual a rann ’vel eur penn moc’h
A gren ar vuez enn he zivouar !

Pa helliz sevel euz ar c’houer
E oann leun fank penn da benn
Hag erruet e park ar glazder
E tenniz eur ribinaden… [2]
Va azen sammet a zevri
Ez ejomp o treuzigellat
Beteg eur goz hostaliri
Hon dalc’haz a zav eur pennad.

Er meaz Ian Skouarnet a lip brouskoun,
Ebarz, me a lounk gouzougad ;
Dond a riz ker reud, ker bouroun,
Ma oenn sammet ’vel eur zac’had.
Distro d’ar gear hep tamm irvin
Janned a ro d’in eur stavad
A dro raktal e dour va gwin ;
Kaout eur vrek ne-d-eo ket ebad !

Mar bez gouezet ebarz er vro
Em euz-me bet eur javedad
Da vorlarjez ar c’hiz a zo
War eun azen e vinn lekeat
Staget e vezinn war he gein
War va fenn eur bonned kornek
E leac’h brid he lost a zalc’hinn
Evit ma vezimp daou bennek. [3]

  1. Digabal. M. à m. : sans cabales, dans les formes.
  2. Ribinaden, introduit pour faire le vers au lieu de Ribinad, qui signifie textuellement : bout de chemin en montant.
  3. M. à m. : deux entêtés.