Var be du e tro Breiz ?



Var be du e tro Breiz ?
————


Ar vinistred parizian, pa deuont da frikota d’hor Bro, a gemer plijadur o rei a bep seurt meuleudiou d’eomp evid ober goap ouzomp ar gwella ma c’hellont. Ober a reont holl an neuz da veza kontant braz diouz ar Vretoned, ha goulskoude ma ne vefe nemed kannaded Breiz e Pariz, ar gouarnamant na rafe ket kement a falloniou ha ma ra breman, gant aotre kannaded ruz ar C’hreizdeiz, hag en despet da zeputeed hor bro, an darn vrasa anezo da vihana hag a zo euz ar gostezen wenn da lavaret eo breizad.

E kerz eur weladen en deuz great da Raozoniz er miz tremenet, Clemenceau a lavare :

« Euruz oun, emezan, o welet Breiz o tont d’ar Republik ».

Ha gwir eo kement-se ?

Gwaz a ze neuze ma ia hor Bro d’eur gouarnamant ken disleal hag an hini a zo breman ! Gwaz a ze ma ia Breiz d’eur Republik franmason, gwerzet d’ar Juzevien, ha n’e deuz great beteg-hen seurt vad evid hor bro ! Republik ar Vlokarded n’e deuz great nemed drouk d’eomp-ni, Bretoned ! Kaset e deuz er-meaz hor skoliou frered ha seurezed, ha red eo da veur a hini breman kas o bugale da skoliou dizoue ar gouarnamant. Nac’het e deuz ouzimp ar gwir da heuil ar relijion a gavomp ar gwella ; gwalgaset omp abalamour ma fell d’eomp delc’her d’hor feiz.

Hag ouspen c’hoaz, ar Republik gall e deuz klasket miret ouzomp da gomz e brezonek, e iez hor c’hentadou koz, e iez kaër an Arvor. Mez kollet e deuz he foan, rak ar Vretoned a fell d’ezo c’hoaz, en despet da bep tra, delc’her mad d’ar brezonek. Ha mad a reont !

Ha breman c’hoaz, gouarnamant Pariz a deu da laërez d’eomp adarre Linen an Ouest abalamour d’eomp da veza muioc’h-mui sklavourien dindanan ! Gwir eo, eul laeronzi muioc’h pe neubeutoc’h evid ar gouarnamant n’eo kalz a dra, rak laeronsiou awalc’h en deuz dija var e gein !

Hag ez afemp-ni, Bretoned, d’en em sklapa holl goude an dra-ze etre divreac’h ar Republik a zo o ren ? Nan, nan, morse n’en em roïmp d’eur gouarnamant hag a respont ken neubeud ouz hon c’hoantegezou.

Ni, Bretoned, n’en em roïmp biken d’eur gouarnamant hag en deuz nac’het ouzimp hed eur wech hor gwiriou, hor frankizou a bep seurt, d’eur gouarnamant kreizer, hag eneb-brezonek.

Ni ne skoazellimp nemed eur gouarnamant leal evid an holl, didrouz, honest, o rei frankiz da bep barn, eur gouarnamant hag a deufe da genta da Vreiz d’hor c’hlask, en eur rei d’hor bro, evel gwechall, gwir d’en em c’houarn dre he lezennou e-unan.

Eur gouarnamant digreizer ha leal evelse en divije raktal skoazell an holl Vretoned ha ne c’houlennont nemed liberte, frankiz, ha gwir da veza Kristenien ha Kelted da viken !

DIRLEM.

————