War-zav, Bretoned !

Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 90-91)



WAR-ZAV, BRETONED !
————
War don : Ar Roue Gralon.


Deut è ann amzer : var-zav holl !
Hag ar maro kentoc’h ’wit koll !
War-zav, potred vad Breiz Izel,
War-zav, red eo mont d’ar brezel ! —

En draouien, evel er menez,
Hag er c’hêrio ’vel war ar mèz,
Er c’hoajo hag en aod ar mor,
Selaouet mouez ho mamm Arvor.

A-bep-tu, a dost hag a bell,
Diredet, pa deu d’ho kerwell,
Diredet vel gant ar gounnar,
Da harpa ho mamm ’n he glac’har !

Tud-fall, hanvet Prusianed,
Fell d’hè mac’ha ar Vretoned,
Dewi, gwalla holl ha laeres
Bete buc’h pe gavr ar paour kèz !

Ah ! kement a gar Breiz-Izel,
A gar he vroeg hag he vugel,
Hag iwe fe goz he dado,
Gwelloc’h ’wit aour ha ’wit mado ;

Ah ! diredet holl, diredet,
Koz ha iaouank, zoken merc’hed,
Spontuz ’vel bleizdi kounnaret,
Ewit harpa hon mamm garet.

Deut gant ho penvio labour,
’Wit torri penn ann enebour ;
En daou-dorn an dud kalonek,
Pere a gomz ar brezonek,


Peb-tra zo mad : un tranch, ur bal,
Ur gontel, ur falz, ur vouc’hal,
Ur fourc’h-houarn, pe ur penn-baz :
Hon zado gant-hè ’c’honeaz.

Deut pep-hini gant he venvek :
En dorn ur Breton, baz-pennek
A zo un arm gwal-dalvouduz ;
Baz en awell ! iudet spontuz.

Bep beure, grêt ho pedenno :
Skoët neuze, torret penno,
Hep keun a-bed, ’vel diaoulienn ;
Ann dud-se n’int ket kristenienn.

Tud dislonket gant ann ifern,
Marwet holl ; un de hoc’h eskern,
Hadet dre-holl en parko Breiz,
A roï ’kerc’h ha gwiniz a-leiz !

Allas ! na eûz ket da lâret,
Rèd eo trec’hi, mar na garet
Gwelet ho pro, ho pro gaer Breiz,
Et gant enebourien ho feiz ;

Ho tier tanet, diskarret,
Ho kezek hag ho saout laeret :
Rag na lezfont ganec’h netra,
Rèd vô d’ec’h mont da glask bara !

Oh ! sonjet mad en kement-se,
Ha lavaret d’in me neuze,
N’eo ket gwelloc’h kant gwez merwel
’Wit ho fe, ha wit Breiz-Izel ? —

War-zav eta, tud kalonek !
It pep-hini gant he venvek,
Em gannet ’wit ho re, ho pro ;
Mar marwet, kaera da varo ! —