WAR AR PLOUZ
(En koun noz Nedeleg)
————
Eur soudard yaouank d’e vreur bihan er gêr.
Pep trouz er c’hazarn a zo kouezet…
E korn ar gampr, ma-unanig,
War eun dornadig plouz gourvezet,
Me ’zonj ennout, ma breur Yannig.
Kleier Nedeleg o vranskellat
En noz don ha melkonius
A deu goustadig da luskellat
Ma hunvredigez ankenius.
Diwar ma gwele yen ha kaled
Me az kwel en hon zi bihan,
Gant tad ha mamm, endro d’an oaled,
Eur pez kef dero ’barz an tan.
Me a wel da votou lugernus
’Kichen ma zad er fornigel,
Gwastel ed-du ha jistr eonus
Dispaket war ar bank tosel ;
Ha pa deu an avel kounnaret
Er chiminal da hirvoudi,
O sonjal en he soudard karet
Ma mamm baour o huanadi.
Rak ar c’hoarz, al laouenedigez
A zo tec’het gant ar brezel ;
Nan eus fenoz ’met tristidigez
E beilhadegou Breiz-Izel…
O ma breurig, sent ouz ar c’hleier !
Sav ha kerz d’an iliz parouz
Da bedi ar bugelig tener
Kousket eveldon war ar plouz.
Prestik e welo ma daoulagad
Luc’hed spouronus ar maro
Goul evidon kalon en argad,
Hag al lore da zont endro.
Ha goude ’n ez kwele marellet,
Ar stalafou klozet ervad,
Pa deuy êl an hunvre alaouret
Da rei d’it pok eun nozvez vad,
Da vreur soudard ha da vreur Jezus
A greno gant ar baourante :
Kousket war ar plouz a zo sklasus ;
Ro d’imp nerz da garante !
|