Lajat, 1909  (p. 179-181)



War ar Ster


D’an dimezeled de la Bégassière, Gwengamp.

War dôn : Itron-Varia-Bempoull.


Pell dimeus trubuilhou ar bed,
Hag eus he zrubarderez
War da zour, sterig koant meurbed,
Na bravât luskellerez !
— Luskell dudius, o bagig,
War dour sioul ar sterig,
Kerz didrouz etre he riblou,
Alaouret gant ar bleuniou,
Rak warni me zo laouen,
Seder, seder, hep anken…

Tra ma kerzez, pebez dudi !
Me a glev evnedigou,
Ebarz ar gwe o richani
Zoniou drant, kanaouennou…

— Kanit, kanit, evned bihan,
Meulet bepred hep ehan
Krouer ar bed hag ho krouer,
Kenkoulz evel hon Zalver…
Kanit da Zoue bemde
Roït skouer d’an dud dife !

Aman hunvrean evurus,
Pell eus pep trouz, pep safar,
Al lec’h-man a zo dudius,
Seurt n’eus ket war an douar !

— Oh ! dirak eun daolen ken kaer,
Karget a gân, a zouster,
Skanvaet dimeus da boaniou,
Sav ma c’halon d’an Nenvou,
Kas evel eur goumoulen
War-zu Mari eur beden !

Barz, ive ma fell d’it kana,
Deus ganin-me eur pennad
D’hunvreal war ar sterig-ma,
Te n’az po ket keun, zur mad,
— Aman e kavo da delen
Peadra vit he c’herden,
Da gana an evurusted,
Elec’h ’n em blij ar spered,
Da gana gant al lapouz
Dudi al lec’hiou didrouz…


————