J. Maisonneuve, 1898  (p. 62-66)



WAR BE BRIZEUK [1]
————


Pirc’hirin’kez, lavar d’in-me
Perag er Garnel a gane
’Nn noz-man ann estig uz d’ar be ?

— D’ann anternoz estik Kamel
Koantig a game da c’helvel
A-greiz he hun barz Breiz-Izel. —

Lavar d’in-me, touller-beio,
N’e ket e bered Arzano
Eur goulmik ve klevet ato ?


— D’ann anternoz ouz skeud al loar
Bemnoz a hirvoud gant glac’har
Ar goulmik wenn o klask hi far. —

’Vid ann noz-man int tarnijet
Skanv ’vel ineo diboanet
D’ann Oriant, ann evniged.

Neuze zo laret ann estik
An euz klemmet d’hi wenn goulmik :
— ’Boe tregont bla on reuzeudik. —

Kerkent ’n euz eur gomz dispaket,
Brizeuk ha Maï a zo gwelet,
Hen ’ve leunn den reuzeudiget

Hag hi ker ’vel eur bleunen han :
— Dre ma huvre, klouar d’ez-han,
Oann o c’hortoz ann eured-man. —

Hi dornig flour ’vel m’astennaz
Hen ’vel eur potr flam a deuaz : _
Ha da lugern bolz ann env noaz.

Ha da gamer ho nij neuze
A du d’ann env ann daou ine...
Oll evnigo Breiz a gane.


Ha dreist al loar, dreist ar stered,
Da virviken int eureujet
E baradoz ar Vretoned.

Na hirvoud ken d’ann anternoz
Hag ar goulm nag ann estik—noz,
’Met kanont gwerz ar baradoz.


  1. Cette poésie a été dite au cimetière du Carnel, sur la tombe