XI. — Burzudou graet e kever Gwennola

Loeiz ar Floc’h
Ar Bobl, 1909
◄   X. — Kasoni al lez-vam XI. — Burzudou graet e kever Gwennola XII. — Dizro an tad d’ar maner   ►


XI. — Burzudou graet e kever Gwennola


An noz a dostee a lammou braz, hag an itron a iude ato dindan e liammou, ar gwad a blasou a zifluke douz e divrec’h, e dent en e fenn a strake gant ar gounnar.

Ar metejen araok mont da gouskat, a deuaz d’e c’haout hag a c’houlennaz outhi a start awalc’h o oa e liammou.

Araok tec’het diouthi e lavarchont en eur c’hoarzin : nozvez vad d’eoc’h, Parizianez !

Antronoz vintin pa zishunaz, ar mevel braz a ieaz adarre d’e c’haout, da c’hoapaat anezhi.

Ar mevel bihan hag an diou vatez a en em gavaz ive prestik goude.

Per a roaz d’ezhi eur goutell, ganthi an itron a droc’haz al liammou a zalc’he anezhi stag ouz eur peul, ha setu hi libr.

— « E peleac’h ema va c’hleze ? e peleac’h ema ? »

— « Itron, eme Per, n’oc’h etre hon daouarn nemed eul logoden etre dent ar c’haz, ha c’hoaz oc’h euz c’hoant da zevel o mouez, c’hoant oc’h euz da roi taol ar maro d’eomp ni oll, ha d’ho merc’hik Gwennola. »

En eur lavaret ar c’homzou-ze ar mevel braz a daolaz an itron d’an douar, hag ho fevar e lampchont warnhi evel eur vanden chas war eur c’hadik.

— « Goulennit pardoun ouzomp hor pevar, a lavaraz Mac’harit, pe e vefoc’h staget adarre. »

— « Pardoun abed, nemed ar zorserez a rank mervel ! »

— « Pe c’houi a ranko ober, tra digalon, a lavaraz Mac’harit. »

Goulskoude pa oant bet eur pennadik o tiskouez e nerz d’an itron, e lezchont anezhi da vale.

Kerkent libr, kerkent e zeaz da gambr Gwennola. Mes kerkent hag hi ec’h en em gavaz ar metejen, hag ec’h en em lakechont etre Gwennola hag e lezvam, prest da vruzuna houma, ma teufe d’ezhi ober an disterra drouk d’ho merc’h.

Gwennola neuze, an daëlou en o daoulagad, a lavaraz :

— « Va mam, perak e fell d’eoc’h kaout va buez, va laza dre eun taol kasoni ? Me n’em euz ezom netra abed diganeoc’h, en hano Doue, va lezit da veva.

Me zo kontant da zistroi du-ze da Vellak, el leac’h e oan eüruz, n’em euz ezom abed deuz ar maner-ma na deuz an traou a zo ebarz evit beva en euruzded.

en eur ger, lezit ganen va buez, na c’houlennan netra ken diganeoc’h. »

— « Tavit, tavit, sorserez ! mervel a rankit evit savetei va daou vugel, Henri ha Germaine !

Ia, mervel a refoc’h abenn ma teui ho tad d’ar gaer. »

— « Komzou kriz, va mam, a deu deuz ho kenou, komzou hag a c’hellfe koustout ker d’eoc’h divezatoc’h, ha bremaik ma zan d’ar maro, n’eo ket evit senti ouzoc’h eo ez in, mes ho komzou a zo mouez an aotrou Doue a c’houlen va buez evit savetei va zad, ouz ar vouez ze hebken eo e sentan.

— « Kerzit, kerzit buan, Per, da denna pevar loan douz ar c’hraou, ma welin bremaik o ruilla war al leur gwad fallakr ar zorserez ; ha pa vezo dismantret e izili, flastrit d’ezhi he fenn.

D’ar c’homzou heuzuz-ze, ar pevar mevel a en em lakeaz da ouela, hag a grogaz er plac’hik Gwennola evit e digas war al leur.

Moment a c’hlac’har evit an dud a galon ! Gwennola, e mouchouer ganthi war e daoulagad, a zisken goustadik d’an traou deuz e c’hambr skoazellet gant e diou vatez beuzet en o daëlou.

Pa oant digouezet war al leur, Gwennola en em strinkaz d’an daoulin war an douar, hag e reaz he feden diveza.

« Va Doue digemerit va ene, va oll buez ma z’eo o polontez, mes digemerit ivez eun deiz ene va zad, grit d’ezan ar c’hras da welet eun deiz va mam e joaüsded ar Baradoz. Pardonit d’am lezvam, rak ne oar ket petra ra.

Epad ar c’houlz-ze an daou vevel a ieaz da denna ar c’hezek deuz ar marchosi, ha trum ar pevar loan, eur fûn stag ouz lost peb hini anezo, a deuaz war an dachenn.

Ar mevel braz neuze a lavaraz a c’homzou-ma :

— « Ah ! Gwennola, red eo kredi ema Doue ganeoc’h, red eo kredi eo krenv ar garantez oc’h euz evit ho tad, p’e gwir e c’houzanvit ar maro evithan.

Hor c’halon en hor c’hreiz a zo rannet, hor gwad a Vretoned a verv en hor gwazied, pa welomp eur Barizianez e giz da hounnez o lakat d’ar maro eur bugel pevarzek vloa, eur verc’h d’e goaz.

Ia, kalon dinatur, karout a rafemp gwelet ar gwad pur a ruillo aze bremaik war an douar, o krial venjans varnoc’h ha war ho lignez.

Hoc’h heur a zo hirio, hini Doue en em gavo prestik !

— Ia, Gwennolaïk, pa vezo astennet ganez bremaik da gorfik pur ha divlam war an douar-ze breset ken aliez gant da dud koz ; pa glevin da izili o strakal, bruzunet gant nerz ar c’hezek, neuze e stouvimp hon diouskouarn, e lezimp hon daëlou da ruilla war da gorfik maro, dre garantez…

Gwennola, he zreid e noaz, he fen diskabel, a en em daolaz e unan war greiz he c’hein ekreiz ar pevar loan, a astennaz he diwrec’h hag he diwesker evit beza chadennet.

Ken trum ha lavaret, e oa liammet, ha kerkent ive ar c’hezek a dapaz bep a daol var o c’hein, mes kerkent an taol, e kouezchont o fevar d’an douar, maro-mik…

An itron o welet eur seurt tra estlamuz, a dennaz he c’hleze, hag a ieaz evit laza Gwennola.

Mes allaz ! ar mevel braz a grogaz ennhi, hag ive Laouik ar mevel bihan

Hen-ma a lezaz eun tam dourn-deou an itron, hag a ioa treuzet e vrec’h kleiz gant ar c’hleze.

O welet ar gwad o ruilla deuz e vrec’h, Laouik a en em lakeaz da ouela ha da dec’het kuit.

Pa en em welaz e unan, Per a daolaz an itron d’an traon, a ziframmaz diganti he c’hleze, hag en torraz war ar mein.

Pa oa marvet ar pevar loan, Gwennola a oa bet distaget. An itron neuze a lavaraz lakat anezi ekreiz eur bern lann a oa e traon ar c’hoat, ha lakat an tan ennhan, evit ma vije rostet korf an trubardez, ar c’haouiadez.

An diou vatez a grogaz adarre er plac’hik, a roaz d’ezhi eur skeul evit pignat war ar bern keuneut.

An tan a oa trum elumet, en eun hanter heur e oa devet, ha korf ar plac’hlk n’en devoa bet drouk abed.

O welet ne oa moien abed da zont abenn deuz he zorserez, an itron a ginnigaz taol anezhi er c’houldri da vervel gant an naoun etouez al louztoniach.

Ar pez a oa gourc’hemennet a oa great, hag eno brema eo e chomo ar plac’hig ken a deuio he zad d’ar gear.