XVI. — Karantez Gwennola evit ar jardiner

Loeiz ar Floc’h
Ar Bobl, 1909
◄   XV. — Gwennola plac’h iaouank XVI. — Karantez Gwennola evit ar jardiner XVII. — An eureud estlamm   ►


XVI. — Karantez Gwennola evit ar jardiner


Laouik a deuaz adarre pa oe echuet he gonje, da zervicha on aotrou Kerzullek, ha bloaz a zo abaoue ma z’eo mestr jardiner er maner.

Laouen ha seder, Laouik a gan dizourzi oc’h ober he labour, sonjal a ra beb an amzer en he vestrezik koant, kemenerez e bourk Poullaouën.

Bep sul araok an offeren, e za d’he gwelet hag he galon a drid o sonjal en euruzded en devezo prestik asamez gant Lizik he zousik koant.

Goulskoude, eur mintinvez, Gwennola, a ioa o kempen ar bleuniou en ti-gwer, hag a lavaraz d’ezhan dont d’he c’haout :

« Selaouit va mignon, abaoue m’oc’h anavezan, e prizan ac’hanoc’h huel.

En devez ma teuiz er maner-ma evit ar wech kenta, ho mam a roaz d’in eun tam bara du ; ha c’houi a deuaz da zigerri d’in an or, c’houi va hentchaz beteg an ti.

C’houi o peuz roet bara d’in du-ze er c’houldri, c’houi oc’h euz diskleriet d’am zad petra falvezaz d’am lezvam ober d’in, c’houi du-ze e Pariz a zo bet tost d’eoc’h beza bet lazet abalamour d’in, hag abalamour da [ze] ho karan, hag abalamour da ze e kinnigan d’eoc’h hirio va c’halon da garet da viken. »

— Ah Gwennola ! me o kar ive, hag ho karo da viken, mes va c’harantez n’eo ket eur garantez arc’hant.

M’em beuz graet evidoc’h ar pez em euz, n’eo ket abalamour ma sonjen o c’hallfec’h beza eun deiz va fried, mes her graet em euz dre garantez ar justis, evit ar wirionez, evit an dever…

Mes Gwennola ! Petra livirit d’in, va spered n’en deuz ket komprenet mat ho komzou ? »

— « Ia ! roi rin d’eoc’h mar kirit va c’halon da garet da viken, ha ma ze ho polontez, e vezin ho pried. »

— « Ah Gwennola ! Me n’oun netra nemed ho mevel, va mam n’eo nemed eur baourez, n’oun ket din da veza ho pried, rak c’houi a zo pinvidik.

A dra zur, den war an douar na garfen eget oc’h, mes ar pez a bropozit d’in na c’hell ket en em gaout. »

— « Karantez hag enor a dalv muioc’h eget pinvidigez, va mignon, ha setu petra n’anavez ket eun hanter vrasa deuz an dud, dallet gant ho c’harantez evit an arc’hant.

Gwir eo ez oc’h paour a vadou ar bed-ma, mes ho kalon en deuz muioc’h a briz eget an oll aour a zo war an douar, hag abalamour da ze e c’houlennan anezhan diganeoc’h evit hor c’haret da viken. »

— « Hag ho tad, hag ho mam, Gwennola, petra zonjint euz a gomentse pa glevint ? »

— « Klevet ho deuz abenn brema, hag ho daou int kontant. Deuit ganen d’ho c’haout, hag e klevfoc’h ar wirionez.

An daou iaouank a bignaz d’ar gambr el leac’h oa an aotrou hag an itron Kerzuliek.

Tostait, servicher feal ! a lavaraz an aotrou Herry.

Ia, servicher mad oc’h bet d’ar Roue, ha d’in me. Ar groaz a enor o peuz bet digant ar Rouantelez. gounezet o peuz anezhi o tifen ho pro, ra vezo meulet ! gounezet o peuz anezhi o tifen ho puez a eneb tud paët gant eun enebour d’am merc’h.

Harzet oc’h euz va merc’h da zimezi gant eun den en deus dizonoret he dud.

N’ouffemp ket rei d’eoc’h huelloc’h merk euz hon anaoudegez vad, eget о roi d’eoc’h hor merc’h da garet, hor merc’h da bried. »

— « Aotrou, va mestr : sonjal a rit-hu ez oun din da gregi e dourn ho merc’h ! »

— « Eun den a enor evel-d’oud, a zo din euz a bep tra vad ! »

— « Mes aotrou : anaout a rit va zud paour, anaout a rit ho jardiner. »

Ia va mignon, anaout a ran ac’hanoc’h oll, ha gouzout a ran ar priz deuz ho kalon, rak an amzer dremenet ganeoc’h er maner-ma, a ziskouez d’in awalc’h ez oc’h eun den a enor, eur Breizad kalonek ha dispont.

— Ne ket arc’hant a glaskan evit va merc’h, mes eur galon evit he c’haret evel ma tleo beza karet, rag hi e deuz lavaret d’in dija meur wech ne garie nemed oc’h.

Rakse ta roit d’in ho ker, hag em bezo evit mab-kaër eun den paour, mes eur galon aour. »

— « Beteg brema n’em oa gwech abed sonjet e vije bet ho merc’hik eun deiz va fried, great em euz en he andret va dever ha netra nemed va dever.

He c’haret em euz a-dra-zur, mes va c’harantez a ioa kuzet evithi, rak biskoaz n’eo bet falvezet d’in anzao outhi e oa devet va c’halon gant tan ar garantez evithi.

Va buez em bije roët evit savetei anezhi en danjer, zoken er moment ma na ouien ket o oa ho merc’h.

Pe gwir oc’h kontant da roi d’in ar galonik-ze da garet, e kemerin anezhi diganeoc’h, en eur doui d’oc’h he c’haret da viken.