HAG AN AOTROU FURZOD
Etre Goayen ha Beg-ar-Raz e oa gwechall-goz kalz a vaneriou, hag hizio c’hoaz e c’heller gwelet o mogeriou hag o zouriou hanter-razet, debret gant ar gwall-amzer, goloet gant an ilio. Maneriou paour, c’hoarvezet a zo ganto ar pez a c’hoarvez gant an dud koz-ze a weler a-wechou kroummet o izili, daoubleget o c’horf dindan samm an oad ha pouez ar vuhez.
Mat ! setu aman trubuilhou eun aotrou hag a oa o chom en unan eus ar maneriou-ze, trubuilhou hag a zo bet displeget d’in, eur pennadig a zo, gant va amezeg, Herri ar Marichal.
An aotrou-ze a oa leshanvet Furzod, abalamour ma na veze morse na fur na sod a-walc’h hepken. O chom edo e maner ar C’hastell-C’houitell, e-lec’h ma oa eur wezenn gleuz oc’h ober siminal, evel ma lavare an teodou fall ; met an dud fur hag onest eveldomp-ni n’eo ket c’hoaz debret kement-se ganto. Ar pez a zo gwir-bater koulskoude eo e rede brud fall diwar-benn aotrou hag itron ar C’hastell-C’houitell, betek ma lavared e veze alïes-alïes — piou ’oar ped gwech bemdez ? — e veze komzou trenk ha c’houero, taoliou-dorn, krabisadennou ha sachadeg bleo etre an aotrou Furzod hag an itron Furzodez, e wreg.
Tostik da Gastell-C’houitell e oa o chom Yann an Inkin.
Yann ne oa anezan nemet eur c’hreiz-denig, na bras, na teo, na ledan ouz an a-drenv ; na bihan, na moan kennebeut. Met Yann n’oa ket hir e ziouskouarn ; finoc’h e oa eget Alanig al Louarn, hag e zac’h a veze dalc’hmat leun-tenn. Kent-se, n’eo ket eur souez, tamm ebet, ma lavare ar C’haperien eus Yann : « Heman a zo eun ebeul anezan ! »
Ti Yann a oa great e vogeriou gant koataj hag e dôenn gant plouz-keit : eul lochennig n’edo ken, met frank a-leiz evit e berc’henn hag e wreg. Da vihana ne oa ket eur gwennegad dle war e c’horre ; ha gouzout a rit holl :
Gwelloc’h eo hep dle bara heiz
Eget e prest bara gwiniz.
Yann ’ta ne oa ket pinvidik-mor ; koulskoude, goude diskonta
e di ha Katellig Fri-Minaoued, e vaouez, e chome c’hoaz
gantan e vioc’h Moumoutig. Met war douar Yann ne oa ket
kalz a bastur, treut e oa ar peuri gantan ; e-lec’h e park an
aotrou Furzod, e amezeg, e oa melchon gwenn, tener, eur brao
o gwelet. Pa veze o tiwall he bioc’h, Katellig a veze gwelloc’h
ganti distaga eur pennadig-kousked, hag, e-pad an amzer-ze,
Moumoutig a zizonje a-wechou betek mont da ober eun droïg
e-touez melchon gwenn an aotrou Furzod.
Heman, kerkent ma anavezas laeronsiou ar vioc’h, a prim da gaout he ferc’henn :
— Te ’oar, Yann, diwall mat da vioc’h, emezan ; rak, mar pakan anezi c’hoaz war va zraou, ne vo ket kosoc’h ha, diwar an taol-ze, e c’helli kas anezi da farda sklipou !
Hag hen kuit, ar Furzod, rok an tamm anezan, tudou !
Antronoz, Katellig Fri-Minaoued ne gouskas ket en eur ziwall ar vioc’h, rak katekiz ha sarmon piz he doa bet digant Yann. Met siouaz ! Petra ’faot d’eoc’h ? Gouzout a rit, eur voazamant fall a vezo atao trec’h abret pe zivezat. An daou pe dri devez goude-ze, Katellig a zizonjas adarre da gousket ; met Moumoutig, hi, ne zizonjas ket da vont buan da danva melchon gwenn ar maner. Hag ar pez a voe gwasoc’h c’hoaz, an aotrou Furzod a zigouezas war an taol, e fuzul gantan, hag a gasas bioc’h Katellig d’ar bed all.
Katellig, en eur lenva evel eur vadalen, a ziredas d’ar gear da gas ar c’helou glac’harus-ze da Yann.
— Foei ! eme heman, ar pez a zo c’hoarvezet a zo digouezet ha n’eman ket mui da zont. E-lec’h chom aman da ouela kaon d’am bioc’h, pe e-lec’h koll va amzer, Katellig, da uza ar gordenn war da gein pe da derri trojenn ar valaenn war da zargreiz, eo gwelloc’h ganin mont da gerc’hat Kontelvraz, kiger ar Pont, evit diskroc’henna Moumoutig.
Antronoz vintin, Kontelvraz a zigouezas, e gontell hag e stalikerez kiger gantan, ha Moumoutig ne voe ket seizdaletoc’h evit beza diskroc’hennet.
Pa oa echu ar stal, e-pad m’edo Katellig o ouela d’he loen paour :
— Breman, kiger, eme Yann, me n’am eus ket arc’hant peadra da baea ac’hanout. Kent-se ’ta rannomp ar vioc’h etrezomp hon daou : ar c’hig a vo d’it, rak me ne faot ket d’in dibri Moumoutig, va loenig paour ; ar c’hroc’hen a zalc’han ganin hepken. Kenavo, kiger !
Ar c’higer, e c’hellit kredi, a zammas ar c’hig en e garr hag a lavaras yao etrezeg ar Pont, laouen an tamm anezan.
Deomp breman da welet petra ’raio Yann an Inkin gant kroc’hen Moumoutig.
Kerkent ma oa troet e gein gant Kontelvraz, e-pad ma oa Katellig en dizesper o yudal a-bouez penn : « Emaomp rivinet, rak maro eo Moumoutig ! » Yann a lakeas e voutou ler-goad en e dreid, — pe e dreid en e voutou ler-goad, — a wiskas e dok sul, a ziskennas e benn-baz diwar e arbel, a zammas ar c’hroc’hen bioc’h war e ziouskoaz…
E oa o vont er-meaz eus an ti, pa c’houlennas e wreg outan, en eur zifronka :
— Yann, da belec’h emaout o vont ?
— Da belec’h ? eme Yann, d’an ifern da ginnig chupenn Moumoutig da Baolig, evit gwelet ha ker e preno anezi diganin !
Koulskoude n’eo ket hent an ifern a gemeras Yann, hent Pont-’n-Abad an hini eo, rak antronoz e oa foar vras e kearbenn ar Vigoudenned. Eur pennadig brao a hent a oa da vuzula ; ha, pa zigouezas an noz war e c’horre, Yann en em gavas en eur c’hoad doun, e-harz eur wezenn uhel. Ah ! pa lavaran eur wezenn, va zud, hounnez a oa unan ! Brankou he doa da zisheolia ouspenn eun devez-arat douar en-dro d’ezi ; he blenchenn a oa uheloc’h eget daou dour Sant-Korantin bern war vern ; he gar a oa teo, teo, met kleuz en diabarz.
Hogen ar wezenn gleuz-ze a oa brudet fall dre ar vro, rak en he c’hleuzenn, ma oa red kredi ar pez a lavared, e teue bemnoz laeron da farda o zoubenn ha da loja. Yann en doa anaoudegez a gement-se, met, evel ne oa ket den da sponta rag e skeud, e reas e zonj da dremen an nozvez e kleuzenn al laeron. Ha setu hen mont e-kreiz ar wezenn, renka kroc’hen e vioc’h en-dro d’ezan gwella ma c’hellas, ha gourvez en eur c’hornig-tro, goude beza dibunet eun tammig pater. Yann, skuiz-maro e zivesker outan, ne zaleas ket da gousket e-barz kroc’hen Moumoutig.
War-dro an hanter-noz, eun trouz iskiz a gasas ar c’housked diwarnan, hag ar paour kêz den, hep kredi flach an distera, a zavas en e goaze da zellet : e oa al laeron o tont d’ar gear. Da genta, e oa eur pikol den, eur zac’had aour gantan ; hag en e c’houde, eur mell chalopenn, eur zac’had arc’hant war e gein ; ha war o lerc’h, eun tanfoeltr hini gant eur zac’had mouniz. Eun tammig goude an tri laer-ze, e tigouezas eur pevare, ha gantan eun hanter ejen hag eur pod-houarn henvel a-walc’h ouz eur bailh-kouez.
E-pad ma oa al laer keginer oc’h aoza ar zoubenn, an tri all a ziskoulmas an amarou war o zïer, evit diskouez pe ar mouniz pe an arc’hant pe an aour o doa laeret en o nozvez.
Ouz o gwelet, Yann an Inkin a c’haloupe meur a zonj en e spered :
— Chê ! emezan, ma teufen a-benn da veza mestr war an
traou-ze !…
Eur wech debret koan ganto hag evet meur a bicherad jistr, meur a flipadenn gwin-ardant, — rak jistr ha gwin-ardant a oa kuzet er wezenn gleuz, — al laeron a yeas skanv o zeod en-dro en o beg. Unan a-dreist ar re all, distagellet gwelloc’h emichans, a gonte penaos e oa deut a-benn da laerez e zac’had mouniz : en eun iliz e oa bet o furcha kefiou ar zent, ha kef bras ar sakristiri en doa bruzunet. Tost e oa bet d’ezan beza paket koulskoude, rak ar c’hloc’her a oa digouezet warnan p’edo o tigeri kef sant Alar, mestr ar c’hezeg.
— Ha n’ez peus ket bet aon ? a c’houlennas ar re all. Ni ne gredomp ket c’hoaz ober gaou ouz Doue hag e zent.
— Aon ! eme egile. Oh ! tamm ebet ! N’oun ket bet seizdaletoc’h evit liamma e zaouarn d’ar c’hloc’her a-drenv e gein, hag evit e vouta en eur gador-govez, e-lec’h em eus prennet an nor war e c’horre. Oh ! me n’eo ket aonik an tamm ac’hanon ! Me ne spontfen nemet rag an diaoul, met pegwir n’eus diaoul ebet !…
Ken buan Yann a deuas eur zonj en e benn : sponta al laeron. En eun taol e savas hag e lammas e-kreiz ar pevar lakepot, kroc’hen ar vioc’h en-dro d’ezan atao ha kerniel Moumoutig savet pik war e benn !…
Ar gurun, o koueza war ar wezenn, n’en defe ket great ker bras aon d’al laeron.
— An diaoul ! eme laer ar zent.
— An diaoul ! Kerniel en deus ! eme unan all.
— An diaoul ! Sell e lost hir o ruza an douar ! a lavaras an trede.
Paotred paour ! Int a droc’has kuit diouz ar wezenn gleuz !
Ar pevare a oa eun tammig kamm d’an tu kleiz. Ma Doue !
Hen a choue e vuhez hag a c’houlenne sikour, hag a lavare d’ar re all gortoz anezan. Siouaz ! den n’her selaoue, ha me ’gred e torras e benn o steki ouz eur wezenn bennak. Ar pez a zo sur, hini ebet eus al laeron ne zistroas d’ar wezenn gleuz, hag evel-se arc’hant o laeronsiou a chomas gant Yann.
Tri pe bevrar devez a lakeas Yann da gas sac’hadou al laeron d’ar gear, met gant amzer ha pasianted e reer meur a dra, hag evel-se eo e teuas Yann a-benn eus e daol ha da gas zoken da Gatellig eun tanva eus kig-soubenn al laeron.
Met n’edo ket peadra kaout arc’hant kemend-all, red e oa c’hoaz muzula an tenzor.
Setu ma tiwanas eur zonj e penn Yann. Hag hen, antronoz vintin, lavaret d’e vaouez :
— Breman, Katellig, kerz da vaner ar C’hastell-C’houitell da gaout an aotrou Furzod, ha goulenn digantan eur gastell da vuzula an aour am eus bet evit kroc’hen Moumoutig.
Hag ar wreg en hent dioc’htu.
Met er maner, an aotrou a respontas d’he goulenn penaos Yann n’edo ket fur a-walc’h, pa lavare traou er c’hiz-ze.
— Eo avat, eme Gatellig, eman e benn gant va hini koz,
ha bez’ ez eus du-man, e toull ar geuneudeg, eur berniad mat
a draou. A bep sort peziou a zo eno, lod brasoc’h, lod bihanoc’h ;
unan a zo melen, brao, lugernus ; heman a zo gwenn, konchet
e gantenn ; egile a zo tenvaloc’h eun tammig, e-giz pa vefe bet
mogedet e groc’hen. Da genta, Yann a oa o sonj konta anezo,
met kement a zo diouto, m’eo red o muzula gant ar gastell.
Setu ma roas an aotrou da Gatellig eur gastell, toaz ouz he c’hantennou, rak o kas toaz d’an ti-forn e oa-hi bet.
Ha Yann a c’hellas muzula e gavadenn. Tud paour, nao gastellad hanter a oa diouti !
Hag ar gastell a voe kaset en-dro d’ar gear, peziou melen, peziou gwenn chomet stag ouz an toaz, er strad hag e kostez ; ne oa ket red sellet ken piz-ze hiviziken.
Koulskoude an aotrou Furzod a oa souezet bras, ha setu hen da gaout Yann…
— Asa ! Yann, emezan, penaos an diaoul ez peus bet kemend-all eus kroc’hen da vioc’h ?
— Penaos ? eme Yann. Ar re all o deus bet ivez hag o deus gwerzet keit ha me, rak eur souez a oa gwelet pegen ker ez ea ar c’hrec’hen e Pont-’n-Abad.
— Pegement ’ta ?
— Kant skoed ar vlevenn, na muioc’h na nebeutoc’h. Kenavo, aotrou !
— Mat ! a zonjas an aotrou Furzod en eur vont kuit, mat ! Yann, te ’zo deut pinvidik gant kroc’hen da vioc’h, met pinvidikoc’h e vin-me c’hoaz ! Me am eus eiz bioc’h ha daou-ugent, ha warc’hoaz genta e kasin kelou da holl gigerien ar c’hostez-man da zont d’o laza : ar c’hig a vo d’ezo, ar c’hrec’hen d’in-me.
Hag, evit gwir, antronoz vintin, e voe lezet gwad da zaoud ar maner. Nag ar gigerien a oa laouen an tamm anezo !
Hag an aotrou Furzod da Bont-’n-Abad gant eur c’harrad krec’hen, bec’h daou loen kezeg.
Pa zigouezas er marc’had :
— Pegement an tamm eus ar c’hrec’hen ? a c’houlennas
eur marc’hadour digantan.
— Kant skoed ar vlevenn adarre, e-giz an devez all ! eme an aotrou.
Ar marc’hadour a reas eun hej d’e ziouskoaz, a droas e gein en eur lavaret :
— Heman a zo zod !
An aotrou a glevas hag a respontas kerkent :
— Fazia ’rit ! Me n’oun ket zod, Furzod an hini ez oun.
Met kaer en doa gortoz, ne gave ket gwerz d’e varc’hadourez.
Abarz fin, e tigouezas gantan Noun, gouzout a rit, Noun Pibenn, marc’hadour saoud ar Pont.
— Pegement ar c’hroc’hen ? eme Noun, e gorn-butun berr o vogedi e fri d’ezan.
— Kant skoed ar vlevenn adarre, e-giz an devez all ! a respontas an aotrou.
— Ah ! paour kêz aotrou Furzod, fazia ho peus great ! Kant skoed ! Pe, petra ? Boulc’hurun !… Ar zod a rez ac’hanon, va faotr ? eme Noun. Dal ! pak ha kerz da gousket d’an heol !
Ha Pibenn disvanta eur vodennad gant an aotrou, ken ma ’z eas da gornigellat seiz kammed ac’hano. An aotrou paour ne c’houlennas ket e zilerc’h, hag a zistroas d’ar gear gant e grec’hen, mezek ha trist e glipenn, m’ hen assur d’eoc’h !
Pa zigouezas er C’hastell-C’houitell, an aotrou Furzod a lavaras d’e itron :
— Chê ! plac’h paour, Yann en deus rivinet ac’hanomp. Ar c’hrec’hen a yee hepken daou skoed pe seiz lur an tamm anezo, ha n’eo ket kant skoed ar vlevenn an hini eo !
An itron a yeas droug enni. Koulskoude, n’ouzoun ket penaos, n’eo ket war he aotrou, met war Yann eo e tiskargas he c’horfad maliz. Ha setu ma voe kaset kelou da Yann, dindan boan da veza krouget, da zont d’ar maner, en doare-man : nag en noaz na gant dilhad, na divoutou na gant e voutou, na dre meaz an hent na penn-da-benn gant an hent, na war droad na war varc’h.
Pa glevas kement-se, Katellig a voe darbet d’ezi sempla. Met Yann ne reas ket kalz a van :
— Ma n’eus nemet an dra-ze da ober, emezan, n’eo ket c’hoaz en dro-man e vezin krouget !
Ha setu hen d’en em gempenn evit mont d’ar maner.
— Nag en noaz na gant dilhad, emezan. Mat, aze ez eus eur roued, me ’ya da drei anezan en-dro d’in ! Na divoutou na gant va boutou : n’eo ket tenn, me a lezo eur voutez er gear hag a gaso eben ganin. Na war droad na war varc’h ?…
Just d’ar c’houlz-ze, azen an aotrou a oa o pasturi e park ar melchon, tost d’al lochenn. Katellig a yeas d’e gerc’hat, ha Yann a lammas warnan. Ha yao etrezeg ar maner war ar blevek diouskouarn hir… penn-da-benn gant ar foz, ha setu evel-se ne oa nag en hent nag er-meaz an hent.
An aotrou Furzod, pa deuas Yann an Inkin dirazan en doare merket, a welas en doa kavet finoc’h egetan.
— Ha foei ! Yann, emezan, me a oa o sonj laza ac’hanout, rak, gouzout a rez, gaou bras ec’h eus great ouzin oc’h ober d’in diskroc’henna va zaoud, ha krouget e vijes bet dioc’htu zoken. Met, pegwir out deut d’am c’haout e-giz em oa c’hoant, e lezan ganit betek warc’hoaz, mar gellez a-raok neuze klask d’in kreiz ar bed.
— Kreiz ar bed, aotrou ? Aman eman. Ha ma n’am c’hredit ket, klaskit eur gordenn hir a-walc’h evit-se. Me a chomo aman da zerc’hel eur penn, ha c’houi a yelo gant ar penn all da ober tro ar bed, hag evel-se c’houi a welo ha n’eo ket aman eman ar c’hreiz.
An aotrou ne ouie ken penaos respont.
— Ah ! emezan, e-lec’h an dra-ze, poueza an douar eo e vezo red d’it ober.
— N’eo ket tennoc’h, eme Yann, met da genta e vo red d’eoc’h diveina an douar, rak an douar hepken, n’eo ket ar vein, eo a lavarit d’in poueza.
An aotrou paour a voe stanket e veg d’ezan adarre.
— Kerz d’ar gear ! emezan neuze da Yann. A-benn warc’hoaz me a yelo di d’az laza.
Ha Yann a zistroas d’e lochenn, difoutre-kaer evel diagent.
Antronoz, war-dro ar c’hreisteiz, Yann a oa o c’hortoz an aotrou Furzod, hag en doa renket peadra da zoueza anezan. Dirag e lochenn e oa o farda e zoubenn ; tan a oa gantan dindan e bod-houarn, met kuzet en eun toull en douar, eun tammig tan glaou-koad hep an distera moged.
Pa welas an aotrou o tont, Yann a bakas peg en eur c’hoz skourjez hag a grogas da zistaga taoliou gantan war e bod-houarn, ker buan ha ker pounner ma kinnige pep gwech diskar anezan hag e zoubenn.
— Asa ! Yann, deut oun da ober evidout ! eme an aotrou.
Met petra ?… War a welan eo kollet da dammig skiant vat
ganit, pegwir a skourjezez da bod-houarn en doare-ze ?
— Oh ! tra ! tra ! eme Yann, va fenn a zo mat ; met, gouzout a rit, me n’am eus ket kement a geuneud ha c’houi ; hag ez eo eurus d’in kaout, da boaza pe da domma va zamm boued, eur skourjez e-giz heman. Gant eur c’hant taolig bennak gantan, e lakan an dour da vervi. Gwelit kentoc’h, aotrou !
Ha Yann, dirag an aotrou Furzod souezet, a zizoloas ar pod-houarn e-lec’h m’edo ar zoubenn, tiz warni, o redek hag o kantren.
— Ma ! kalz koll az peus plantet warnon, te ’oar mat, Yann, eme an aotrou. Koulskoude m’am eus lavaret d’it e oan deut aman d’az laza, me n’oun ket da veza tamallet ; va itron an hini a zo troet war an tu-ze. N’eus forz, gwerz d’in da skourjez hag e lezin da vuhez ganit.
— Tomm oun d’am skourjez, a respontas Yann ; koulskoude tommoc’h oun c’hoaz d’am buhez ; ha setu gwerza a-walc’h a rafen va skourjez burzudus.
— Ha pegementad eo ?
— Kant skoed, ar ger diveza, na muioc’h na nebeutoc’h. Hag evel-se Yann an Inkin a bakas tri c’hant lur evit e skourjez, eur c’hoz tamm skourjez porc’h, mat da netra.
Hag an aotrou Furzod ? Mont a reas d’ar gear, laouen.
War-dro an abardaez, e teuas da zonj d’ezan e oa tud gantan o terri terien. E-barz ar gegin, ar plac’hezed a oa ganto ar podou bras war an oaled, dour, kig, legumachou e-barz ; ne oa mui da ober nemet enaoui an tan dindan.
An aotrou a gasas ar merc’hed kuit diwar e dro :
— Gant va skourjez, emezan, me ’respont da domma
soubenn d’am zud.
Hag hen, war gorf e roched, an dour warnan, da vazata e bod-houarnou gant e skourjez porc’h, eur brao gwelet anezan, me ’gav d’in.
Deut e oa c’houec’h heur, hag ar zoubenn ne oa ket c’hoaz sonj bervi ganti ; mont a reas an heol da gousket, ar c’hig n’edo ket c’hoaz digriet, kennebeut nag an dour klouaret. Ha foei ! an aotrou, deut hir e deod war e roched, a zavas bec’h war e chupenn, a-dreist-holl, pa deuas ar plac’hezed hag ar baotred yaouank da ober goap outan dindan e fri… Ma voe red enaoui an tan neuze. Koan divezat a voe, met ne voe eat netra da goll.
Mez ennan ken ma flêrie, an aotrou a damalle e skourjez :
— N’ouzoun ket petra c’hoarvez gantan, emezan ; met n’eman ket mat ganti sur a-walc’h…
Meur a hini a zonjas e oa kollet e benn gant aotrou maner ar C’hastell-C’houitell…
E-pad an nozvez-ze, an aotrou Furzod a glevas e bater gant e itron. A bep seurt a glevas diganti : « Diod ! Leue-geod ! Beg magn ! » ha me ’oar-me petra ne voe ket lavaret d’ar paour kêz aotrou !
Setu, antronoz vintin, ma reas heman e zonj adarre da vont da gas Yann an Inkin d’ar bed all. Met Yann ivez a oa o c’hortoz an aotrou da zont war e dro : karget en doa gwin ruz leun eur zoroc’hell gras ha lakeat anezi goude-ze e krubuilh Katellig,
Pa zigouezas en ti, an aotrou a lavaras :
— Yann, diwar an taol-man, ne vezi ket kosoc’h ; mont a ran da ober da stal d’it !
— Gwir ! eme Yann. Red eo d’in neuze laza va gwreg da genta, rak ne dalvez ket kalz ar boan d’in lezel Katellig baour war va lerc’h da zizec’ha war he zreid gant an dienez. N’em befe ket ar galon-ze !
Hag hen, ker buan, mont ha sanka e gontell e-barz krubuilh Katellig. Houman en em lezas da goueza ; ar zoroc’hell a oa toullet, ar gwin a rede a bep tu.
An aotrou a spontas.
— Petra ’z peus great, Yann ? emezan. Sell da wreg a zo astennet war al leur-zi, ha beuzet en he gwad ! Gwell a ze n’eo ken evidon, rak ar Justis a deuio d’az kerc’hat hep dale. Muntrer, lazet ez peus da vaouez, met da dro a deuio ha te a vo dibennet, dic’houget…
— Teut, teut, teut ! C’houi ’gav d’eoc’h an dra-ze ? eme Yann. Katellig, gwir eo, he deus kollet he gwad, met me am eus aze, e kornig va arbel, eur c’houitell daou wenneg bet d’am moereb, hag a zo gouest da lakaat buhez da zont en-dro em gwreg.
Hag hen ker buan ober teir c’houitelladenn gant c’houitell ar voereb koz, ha ker buan ivez Katellig a oa en he zav.
An aotrou Furzod a chomas sebezet, souezet-maro.
— Yann, emezan, gwerz d’in hounnez, ar c’houitell-ze, ha dizonjomp ar pez a zo bet etrezomp.
Ne voent ket pell evit beza mignoned adarre hag evit ober ar marc’had : ar c’houitell, evel-se, a voe gwerzet kant skoed.
An dro-ze, an aotrou Furzod a zistroas d’ar gear laouen-bras.
— Sell aze ! emezan outan e-unan, pebez taol am eus-me great ! Betek hizio, pa vouze va itronig ouzin, e veze red mat d’in selaou anezi ha klevout diganti eur randonennad hir a draou, pe mont kuit diouti. Hiviziken, mar fell d’ezi c’hoaz klask trabas ouzin-me, e sankin va c’hontell en he c’hreiz, hag e lezin anezi evel maro ; ha, pa blijo ganin, e rin teir c’houitelladenn, ha buhez adarre e-barz va itronig. Hounnez he deus ezomm da veza kelennet, dreset, ar vaouezig-ze. Ni ’welo !
Digouezout a reas er maner, ha setu an itron dioustu o tont d’e gaout :
— Ac’hanta ! emezi, krouget eo Yann ganit, emichans ?
— N’eo ket, a respontas an aotrou.
— Petra, lorgnez ? N’ec’h eus ket krouget anezan, amprevan ?
— Ah ! evel-se emaout ganin, pikez, eme an aotrou ; gortoz eun tammig ac’hanon, gortoz !
Hag hen mont da tenna e gontell, ha skei eun taolig pe zaou gant e itron.
— Va buhez ! va buhez ! a grias an itron o koueza a-stok korf d’an douar.
Ouz he c’hlevet, diou blac’h ha tri pe bevar mevel a ziredas war-dro o mestrez.
— Lezit hounnez, eme an aotrou d’ezo, me he zavo alese, pa blijo ganin !
— Ha penaos ? emezo, sabatuet.
— Gant ar c’houitell-man ! a respontas an aotrou.
Hag hen distaga teir c’houitelladenn gant e c’houitell daou wenneg. Met netra, an itron ne flache ket an distera. Ober a reas c’hoaz eun taol c’houitell, daou daol, tri daol… netra, ha netra morse : an itron a oa maro-mat !…
An aotrou a chomas mantret, ha seul-vui ma ouie ne oa ket ar justis tener ouz ar vuntrerien, zoken evit ar vuntrerien furzod.
Ha klask kuzat ne dalveze ket : re a dud o doa gwelet, hag abret pe zivezat, hini pe hini a ziskuilhfe.
Setu ’ta ma teuas archerien da chadenna an aotrou kêz, hag, eiz deiz da c’houde, e voe krouget, evel ma oa ar c’hiz en amzer-ze.
… Eun niz d’ezan a deuas neuze da vestr d’ar C’hastell-C’houitell, — entent a rit breman perak e voe roet an hano-man d’ar maner. — Dioc’htu e poanias da walc’hi e hano eus ar vrud fall en doa chachet warnan e eontr ; ha ne voe ket diês d’ezan, o veza ma oa ker madelezus ha m’edo egile drouk ha diboell.
Eus e du, Yann an Inkin ne ankounac’heas morse e tle ar gwir binvidik beza aluzenner an Aotrou Doue. Beva a reas koz-koz gant Katellig e-touez eun tïad bugale, karet gant an holl dre ar C’hap.
Ha d’e heur diveza, sant Per a zigoras, sur a-walc’h, frank dor ar Baradoz d’e ene.
Ra ’z aimp holl d’e gaout du-ze, pep-hini d’e dro !