Le Dault, 1950  (p. 116-120)




Yann e Sac’h


Yann a oa bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent. Pa voe aet dinerz gant an oad hag an taoliou-kleze en devoa bet er brezeliou, ne voe kavet mat da netra ken. Hag e voe lavaret d’ezañ mont da flipat e drantell da lec’h ma karje, hep rei seurt ebet d’ezañ, nemet eun dorz-vara a dri lur hag eur vozad mouneiz.

« Seurt ! » emezañ, « nemet eun tamm bara hag eun dornad mouneiz, ha me bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent ! A-benn ar wech kenta, ma teuan c’hoaz war an douar, n’eo ket me a vezo soudard, e-pad pemp bloaz warnugent da vihana ! Met petra ’dalv d’in klemm ? Gwelloc’h ne vezin tamm. Doue a bourvezo. »

Hag heñ da foeta bro, truilhek e zilhad.

Hogen, just er mintinvez-se, Jezuz ha Sant Per a oa o leoiata. Dizale e tigouezjont gant Yannn, ha Per da c’houlenn an aluzen digantañ.

« Rei a-walc’h, » eme Yann. « Koulskoude, me a zo bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent ha n’em eus bet seurt, nemet eun tamm bara hag eun dornadig mouneiz. Ranna ’rin anezo ganeoc’h evelkent. »

Hag e ro da bep hini eul lur vara hag eun nedeud gwenneien.

« Ho trugarekaat ! » eme Sant Per.

Hag int en hent, pep hini diouz e du. Etretant e lavar Sant Per da Jezuz :

« Mestr, c’houi a dlefe ober eun dra bennak evit ar soudard koz-se. Ranna en deus graet e beadra ganeomp. »

« Memes tra. » eme Jezuz.

Ha Sant Per a ya da gavout Yann :

« Klevit va den mat : va Mestr a zo bet laouen gant ar pez hoc’h eus roet d’eomp, ha da baea ac’hanoc’h, e roio d’eoc’h ar pez hoc’h eus c’hoant da gaout. Goulennit ho silvidigez. »

« Diwezatoc’h ! Me a c’houlenn ma teuio d’in em sac’h kement a garin. »

« Mat, » eme Sant Per.

Eur pennadig da c’houde, Yann a dremen dirak ti eur marc’hadour silzig ha bara.

« Eun dorz-vara a dri lur, » eme Yann.

« Eun dorz ? » eme ar bouloñjer. «  Hag ober goap ouzin a fell deoc’h ? »

« Tra ’vat. Met eun dorz-vara a dri lur a faot d’in. »

« Gant eun tamm bara ho pezo a-walc’h kredabl. »

« Eun dorz eo a c’houlennan, petra ? Me ’zo bet soudard e-pad pemp bloaz warnugent. »

« Soudard pe get, ne ran foutre. N’ho pezo na torz na tamm ! »

« Ne root ket ? »

« Nann ! »

« Evel a garot. Bez’ em bezo memes tra… Silzig ha bara em sac’h ! »

Hag ar bara, ruilh-diruilh, a ya da gavout sac’h Yann, hag ar silzig, kamm-digamm, a ya davetañ ivez.

Ha Yann a ra eur c’hofad mat…

Dirak eun ostaleri e sav sec’hed gantañ.

« Eur chopinad sistr, » emezañ d’an ostiz.

« Sistr ? » eme hemañ, « Dour, ma karit. »

« Setu amañ tud avat ! » eme Yann. « Ne roont seurt ebet d’eun den bet soudard pemp bloaz warnugent !… Diou voutailhad sistr em sac’h ! »

Hag e c’hell distana e javed…

Aet an heol da guzat, Yann a glask lojeiz.

« A roin d’eoc’h a galon vat, » eme ar merour a oa aet Yann d’e gavout. « Met mont a rankot en ti bras a zo aze e-kichen, er c’hastell. Ar perc’henn, hag a oa va mestr, a zo maro daou viz ’zo, hep beleg na netra. En ifern e tle beza rak bemnoz e teu en-dro d’ober reuz. Ma n’hoc’h eus ket aon, n’hoc’h eus nemet mont. »

« Aon ? » eme Yann, « Me ’zo bet soudard pemp bloaz warnugent, hag aon n’am eus bet morse. Mont a ran. »

Ha Yann d’ar c’hastell. Eur gwele bouk a gav eno.

« Na brao e vezin amañ ! » emezañ.

Hag e tiwisk e zilhad, ha yao ! etre ar liñseriou.

A-benn eur pennad (n’en devoa ket bet amzer da roc’hal tamm ebet c’hoaz), setu eur vouez pounner o sevel :

« Urz a zo da vont tre ? »

« Ya, ya. Mar deo c’houi aotrou ar c’hastell, deuit, deuit. Aon razoc’h n’am bezo ket. Me zo bet soudard pemp bloaz warnugent. »

« Just avat, » eme egile. « Eun den dispont a glaskan, abaoe pell ’zo, da denna ac’hanoun a-dre skilfrou Satan. Grit ar pez a livirin, hag e viot pinvidik. »

« Memes tra, » eme Yann.

« Deuit ganin neuze. »

Hag int d’al liorz.

« Kemerit eur bal, » eme an aotrou da Yann, « ha toullit aze. »

Yann a doull hag a zizolo teir bodez. En hini genta ez eus aour, en eil arc’hant, en deirvet mouneiz.

« Ha petra ’rin gant ar c’hirinadou-mañ ? » eme Yann.

« Setu amañ : roit ar mouneiz d’ar beorien (kastizet oun bet abalamour ma n’oun ket bet mat en o c’heñver) ; an arc’hant a vezo da lakaat oferennou gant va ene ; an aour a vezo d’eoc’h ma rit kement-se. »

« A galon vat, » eme Yann. « Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent, hag ober ar pez a livirit n’eo ket diaes. »

« Ho trugarekaat. Bezit war evez avat ouz an diaoul, rak hennez a vezo droug ennañ pa welo ac’hanoun o vont kuit digantañ, hag a glasko noazout ouzoc’h. »

« Lezit-heñ. Me ’zo bet soudard pemp bloaz warnugent, ha n’em eus ket bet aon morse. »

Hag an aotrou kuit. Ha Yann a zo pinvidik-mor goude beza graet ar gefridi roet d’ezañ.

Satan, evel just, a skrign e galon pa ’z a ene an aotrou kuit :

« Tan ha kurun ! Den evit den !
Pe n’eo ket me eo Satan ken ! »

emezañ. « Yann a rankan da gaout bremañ, ha d’in e vezo kousto pe gousto ! »

Hag heñ da gavout Yann.

« Kren, paotr ! »

« Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent, ha krena n’em eus graet morse. Ha n’eo ket rak eur c’hoz tamm diaoul eveldout eo a rin ! »

« Tankerru ! Tan ha kurun ! mil malloz ruz ! te a ya da welout. »

« O ! la la ! paotrig e vourrou koant ! Te eo a ya d’ober eun abadenn ha n’az poa ket soñjet enni. »

« Me ? »

« Ya, em sac’h ! »

Ha Paol Gornek, kaer en deus freta-difreta, mallozi-divallozi, yudal-diyudal, a zo er sac’h.

« Ac’hanta ’ta ! » eme Yann. « N’em boa ket lavaret d’it ! ha gortoz ! n’eo ket echu c’hoaz ! »

Tapout a ra Yann eun horz da bilat lann, ha darc’hao ! war gein an diaoul.

« Dal ! evit tankerru ! »

« Dal ! evit tan ha kurun ! »

Hag evit troc’ha berr, Satan a zo graet yod gantañ. Neuze eo lezet da vale. Ha war-dro Yann ne zeuas ken.

Eur c’hrapad brao goude-ze, Yann a oa aet koz-koz, hag heñ :

« Ma, marteze eo mall d’in mont da welout petra ’zo en tu-all d’ar bed-mañ. »

Hag e sko war-du an neñv, hag e lavar da Sant Per :

« Mont tre a c’heller ? »

« Marteze. Petra a vad hoc’h eus graet ? »

« Soudard oun bet e-pad pemp bloaz warnugent. »

« An dra-ze ne ra ket. »

« Ha n’am lezot ket da vont e-barz ? »

« Nann. »

« Lezel a rit ? »

« Ne ran ket. »

« Eur wech ? »

« Nann ! »

« Diou wech ? »

« Nann ! nann ! »

« Teir gwech ? »

« Nann ! nann ! nann !!! »

« Em sac’h, paotr an alc’houez ! »

Ha Sant Per a zo e sac’h Yann. Hemañ a samm anezañ war e gein, hag a ya e-giz-se er Baradoz.

C’hoarz a zo war Sant Per. Heñ a c’hoarz ivez. Ha Yann a chom e ti Doue, hag eno emañ c’hoaz ma n’eo ket deuet er-maez.

Kroaz ar Vretoned,
meurz 1905.