Kroaz ar Vretoned, 1914



Eur marvailh nevez gant Loeiz ar Floc’h
————


YANNIG KOLLEDAMM


————


Gwechall goz, d’ar c’houlz ma oa gweturiou bras o kas tud ha marc’hadourez eus a Vrest da Bariz, e oa o chom war ribl an hent bras, en eur barrez damdost da Wengamp, eur plac’h koz gant he Yannig, he mab bihan.

Ar paotrig a oa bet desket d’ezan abred houarna kezeg gant eun amezeg.

Hogen e vamm-goz hag an amezeg-se a varvas trumm an eil warlerc’h egile, ha Yannig, o welet n’en devoa den ebet ken, a yeas da foueta bro, da glask labour war e vicher.

Skuiz-maro, e galon mantret gant ar glac’har, ar c’hrennard, eun nozvez, en em roas da hirvoudi er c’hoad, e lec’h m’edo gourvezet. — « Va Doue, emezan, pegen fall eo an dud e-kenver ar paour kêz dilezet, pa ne roont ket zoken eun tammig plouz e korn ar c’hraou d’an emzivad ! » Hag ar paotrig a ouele dourek…

En eun taol-kont, eun itron goz, gwisket en aour, a baras dirazan e-kreiz eur sklerijen skedus meurbet.

— « Sec’h da zaerou, mignon bihan, emezi, ha deus ganen d’am zi, ma roin d’it eur benveg talvoudus. »

Spouronet, ar paotrig a heuilhas ar wrac’h koz hag, eur pennad goude, e oa etre e zaouarn eur morzol aour hag a roe d’e vestr eur gwenneg gounidegez dre daol skoet gantan.

Ar c’hrennard a drugarekaas a-greiz kalon e vadoberourez hag a gimiadas diouti, e vorzol aour gantan war e skoaz.

Kaer en devoe Yann goulenn labour er goveliou a gave war e hent, den ne c’houle e zigemer. Darn zoken a wapae anezan, hen lezhanve « paotr e vorzolig ».

Koulskoude, « Rodig a dro, A red bro », hag hor paotr pemzek vloaz a en em gavas eun devez eo eur barrezig vihan damdost da Vitré. Eno, war ribl an hent bras, eur paotr, teo ha du gant ar moged glaou-douar, a oa war gorf e roched o houarna marc’h portez eur meliner diwar-dro.

Yannig a yeas e ti ar goveller ha, gant eur vouez o krena, e c’houlas eur banne dour da derri e zec’hed. Eur plac’h a hanter-kant vloaz pe wardro a roas d’ar beajour yaouank eur werennad jistr, hag a c’houlas ouz ar paotr petra a rae gant ar morzolig a oa gantan war e skoaz.

— « Houarner kezeg oun, itron, hag o klask labour war va micher. Goulennet am eus a-gleiz hag a-zeou, ha den ne c’houl va digemer. »

— « Digouezet mat out aman, mabig, rak ma den a zo o klask eun deskard. Eman o tigouezout, end-eün, d’an ti gant meliner Penarroz. Me a gaozeo evidout, ha sur e vezi digemeret.

Eur c’hard eur goude, Yannig a oa mevel bihan e ti Jakez Pettorek, mestr goveller.

Antronoz ar beure, Jakez ha Yannig a oa o daou er c’hovel. Hern kezeg a oa da ober, hep konta eur bern benviou a-benn an eost.

Yannig a oa ordrenet d’ezan chacha war ar vegin ha skei war an houarn ruz. E lec’h kemer ar morzol bras ha skei kalet evit plada an houarn ruz, ar mevel bihan a gemeras e vorzolig aour, hag, a-benn m’en dije skoet pemp pe c’houec’h taol, an houarn a oa dres ouz troad al loen-kezeg.

Jakez, o welet eun hevelep gouiziegez d’e vevel, a gemeras aon, doan dioutan. Laret a reas zoken d’e wreg e oa e vevel niz pe genderv d’an diaoul. Red e oa bet d’ar paotr diskleria fraez d’an daou bried ar pez a oa c’hoarvezet gantan er c’hoad ha laret en devoa bet ar morzol aour gant eur wrac’h koz. A-nebeudou e teuas a-benn da zizoania an daou bried, hag e voe lezet da c’hoari gant e vorzol aour evel ma karie.

A-benn eiz deiz goude-ze, kement tamm houarn a oa e govel Jakez a oa graet hern kezeg ganto, hag holl gant Yannig. Ar mestr goveller a oa stad ennan, a c’hellit kredi, ha ne ouie penaos diskouez e anaoudegez-vad d’e vevel yaouank. Ouspenn ma rae hern en eur c’hoari gant eun dournadig glaou bep ar mare, e ouie c’hoaz Yannig houarna kezeg a-zoare, hag, a-benn ma vije bet al loen e-pad pemp minuten stag ouz ar ruilhen, e oa ive staget pevar houarn d’ezan ha staget mat ;… morse ne enklaoue eul loen.

Ar brud a redas dre bevar c’horn ar c’hanton e oa en em gavet e ti Jakez Pettorek eun houarner dispar, ha kement labourer-douar a oa a deue di da lakaat houarna e gezeg, netra nemet evit gwelet ar mestr yaouank o labourat.

Setu ma oa kollet o labour, o fratikou (o hostizien) gant an holl houarnerien a oa war-dro Vitré, rak Jakez, p’eo gwir e rae buhan ha digoust al labour, a c’helle rei gwelloc’h marc’had pep houarn.

En eur ger, ouspen daou c’hant loen bemdez a veze houarnet e ti Jakez, ha c’hoaz heman n’en em emelle ken nemeur eus e c’hovel. N’en doa da ober nemet kont pep-hini, digemer an arc’hant, pourvei houarn ha glaou d’ar mevel.

P’eo gwir e oa kalz labour, e oa red ivez kaout traou a-zoare da ober al labour-ze. Evel-se, eur miz goude m’oa digouezet Yannig e ti Jakez, e voe red kreski an ti, ar c’hovell, ha kaout eul lec’h distro da zigemeret ar c’hezeg a deue niverusoc’h bemdez. Setu ’ta Jakez a brenas eun dachennad douar hag a lakeas sevel evitan eur stal gaer hag eun ti a zoare da zigemer an dud. Bemdez, e-kerz an deiz, ne weled nemet kezeg o tont hag o vont dre an henchou, bet holl e govel Jakez.

Ar goveller hag e wreg a oa evurus meurbet. Netra n’o devoa da ober nemet dibri, eva eus an traou a rae vad d’ezo ha lakaat arc’hant a-verniou a-gostez.

Yannig-hen a oa manet paotr yaouank. Bet e oa, koulskoude, meur a wech o c’houlen merc’hed yaouank ; met, allas ! bep taol e veze roet e zac’h d’ezan, rak holl e larent d’ezan e oa en em werzet d’an diaoul, korf hag ene. Setu, ’ta, ar paour kêz Yannig, gant e daoliou gouizieget, a rankas chom dizimez.

Ugent vloaz e oa bet evel-se ar voul gant Jakez teo, n’oa nemetan da houarna kezeg kanton Vitré. Koulskoude, an evurusted a zo berr er bed-man, hag e ve diskaret an den pa ye en e wir wella o kemer perz en evurusted. An ankou didrue, leun a warizi, o welet ez ae mad an traou gant an daou bried, a falc’has unan : Jakez a renkas gouela d’e wreg vadelezus diskaret gant eur c’hlenved berr.

Adalek neuze, ar pried, lezet e-unan gant e holl vadou, a en em roas da eva ha, bloaz goude, e gorf a yeas d’ar vered.

Yannig a voe neuze e-unan e penn ar stal vras. Kement a oa en ti hag er c’hovel a oa d’ezan ha, koulskoude, n’oa ket evurus ! Eun durzunel a vanke d’ezan en e gaoued ha, kaer en devoa furchal ar c’hoajou, holl e redent dirazan er c’hoad all.

Eun devez e touas eur zonj d’ezan. Ennan e-unan e sonje n’oa ket red d’ezan tenna o labour digant ar vicherourien all, p’en devoa danvez a-walc’h evit beva, p’eo gwir ne gave gwreg ebet. Lakaat a reas, eta, gwerz war e stal hag, eur pennad goude p’en devoe kavet eun den pinvidik eus ar vro da rei d’ezan hanter-kant mil lur evit e strob, ez eas er maez eus ar vro. E vorzol en devoa gwerzet ivez pemp kant mil lur. Mont a reas neuze da chom en eur barrez vihan damdost da Bempoul.

Eno, gant diou vatez, e talc’has hostaleri. A-us d’an nor e verkas ar c’homzou-man : « Aman e ve roet da zibri evit man d’an dud paour. »

Buhan e redas ar brud eus an hostareri vadelezus-se, savet en eur c’hroaz-hent ha, buhan ivez ar beorien a ziredas evit gwelet ha gwir e oa ar poz a oa merket war an ti.

E gwirionez, kement paour a dremene a veze digemeret mat : digaset e veze war an daol ar c’hig sal, ar bara hag a jistr, ha niverus e oa ar beorien a drugarekae ar madoberour dispar digouezet er vro evit mad ar glaskerien vara.

Hogen, dre ma wele ezommou bras ar beorien hag ar vad a oa da ober, Yannig a brenas ker daou bark bras a oa e-tal e di. Sonjal a rae en dije er parkeier-ze a bep sort legumach, hag e c’hallje en doare-ze maga muioc’h a dud, terri o naon da vuioc’h a beorien.

Met, ar parkeier a oa red labourat a zoare a-benn kaout enno trevadou mad. Petra ’rae ze ? Ar beorien o-unan a labourje an douar, hag eun eur labour digant pep-hini eus ar re a zaremprede an ti a vije a-walc’h evit labourat an douar ha kaout peadra da derri naon meur a hini.

Setu ’ta, pa oa deut ar mare da labourat an douar, Yannig, pa deue eur paour bennak da doull e zor, a lare d’ezan kemer eur bal ha mont en dachen e-pad eun eur hepken, da balat, da c’hortoz ar pred.

Darn a zente, a gemere ar benveg, a yê da labourat. Darn all a lare n’oant ket gouest d’ober al labour. Unan a lare ’oa kamm, ne c’helle ket plega ; unan all a damalle d’ar boan gein, d’ar boan izili ; eun all a lare ’oa luch ; eun all kroumm, hag, en eur ger, pep-hini a damalle d’e boan. Deut e oa, tremenet e oa zoken ar mare da labourat ar parkeier ha, panefe m’en devoa Yannig paeet tud evit labourat e zouar, ne vije bet man enno.

Yannig neuze a welas e oa darn eus ar beorien mad da lonka e vara, e gig sall hag e jistr, keit ha ne c’houlenne ket labour diganto ; met e oant deut fall-tre, pa c’houle outo plega da labourat ; neuze e vezent karget a zigareziou : e oant luch, kamm pe kroumm.

Eun nozvez, Yannig a oa gantan daou pe dri baour ouz taol o koania, pa zigouezas pevar lakepot en ti. Gwisket fall e oant ; lavaret a reant e oant labourerien o klask labour, n’o devoa ket eun diner da gaout eun tamm bara.

Yannig neuze a lavaras d’ezo azeza ouz taol ha karga o c’hof gant ar pez a yoa. Ar pevar c’hanfard, du gant an naon, a lonkas kig ha bara, hep ankouaat ar jistr mad. Pa voe leuniet o c’hof, unan anezo a zavas trumm, a dapas krog e mestr an ti ha, buhanoc’h evit laret, Yannig a oa liammet penn-kil-ha-troad.

— « Ro d’eomp breman da arc’hant, pe, a-benn pemp minuten, kement den a zo en ti a zo maro. »

— « Oh ! n’eo ket red d’eoc’h va liamma evit kaout va arc’hant. A-hont, en armel d’an nec’h eman va madou. Kemerit kement a gavot. Me, pa vezin paour, a labouro da c’hounit va bara ; ne varvin ket gant an naon. »

An holl en ti a oa sebezet o welet ar pez a oa ken trumm digouezet. An diou vatez hag an tri baour ne gredent ket finval ; an noriou a oa prenet, an alc’houeziou a oa gant ar ganfarded. M’o dije êsaet youc’hal pe tec’het, e vijent bet lazet ; dre-re, gwella o devoa da ober e oa chom sioul, ha lezel al lakipoted da c’hoari o fenn bihan keit ha ma karchent.

Pemp minuten goude, ar pevar c’hanfard a ziskennas gant o bec’h a aour hag a arc’hant.

Pa voent aet a-bell, ar vatez a ziliammas he mestr ha da hanter-noz an holl a yeas da gousket.

Antronoz ar beure, Yannig a welas e-tal e wele eur gaoued houarn, eur c’hi bihan ruz e-barz ha n’oa ket kement hag eur c’haz.

Harzal a rae ar paour kêz loen bihan ; mall en devoa da vont er-maez eus ar gaoued. Yannig, strafullhet, ne ouie ket petra da zonjal eus ar c’hi-ze ; na piou en devoa e zigaset d’ezan en noz, p’eo gwir e oa prenet start an dorojou. N’eus forz ! tapout a reas ar gaoued ; digeri a reas an nor hag ar c’hi bihan ruz a deuas kerkent er-maez hag en em lakas trumm da lipat dremm e vestr e sin a anaoudegez-vad.

En eur c’horn eus ar gaoued Yannig a gavas eun tamm paper pleget hag, er paper, eur melezour lugernus. Lenn a reas ar c’homzou-man skrivet war ar baper : « Lak ar c’hi bihan war an hent, kerz d’e heul hag, en eur c’hoad, e kavi al laeron. P’o gweli, tro warno ar melezour bihan ha kerkent e vezint dallet gant ar sked. Tenn neuze da arc’hant diganto, kuz da denzor en douar ha kerz da laret d’an archerin e pelec’h eman al laeron, an dorfetourien. Evit da gastiza da veza roet da zibri ha da eva ken dievez da dud fall, e teui war bennou da zaoulin eus da di betek da denzor, pe, ma ne deuez ket, ne gavi ket da arc’hant. Hiviziken, gra gwelloc’h impli eus da arc’hant ; ro d’ar paour a zo e gwirionez ezommek, ha lez hep da aluzen kement den a c’hell labourat. Labour a-walc’h a zo, met kalz a dud didalvez a zo ivez a c’houlen arc’hant ha boued hep labour. »

Yannig a welas e oa re wir ar c’homzou merket war ar paper. Ober a reas penn-da-benn ar pez a oa gourc’hemennet d’ezan ; rei a reas an aluzen da galz a beorien, met, araok rei, e ouie ervat ez ae e arc’hant da rei bara da dud ezommek.

Loeiz ar Floc’h.