Yun an nao Stereden

Yun an nao Stereden hag ar mil ave
Feiz ha Breiz, 1911  (p. 349-350)



Giziou koz ar Vretoned


————


Yun an nao Stereden
                                  hag ar Mil Ave


————


Marteze ne vezo ket kavet dizoare klevet komz e Feiz ha Breiz eus ar giziou mad ha kaër a ioa gwechall en hor bro ; dilezet brema e vezint ankounac’heat prestik, nemed skrivet e vefent, ha mad e vije hen, ober, evit m’o devezo ar re a deuio var hon lerc’h anaoudegez euz ar pez a ioa evel pa lavarfen tenzoriou o zud koz. Ma vefe klasket piz ar giziou kaër ha dudius-ze a lakea Breiz da skedi etouez an holl broiou, e vije a dra zur gellet ober eul levr bras anezo [1]. Hizio me garfe komz deoc’h eus yun an nao stereden hag eus ar mil ave.

Gwechall goz e oa stank ar re a rea Yun an nao stereden en dervez araok gouel Nedelek, hag an dra ze a ioa chom heb tamm n’eo ket hebken beteg dek pe unnek heur, diouz ar mintin evel ma rear breman, mes beteg ar pardaez, ken a veze gellet konta nao stereden en oabl.

Nag hen a dlie beza eun dra gaër da noz Nedelek, pa veze kaset ar vugaligou da gousket, gwelet an tad, ar vamm, ar vugale vrasa hag ar zervicherien o vont er meaz da zellet ouz ar stered o sevel en oabl an eil goude eben, hag o tont dal m’o deveze gellet konta nao d’ar red d’an ti, da gemeret o fred, laouen da veza gellet diskouez en doare-ze o anaoudegez vad d’ar mabig Doue a loa ganet evito da genver an nozvez vras-ze.

Breman ez eus anter kant vloaz e ioa c’hoaz er vro-man meur a hini hag a rea yun an nao stereden ; me am eus anavezet eur goaz hag en devoa great ar yun-ze, koulz lavaret edoug e vuez ha diou vaouez hag o devoa her great ivez estreget eur wech.

Ar mil ave a veze lavaret da noz yun Nedelek araok mont d’ar Pelgent : an dra-ze a ra ugent chapeled. E peb kear eun toullad merc’hed ha goazed zoken a en em zestume er memez ti da lavaret ar mil ave. N’eus ket kalz a vloaveziou, e Lambaol du-man, en eur chapel a zo e kichen an iliz e veze lavaret c’hoaz ar mil ave : eur c’hiz vad ha koant oa hounnez ivez.

Breman siouaz, n’eo ket o lavaret mil gwech an Ave Maria en henor da vamm ar Mabig Jezuz eo e tremen an dud o amzer da c’hedal ar Pelgent :

Oh ! giziou koz, giziou santel
Nac’het oc’h gant tud Breiz-Izel
Hag en ho leac’h d’eoc’h me a wel
Giziou siouaz kalz dishenvel.

M.-A. Abgrall.
  1. Feiz ha Breiz a embanno anezo gant plijadur, rak-se n’eus nemed o digas d’ezan dre ma vezint destumet.                Ar Rener.