Digeriñ al lañser pennañ
Kroaz ar Vretoned, 1914



YUN AR C’HEMENER


————


Derc’hent Hanter-est e oa. E korn al leur, dindan eur ween ber, Lomm ar c’hemener a oa paket war e dorchen.

Eur c’hristen mat e oa Lomm hag eun den a feson ouz e wreg hag e vugale.

Labourat a rae war eur chupen a oa red da gaout a-benn an de war-lerc’h. An amzer a oa tomm evel ma ve peuvuian d’ar c’houlz-se, hag ar c’hemener en em gave evurus e disheol brankou hir ar ween. Setu perak, marvat, e save ken stank e fri d’an nec’h ?… Ah nan ! N’eo ket hepken glazur ha koantiz ar bodou glas a denne e zellou. Ar ween a oa sammet a ber blod ha koant, melen o dremm evel an aour ha Lomm a yoa war yun. En e amzer ar yuniou a oa miret ervat, ha n’eo ket Lomm, ar c’hemener a vije gwasoc’h eget ar re-all avat !

An ezen a grenvaas eun tammig hag a diskaras d’an druilh per melen en-dro da dorchen ar paotr… An dour a deue en e c’henou.

— « Arsa, ’velkent, emean, evel kounnaret outan e-unan, terri ma yun ’vit kelo eur beren ! ’Rin biken ! An diaoul d’am serri mar boulc’han unan ! »

Plof !… n’oa ket peurlaret er c’homzou-ze ma koueas unan plom war e varlen. Hag eur beren neuze, bugale baour !… dare, koant, marellet he zae evel eur rouanez !

— « Malac’h-koët ! eme Lomm, o tenna troed ar beren hag o kas anei d’e c’henou. »

Gwerc’hez Vari ! chom a reas un tamm sanket etre e zent hag e harzas eur griaden da zont er-maez eus e c’houg… An diaoul, an diaoul ru, gant daoulagad tan en e benn hag eur zac’h war goubl e vrec’h a oa dirak an dorchen…

— « Santez… »

— « Peuc’h, eme Bôl gant eur vouez ken têr ma sailhas Lomm war e dachou. Em zac’h ha prim ! »

— « ’N ho sac’h ?… »

— « Ankouaet ho peus marteze ? »

— « Ma feren ?… »

— « A zo boulc’het !… Allo, sell nag a droiou ! »

— « N’em eus ket santet ar blaz zoken, diaoulig paour, eme Lomm o teurel er-maez an tamm chomet e koste e veg ; sell an tamm aze divoulc’h kaer ! »

— « Blazet pe all, eme an diaoul o kounnari, ma c’hlasket hoc’h eus, hag em zac’h ec’h efet… »

Ha kenkent e krogas en diouhar krommet ar paour kêz kemener.

— « Brr…, eme heman o kriza ! ma lezet, da vihana, da beur-staga ar bouton-man. »

— « Hen peurstaga a refet en hent, eme an diaoul o c’hoarzin spontus. »

Ar zac’h a zigoras, hag ar paour kêz, e benn ’n e rôk, en em gavas er fonz.

— « Han !… poac’hat ha tout a ra !… Santez… »

— « Peuc’h, eme adarre an diaoul, aon d’ean da glevet eun hano benniget. »

Met Lomm a echuas e bedenn e don e galon : « Santez Anna vinniget, emean, mar tec’han diouz an toull-man, ec’h in war droad d’ho kwelet ! »

Pôlig a zante reiz e pede ar c’hemener. E zac’h a deue de vean pounner, pounner ; mallozi a rae, ’n eur vont gant an hent, ken e rue ar c’hleuniou.

Pa oa eus ar gwella o vont gant e zamm, hag hen o klevet er parkou eur pôtr-zaout o touet Doue war-lec’h eun ejen briz, aet war ar c’harz da laerez ha ne gave toull ebet da ziskenn.

— « Gwelomp, eme Bôl o teurel e zac’h er foz, laouenn a-walc’h d’en em zizamma eun tammig, ’m eus aon aman ’zo lec’h-krog. » — Hag hen dreist ar c’hleun.

— « Malac’h-koët, a zonje ar c’hemener, daoust pelec’h ez on arru ? N’eo ket en ifern, marvat, rak distana a ra… Kein hennez a daole gwrez, chesuz ! »

A-greiz ma oa gant ae zonjou-ze hag hen o klevet evel eul loen pe zaou o futikat en-dro d’ean.

— « Chas an ifern, marvat, eme ar paour kêz Lomm o lampat en e zac’h ! »

Tud a dostae en eur gôzeal. Souden e chomjont krenn en o zav. Daou chaseour e oa.

— « Petra an diaoul a zo aze, eme unan ? Sell ouz andellou ar chas. »

— « O gwelet a ran ! Medor en deus c’hoant da dostaat ha ne finv ket koulskoude. »

— « Krena a ra ; tostaomp. »

— « Fi dam doustig ’vat, pôtr : eur zac’h eo bepred, hag eun dra bennak ’zo e-barz. »

— « Ya, siouaz, eme eur vouez hanter-vouget. »

— « Piou ’zo aze ? »

— « Me, Lomm ar vesken. »

— « Eus Toull-an-nadoe ? »

— « Ya, malac’h-koët.»

— « Penôs e teus ’n em voutet er bochen daonet-se ? »

— « Me ’laro d’ec’h ; met, en hano Doue, ma zennet er-maez… Prest eo d’arruout. »

— « Piou ? »

— « An diaoul ’ta ! »

— « An diaoul ? »

— « En hano Doue ha santez Anna, ma zennet er-maez.»

— « O farsal eman, eme unan eus an daou chaseour. Dizereomp e zac’h bepred… »

Tostaat a reas, met, a-boan kroget e-barz, e chachas e vizied en eur grial.

— « Kemener daonet, emean, an tan a zo ’n ho korf, ’m eus aon ? »

— « Pa laran d’ec’h ez on e sac’h an diaoul, eme ar paour kêz Lomm en eur ouelan. Ma zikouret buhan, rak ne zaleo ket… »

— « Kerz gantan pa gari ’vat, eme ar chaseour. Evidon, ne devin ket ma daouarn evit kelo ac’hanout. »

— « N’hellomp ket dilezel evel-se eur c’hristen, eme egile, nag e ve kemener. Diaoul ha tout, me e denno zur ! » — Ha gant poan, en eur c’houean ’n e vizied gwech ha gwech, e tiskoulmas ar bochen paket prim ha prim gant Pôlig.

— « Ouf !… eme Lomm o tigeri frank e zaoulagad da sklerijen an de hag o sec’han an dour a rede taken ha taken gant e gorf a bez. Na bravet eo bevan war douar ar re veo ! »

— « Arsa, Lomm… »

— « Peuc’h, eme heman : me ’glev anean. Tec’homp ! »

An daou all en em lakeas da grenan.

— « Gwir eo ’ta, Gwerc’hez Vari ? »

— « Ar zac’h, eme Lomm hep respont, ar zac’h a vo goullo… »

— « Lakomp eur c’hi e-barz ! »

— « Ya, ya ! eur c’hi. »

Hag an daou chaseour a grogas er paour kêz Medor hag hen klozas buhan e lec’h ar c’hemener. Ken prim-all e voent o-zri dreist ar c’hleun.

An diaoul a deue en eur c’hrosmolat. C’houitet a oa bet war ar paotr-zaout. Touet a-walc’h a rae, koulskoude ! Nemet ar marmouz fall en devoa miret e skapuler. Kaer ’n evoa bet an diaoul poanial, n’hellas ket tostaat outan.

— « Kemener ar foueltr, emean o kregi er zac’h ! te a baeo evit daou… Sell, skanvaet eo ar bec’h ! Dihanet out da baterat kemenerig… O, me ’ouie a-walc’h ! »

Hag, en eur vallozi gwasoc’h-gwaz, e tec’has d’an daou-lamm-ru.

— « Hag a zo mat, eme an tri mignon o tispaka. Deut out d’az lein eur wech ouspenn, Pôl gêz ! Met breman, Lomm, kont d’imp an abaden. »

Ar c’hemener a zisplegas war e hed ar pez a oa digoueet.

— « Han ; pôtrig, eme ar re-all, pa ’n evoe fin, diwar vreman e tôli plê d’az komjou. Klevet ’zo bet a-viskoaz ne oa ket mat defial an diaoul… Met, da c’hortoz, anzav a ri hon eus grêt brao evit da groc’hen hirio, rak, panevedomp, e oas ’benn breman o peseilhat chupen Lusifer goz. »

Lezomp ar c’hemener da drugarekaat e vignoned ha da zistrei d’e labour, hep kaout aon ec’h adkrogfe war ar per melen, he heuliomp a hed gwel, — rak n’eo ket brao tostaat, — an diaoul-baleer betek an ifern.

— « ha da dro, eme an hini koz pa zigoueas ? »

— « Sell anean aze, eme ar mevel o tizerea ar zac’h. »

Eur bern diaoulou all a oa ’benn neuze renket gant nadoeiou hir o c’hortoz ar paour kaer Lomm.

Siouaz ! n’eo ket eun den a deuas er-mêz, met eur c’hi, eur pikol ki briz kounnaret ru, an eon o tont eus e c’henou ha, kenkent ma santas dindan e dreid pave glaou an ifern, en em lakeas da lampat, da zailhat ha da gregi, ma tilostas en berr-amzer eun dousen diaouled bihan…

Eur gri-forz a zavas : « Er-maez ar c’hemener ! Er-maez ! »

Ar c’hi briz a voe savet war filc’hier tan ha bountet er baoz, ha dor an ifern en em serras gant eun drouz vras…

Aboue, kement den a deu da skei war ar nor houarnet-se, ar porzier eus an tu-all a c’houl arôk digeri :

— « pesort micher ? »

Mar deo kemener, n’en deus ket ezomm da vont hiroc’h. Biskoaz kemener n’en deus boutet e fri en ifern a-c’houdevez.

Lod a lavar ne vezont ket digemeret er Baradoz kennebeut… Met, ’vit pez ’zo sur, eul lec’h bennak a gavont, rak kalz a gemenerien, ha Lomm goz war ar marc’had, a zo maro ha n’em eus ket klevet e ve bet distroet biskoaz da zibri per d’ar vro-man.


Koulmig Arvor.