◄   War ar Maès Yvona Kerizel Ar Prat falc’het   ►


YVONA KERIZELL.


D’am mignon kèr,
Amédée Jourdain. —


YVONA KERIZELL.


————


En Kerizell ’zò eur plac’hik,
He c’hanò Mòna, pe Mònik :
Er vrò na gavfet ket he far ;
A greiz ma c’halon me he c’hàr.
 
N’en eûz ket er bed a gomziou,
Bars en neb iez, nag a zòniou,
Ewit làret, herve ma c’hoant,
Pègement ez é fur ha koant.

Kaeroc’h é ’wit ann heol, pa bàr,
Euz ar mintinn war ann doùar,
Ha freskoc’h iwé ’wit ar ròz,
Pa ve gloebiet gant ar gliz-nòz.


He c’horf zò ken mistr ha ken moan !
Ha ’vel al lili ez é glan ;
Ken bihan, ken skanv eo he zroad,
Ken lemm ha ken glaz he lagad !

Henvel ez é eùz eùn oanik,
A lamm en kichenn he vamik,
Da viz maë, en touez ar bleùniou
Hag ar radenn, ’bars ar prajou.
 
He bleò a zo hìr ha melenn,
Hag he c’halonik ken laouenn !
He zàl a zò eùn hanter loar ;
D’ann Èlez, me gred, ez é c’hoar.

He zell ’zò tòm ha birvidik,
He mouez ’vel hinin ann estik,
Pa gàn, en nòz, kichenn he neiz,
Er gwez huël, en koajou Breiz.

 
He diou-jòd a zò ruz ha gwenn,
He muzellou, diou gérézenn,
Ken fresk, ken koantik ha ken flour,
Ma teù en hon génò ann dour !

He dennt a zó ’vel eur bagad
Oanigou gwenn ébars ar prad,
Ha gant ec’h halan ’zò c’houez-vad,
’Vel ar gwezvoud, pe ’r spern, er choad.

Oh ! brawa ma ’z é da welet,
D’ar zùliou, pa ve kempennet,
Eur choef dantelez war he fenn,
Eur groazik arc’hant ’n he c’herc’henn !

Bròz mezer, botou rubanet,
Hag eùn davanjer marellet,
Ha hi ken zard, ken skanv a droad,
Ken sklezr ha ken lemm he lagad !


Nann, en holl barrojou en drò,
N’hen eùz ket eùn all bars ar vrò,
Ken koant ha ken fur ha Mònik,
Mònik Kerizell, ma dousik.

Setu me ugent vloaz hoalet ;
Da vloaz e tennin d’ar billet ;
Oh ! ra blijò gant ma Doue
Na vin ket zoudart d’ar Roue !

Ar Person kòz hon badezas,
Neuzé ’vad hon eureujo c’hoas,
Dirag Doué hag ar Werc’hez,
Ha Zennt hon brò hag ann Èlez. ! —


*