Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son ar boto lezr.

Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 108-110)



ZON AR BOTO LEZR
____


   Disul ar beure, pa zavis
Na ti ma mestrès a oelis,

   O palafron, fron fron,
Na ti ma mestres a welis.

   Ha me dmadelonicwiskin ma boto lezr,
Hac o vont dmadelonichi guelet gant êr.

   ’N toull ann nor, pa oan arriet,
’Oa êt ma mestrès da gousket.

   Me ’voutan ma fri ’n toull ann alc’houe,
O welet ma mestrès ’n hi guele.

   Ha me ’tôl ma boto ’n creiz ann ti,
Oc’h ober eul lampic da vèt-hi.

   ’N dewarlerc’h ar beure, pa zavis,
Tanfoueltr eur votès na welis.

   — Leret-hu d’in, ma mestrès vad,
C’heus ket gwelet ma boto coat ?

   Unan dizeul, eun all divec ?
Riwinet on, mar int collet.

   Mar get disul da foar Langoat,
Digasset d’in eur boto coat.


   Setu aze triouac’h diner ;
Digasset daou liard d’ar gêr ;

   Daou liard all ’n eur boto coat,
Daou liard da ober cher vad.


Françoise Mao.

____________