Zon ar c’huenn
’N noz tremen, na gouskis takenn,
Kement oan draillet gant ar c’huenn :
C’huenn du, c’huenn ru, c’huenn griz, c’huenn bail,
Kement c’hoanenn zo tout am draill !
C’huenn ar merc’hed ’c’h ê ’r re wassan :
Me zo approu a gement-man.
En de all ’c’h is zioul gant ma dorn
Hac a dapis eun a oa born.
Ha me d’hi c’hass d’ar meudeusinn,
Oe hanvet d’in ar Filouinn,
Hi lacâd d’ehan war ann dol ;
Hac hi o lampad en he gaol ;
Ar wreg oc’h erruout en ti,
’C’h essa dispega anezhi.
— Chouch ! emez-han, n’eus ket da douch,
Pe ôtramant collfet ho couch.
Touche-mi, touche-main,
Touche la bedain.
Ar re-ze zo castrillès
Ozet gant Mari Fransès !
Scrivus, paillotinn,
Eur gours-gris, en latinn.
Couillec, kémener. — Guerliskinn.