’N eur park balan

Imprimerie Francisque Guyon, 1922  (p. 39)



IV.


’N eur park balan
————

Etrezomp paotred ha merc’hed,
Alïes ’c’hoariomp kuzet
O tiwall ar zaout er prajou,
Er parkeier hag er c’hoajou,
Hag a-wechou ’n eur park balan.
Pebez plijadur p’oamp bihan !

Va amezegez Nann ha me
Eno peurvuia ’n em gave,
Ha pa veze lavaret : « Koug ! »
— En se na welit ket a zroug —
E kuz ar memes bod balan
’Veze Ivonig hag e Nann.

E-lec’h en em glask ’n eur c’hornig,
Ni ’jome d’ober kuzulig
’N eur boket an eil d’egile
’Vel daou vugel en o gwele.
Pebez plijadur p’oamp bihan,
C’hoari kuz en eur park balan !

E kornig an oaled em zi
’M euz sonj e laken da deuzi
En eul loa houarn eun tamm stên :
D’am c’halonig ’rên eur walen
Evit bravât he biz bihan
’N eur c’hoari kuz er park balan.

Eur wech, war-lec’h hon mignoned
Kalz re bell e chomjomp kuzet ;
Diwezat ’n em gavjomp er gêr ;
Gant hon mammm ’klevjomp eur bater,
Ha n’ejomp ken d’ar park balan
A-gevret gant ar re-vihan.

Breman, goude beza oajet,
N’eo ket heb dudi, am c’hredet,
’Sonjan en oad ’rên allazig,
Em yaouankiz, pa oan paotrig,
D’an hini a c’halven va Nann
O c’hoari kuz er park balan.