◄ | Evit ar sul quenta eus an Azvent | Evit an eil sul eus an Azvent ► |
ESUS a lavaras d’e Zisquibien: beza e vezo Signou en Heaul, el Loar hac er Steret ; hac ar Mor a rai un drous quer bras ha quen horribl, ma vezo an dud en un dristidiguez estrainch, peini a raï dezo disec’h a var o zreit. Goudese et vezo guelet Map Doue o tisquen eus an Eé evit barn ar bed-oll. Quemense tout a zigoueo a boent-da-boent. An eê hac an douar a dremeno, mæs va c’hommsou-me
ne dremenint quet. Sant Lucas, Chabist 21.
Considerit penaus da fin ar bed, goude cals a signou bras hac horribl pere a raï dan dud dizec’ha gant spont, an tan o couezan eus an Eê evel un diluich, a zevo hac a lacaï en poultr hac e ludu quement tra a so var an douar.
Varlec’h an diluich-se a dàn, e ressuscito an oll dud, hac ous ar son a raï an Æl gant e drompil, e comparissint e traounen Josafat.
Jesus-Christ ar Barner Souveren a zisquenno eus an Eê gant e groas dirazan, pehini a vezo un ansaign a c’hraç evit ar re vad, hac un ansaign a rigor evit ar re fall ; separi a raï ar re just dious ar re vechant, o lacaat darn en tu deou, ha darn all en tu cleiz. Digueri a rai Levrou ar Goustianç : rei a raï da anaout sclær ha patant d’ar bed-oll maliç ar re vechant, quement pec’het, quement crim o deus grêt epad o buez. Disculia a raï o songesonou muya cuzet, o hipocrizi hac o oll fallagriez. Pebes mês, pebes confusion evito ! Rebeich a raï dezo an abus o deus gret eus an oll graçou hac an oll moyenou en devoa roet dezo evit en em savetei : souffret am eus, emezàn, bete ar maro evidoc’h, ho calvet hac ho clasquet am eus bepret durant ho puez, grêt hoc’h eus atau ar scouarn vouzar, dispriget hoc’h eus va inspirationou ha va oll graçou, va c’huiteet hoc’h eus evit heulia ar bed maleürus, evit contanti hoc’h inclination disordren, evit obeissa d’an drouc-speret. Peguen terribl vezo ar rebeichou-ze, mæs peguer just !
O trei goudese ous e gostez deou o reï da anaout d’an oll innoçanç ar re just, ar vertuziou o deus pratiquet, an œuvrou mad o deus grêt ar poaniou hac ar persecutionou o deus souffret evit gloar Doue. O pebes consolation evit o !
2. P. Considerit erfin ar setanç a brononço ar Barner Souveren a enep ar re vechant : iit, emezâ, iit, tud milliguet, d’an tàn eternel, pehini a so preparet evit an drouc-speret hac ar re o deus e heuliet. Quer buan goude an Arret prononcet, an douar o tont da zigueri en un taul dindan o zreit, e vezint precipitet en Ifern corf hac ine evit devi eternellement. Pebes horrol, pebes disesper ! Consider, ô va ene, an eternite-ze ! O Eternite, Eternite a dourmanchou, te a so serijus hac horribl !
Chelaouit er chontrol ar setanç favorabl a recevo ar re vad : deut, eme Jesus-Christ, deut tud beniguet gant va Zad, deut da guemer possession eus ar Rouantelez a so preparet deoc’h. Pignat a raïnt neuse gantàn en Eê, evit jouissa eus un eürusdet eternel. Pebes graç, pebes recompanç !
Ha songeal à ràn-me alies penaus un deiz e rentin cont da Zoue eus va oll actionou, comsou, songesonou ha penaus e vezin barnet hervez ma œuvrou ?
Songeal a ràn-me penaus ar pec’hejou-ze pere am eus cuzet gant quement a sourci, a vezo disoloet dirac ar bed oll, ma ne labouràn d’o effaci breman dre ur gouir binigen ?
Ar brassa Sænt, goude ur vuez bur ha santel, o deus crenet gant aon rac jugeamant Doue ; pebes spont na dleàn-me quet da gaout, me pehini a so quen dibourvez a œuvrou mad, ha quer carguet a bec’hejou ; cousgoude e vevàn hep aon ebet : e guirionez, var petra eo fontet va assuranç-me ?
O va Salver, c’hui pehini a so bremâ leun a vadelez evit ar bec’herien, na bermetit quet e ancoaën morse e comparissin un deiz dirag ho tribunal terribl, evit renta cont eus va oll œuvrou, ha receo ur setanç a vuez pe a varo eternel. Grit dre ho craç, ma reparin dre ar binigen va fautou tremenet, ha ma reglin quer mad va buez, ma illin esperout receo ur setanç favorabl, ha caout an eur da veuli da jamæs ho misericord gant an Ælez hac an oll Sænt.