Abrege eus an Aviel/Chapistr 12

Prud’homme, 1822  (p. 51-56)



Evit Sul ar Septuagesim.
Abrege eus an Aviel hirio.


ROuantelez an Eê, eme Jesus-Christ, a so hênvel ouz un tad a famil pehini a yeas mintin-mad da glasq labourerien, hac o veza accord a bris gant o ; o c’hassas da labourat en e vinien. O veza cavet da greisdez ha da abardae tud dilabour, e lavaras dezo : perac e chomit-hu aze heb ober netra ? Iit ive da laboürat em guinien, hac e roïn deoc’h ar pez a vezo dleat. Pa oue deut an nos, Mæstr ar vinien a ordrenas d’e zen a affer pêa an oll dud, ha commans dre ar re diveza a voa deut. Ar re eta a ïoa deut d’an abardae o veza tausteet, a recevas peb-hini un diner (pehini a oa pris un devez en amser-ze.) Ar re a ïoa deut dioc’h ar mintin o veza en em bresantet, a songe o devise muy evit ar re-all, mæs ne voe roet dezo nemet ivez peb a ziner. Commans a resont da vurmuri : ar re-ze, emind-y, n’o deus labouret nemet un heur-amser, ha cousgoude o deus bet quement ha ni, ni pere hon eus labouret epad an dez. Mæs ar mæstr a respontas : ne ràn quet a c’haou ouzoc’h ; ne dom-ni quet accord a bris ? Quemerit ar pez a so dleet deoc’h hac en em dennit. Mar fell din rei d’ar re diveza quement ha ma roàn deoc’h ; ha ne d’eo quet permetet din rei ar pez a garàn ? Evelse, eme hor Salver, ar re diveza a vezo ar re guenta, hac ar re guenta a vezo ar re diveza ; car cals a so galvet, ha nebeut so choaset.

Sant Vaze, Ch. 20.
Meditation var an affer eus hor silvidiguez, ha var ar pez a dleomp da bratica evit e ober.

Considerit penaus Doue a zeu d’hor guervel ha d’hon invita da labourat en e vinien, da lavaret eo, da labourat evit silvidiguez hon ene. Hor guervel a ra dre vouez ar Bredicatoret, dre vouez hor Pastor hac hon directeur, ha dre e inspirationou santel. Presanti a ra deomp occasionou d’en em savetei en hor yaouanctis, e creis hor buez, ha var fin hon amser. Queït ha ma edomp voar an douar, e allomp ober hor silvidiguez : Doue en deus ur volonte sincer ha guirion d’hor savetei, hac e c’hraç ne vanq morse deomp. Peguer consolant eo ar vouirione-mâ !

Mar caràn eta, e allàn beza eternellamant eürus. Ha disquiant avoalc’h e vezin-me evit revus un eürusdet eternel a so offret din gant Doue ?

Mar gounean ar Barados, em eus gouneet tout ; mar collàn ar Barados, em eus collet tout. Ar c’henta hac ar brassa affer am eus eta er bed-mâ, eo songeal em silvidiguez.

2 P. Considerit penaus an eürusdet eternel prometet deomp gant Doue, a so ur recompans hac ur gurunen pehini ne vezo roet nemert d’ar re o devezo e gouneet : an Tad a famill ne beas nemet ar re o devoa labouret en e vinien.

Evit ober eta ho silvidiguez, ret eo labourat, ret eo servicha Doue ervad, miret e c’hourc’hemennou, pratica ar vertu, ober œuvrou mad, renons d’ar bed d’ar c’hic, d’an drouc-speret. Eürus ar re o deus-en gret adalec o yaouanctis ! Ar gustum vad pehini o deus quemeret, a ra dezo cavout Lesen Doue æz ha facil da viret, ha redec gant joa en hent eus ar silvidiguez.

Ma ne d’oc’h quet bet quen eürus-se d’en em rei oll da Zoue e commançamant ho puez, commancit da viana eus a vremâ ; beza ez eus recompançou evit ar re memes pere ne doant da vinien an Tad a famill nemet d’an diveza heur eus an dez, da lavaret eo, pere ne gommansont beva ervad nemet var fin o amser. Repari a illit an amser gollet, dre ho clac’har dre ho taëlou, dre ho ferveur, dre ho carantez ardant evit Doue.

Evit en em excita da servicha Doue gant ferveur, en em interrogit bremàn, ha grit-èn a amser-da-amser en ho puez. Evit petra emaoun-me er bed ? Respontit hoc’h-unan : evit servicha Doue ha gounit ar vuez eternel.

Ha cridi allàn-me e antreïn er barados heb ober netra ? Respontit : allas ! ne allàn quet e gridi, heb en em drompla va-unan.

Petra a garren-me beza grêt en heur ar maro ? Respontit :

Peguement a sourci, a boan, a fatig na guemeràn-me quet bemdez evit va c’horf ? Ha petra à ràn-me evit va ene, evit ar barados, evit Doue ? Guelit petra hoc’h eus da respont.

O va Doue, en em offri a ràn deoc’h evit ho servicha gant fidelite bete ar maro. Plige gueneoc’h receo an neubeut amser am eus da veva : e gonsacri a ràn oll d’ho caret ha d’ho servicha, evit repari an amser am eus tremenet hep ho caret. Mez ha confusion am eus o velet n’em eus da bresanti deoc’h nemet ur rest miserabl a vuez, a behini em eus roet d’ar bed ha d’e blijadurezou ar bloaveziou quenta hac ar c’haëra amser. Mæs esperout a ràn, gant ar sicour eus ho craç, e reparin dre ar binigen an amser am eus collet.