Abrege eus an Aviel/Chapistr 24

◄   Evit Guener ar Groas Evit ar sul Fasq Evit ar Lun Fasq   ►


Evit ar Sul Fasq.
Abrege eus an Aviel hirio.


MAri-Madalen, Mari Mam da Sant Jacques, ha Salome en em rentas voar be Jesus-Christ da sao Heaul. Guelet a rezont eno un Æl dindan furm un den yaouanc gouisquet e guenn, pehini a lavaras dezo : Clasq a rit Jesus a Nazaret, pehini a so bet crucifiet : ressuscitet eo, n’ema quet amâ : iit da lavaret da Bêr ha d’e Zisquibien, penaus e vezo arauzoc’h e Galilee : eno eo er guelot, hervez ma en deus-èn prometét deoc’h.

S. Marc. C. 16.
Meditation voar Resurrection hor Salver.

Considerit gloar Jesus-Christ er moment ma ressuscitas. Ret ve compren ar souffrançou hac an humiliationou en devoa anduret en amser eus e Bassion, evit compren ar gloar eus e driomf. Sortial a reas eus ar be caëroc’h ha brillantoc’h infinimant evit an Heaul.

An Ælez oll a zeuas d’e adori evel o Roue hac o mæstr souveren ; hac an eneou pere en devoa delivret eus al Limbou ne heanent oc’h e veuli hac o renta dezàn actionou a c’hras.

Apparissa a reas d’e Vam biniguet, d’e Ebestel ha da gals a eneou devot. Comprenit, mar deo possibl, ar joa e devoe e Vam eürus ous e velet er stad-ze a c’hloar. Considerit ar joa o devoe e zisquibien pa voelsont o Mæstr adorabl pehini a oa o oll esperans ; comprenit ar gonsolation, an dousder, ar ravissamant a santzont en o c’halon.

Beza hon eus oll ar memes raeson hac ind-y d’en em rejouissa, pa zeo ive Resurrection hor Salver an erres eus hor Resurrection da zont, hac ar font eus hon oll esperansou. En em rejouissomp eta en deiz santel-mâ o contempli Mister ar Resurrection pehini a so ur sujet quer bras a fizians hac a gonsolation evidomp.

Petra so capaploc’h d’hor c’honsoli en hor poaniou hac afflictionou en draouen-mâ a zaëlou, eguet consideri penaus ar vuez boanius-mâ ha leun a viseriou a vezo cenchet en ur vuez leun a c’hloar, leun a gontantamant hac a eürusdet.

An esperans-ze da ressuscita un deiz a so bet consolation ar Sænt epad ma o deus bevet voar an douar. An esperans-ze e deus grêt dezo disprijout ar vuez-mâ, hac e deus o c’houraget da bratica pep sort vertuziou. Deportomp eveldo ur resurrection glorius, ha labouromp ive d’e meritout dre hon œuvrou mad ha dre ur vuez santel.

Ya, va Salver ha va Doue, me a gred ez oc’h ressuscitet, hac esper am eus penaus, mar perseveràn en ho servich hac en ho carantez, em ressuscitôt ive evit beva eternellamant gueneoc’h.

Redoublit ho tevotion hac ho ferveur en deiz-mâ pehini a so ar brassa hac ar solenna eus ar bloaz. Mar deus un devez ar bloaz hac a dle beza consacret antieramant da Zoue, eo certenamant an deiz santel-mâ pehini a so dre excellanç devez an Autrou-Doue. Roit-èn oll dezàn, heb rei netra d’ar bed, na d’ho plijadurezou, na d’och afferiou. Ar beden, al lecturiou a zevotion, frecantation ar Sacramanchou, bisitou an Ilisou, an œuvrou a garantez ; cetu aze ar pez a dle occupi hirio pep christen.