Abrege eus an Aviel/Chapistr 23

◄   Evit ar Yaou amblit Evit Guener ar Groas Evit ar sul Fasq   ►


Evit Guener ar Groas.
Meditation voar an Maro hor Salver.


COntemplit Jesus-Christ hor Salver adorabl o pignat voar menez Calvar, carguet eus e Groas ha curunet a spern. Arousi a ra an hent gant e voad, huanada a ra dindan ar boes eus e Groas.

Jesus en deus douguet e Groas, mar fell deoc’h beza e zisquib, e renquit en heulia en ur douguen hoc’h hini. Dre an hent-ze hebquen eo illit erruout en Eê.

Jesus a so disquennet eus an Eê voar an douar evit clasq ar groas ; ha c’hui, petra na rit-hu quet evit terc’het diouz ar c’hroasiou a zeu deoc’h eus an Eê ? Ah ! ma oufac’h ar faveur a ra Doue deoc’h, pa ro deoc’h occasion da souffr un dra benac dre garantez evitàn, ho pe joa hac e teufac’h d’e drugarecât.

En em humiliet o velet ne illit anduri netra evit un Doue pehini en deus anduret quement evidoc’h. Acceptit eus a vremàn a galon vad an oll groasiou a bermeto Doue e errue gueneoc’h.

2 P. Contemplit ho Toue voar ar Groas ; en em arretit amâ un neubet evit consideri e zaouarn hac e dreit treuzet gant tachou evit consideri e voad o redec eus e c’houliou sacr. Contemplit Jesus ho tad, ho pastor, ho squêr, hoc’h esperans unic, o vervel e creiz ar c’hruela tourmanchou.

Mervel a ra dre garantez evidoc’h, mervel a ra evit rei deoc’h ar vuez, mervel a ra evit ho tilivra eus ar maro eternel.

Ha c’houi a oufe revus dezàn ho carantez ? Ha c’houi a ve quen ingrat d’er c’hrucifia a nevez en ho calon dre ar pec’het ?

An heaul a gollas e sclerigen pa varvas Jesus, ar voal eus an Templ a rogas e daou-anter, an douar a grenas, ar vein a fraillas ; ha beza e viot-hu caletoc’h hac insansiploc’h evit ar c’herrec ?

Goëlit, eneou innoçant, gant an Itron Varia ha S. Yan ehars troad ar Groas ; Jesus en deus sacrifiet e vuez dre garantez evidoc’h.

Goëlit, pec’herien penitant, gant Mari-Madelen : ho pechejou a so caus eus a boaniou ha maro Jesus-Christ.

Goëlit, pec’herien obstinet, goulennit misericord gant al laër deou ; Jesus a ressuscito leun a c’hloar, beza e vezo Barner ar re veo hac ar re varo. Ma ne brofitet quet eus e Bassion, ho quervel a raï un deiz dirac e Dribunal, evit goulen ouzoc’h ræson eus e Varo ; rac-ze ma ne fell quet deoc’h en em goll, en em brosternit d’e dreit, goulennit digantâ pardon eus ho pec’hejou, goulennit ar c’hras eus ho conversion ; hac evit satisfaction eus e Varo a behini ez oc’h caus, prometit dezàn d’e servicha hiviziquen gant fidelite, bete mervel dre garante evintâ gant ar sicour eus e c’hras. An amser-mâ a so propr evit en em gonvertissa : Doue a scuill e c’hraçou gant abondans en deiz santel-mâ.

O c’houi, piou benac a vec’h, adorit Jesus-Christ voar ar Groas, deut d’e drugarecât da veza souffret ar maro evit rei deoc’h ar vuez, ha livirit dezàn.

O va Jesus, ansao a ràn ez oun coupaploc’h evit ar Yuzevien : me eo, sioaz din ! me va-unan eo, ma fechejou eo o deus ho lequeet en ur stad quen truezus. Me ho suppli dre ar goad precius hoc’h eus scuillet evidon, da reï din gouir glac’har ha contrition.

Ra varvin gueneoc’h, va Salver, ra varvin d’an drouc-speret, ra varvin da garantez ar bed, ra varvin din va-unan. Ya, ô va Jesus maro dre garante evidon, mervel a ràn hirio dre garante evidoc’h, d’ar pec’het-ze, d’ar goal inclination-ze e pehini n’em eus bevet nemert re, siouz din !