Abrege eus an Aviel/Chapistr 26

◄   Evit ar Lun Fasq Evit ar Meurs Fasq Evit sul ar C’hasimodo   ►


Evit ar Meurs Fasq.
Abrege eus an Aviel hirio.


JESUS a apparissas d’e Zisquibien goude e Resurrection, hac a lavaraa dezo : ar peoc’h ra vezo gueneoc’h ; disquez a reas dezo ar gouliou eus a zaouarn, eus e dreit hac eus e gostez sacr. Explica a eure dezo ar Scritur santel e pehini e oa parlantet anezàn, hac e ajoutas penaus e oa ret e andurze hac e ressuscitze an trede deiz ha ma vize prezeguet ar binigen ha remission ar pec’hejou en e Hano d’an oll nationou eus ar bed.

Sant Lucas, Ch. 24.
Meditation voar ar pemp Gouli.

1 P. Gouliou hor Salver a so ur sujet a fizians evit ar bec’herien pere a zezir en em gonvertissa.

2 P. Beza ez int ur sourcen a gonsolation evit ar re just.

Considerit penaus ez eo evit hon avantaich en deus hor Salver conservet e C’houliou sacr goude e Resurrection ; ha penaus evel ma en deus o disquezet d’e Ebestel evit o c’hreât er feiz, o disquez c’hoas bremâ, evit inspira deomp ur fizians parfet en e visericord hac en e vadelez infinit.

Peguer bras pec’her benac e vec’h eta, na zisesperit quet eus ho silvidiguez. Ha doueti a illit-hu eus a garante Jesus. ? Ha songeal a illit-hu ne ve quet capabl e voad precius da voelc’hi ho pec’hejou ? Ha songeal a rit-hu penaus ar goad pehini a so sortiet eus e C’houliou sacr ne ve quet bet scuillet evidoc’h ?

Ah ! chelaouit petra lavar e-unan deoc’h ho Salver carantezus hac ho Pastor mad : Da glasq ar bec’herien eo oun deut. Ne fell quet din maro ar pec’her, mæs e gonversion. Muy a joa a vezo en Eê voar ur pec’her pehini a ra pinigen eguet voar naontec ha pevaruguent just.

En em dennit er Gouli eus e gostez, hac e lavaro deoc’h : ene paour, ha c’hoant am be-me das condaouni, goude ma em eus scuillet bete ar berad diveza eus va goad evidoud ? Va divrec’h a so astennet, va c’hostez ha va c’halon a so digor evit da receo.

Credit parfet en deus Jesus ur gouir volonte d’ho savetei, car ne zesir netra gant muy a ardeur eguet silvidiguez an oll. Map den ne d’eo disquennet eus an Eê voar an douar, ha ne d’eo maro, nemet evit hor savetei ; hac ouspenze hor silvidiguez a so ar recompans eus e labourou, hac ar gonsolation eus e boaniou.

Credit certen penaus an defaut a fizians e madelez an Autrou-Doue, a ve ur pec’het brassoc’h eguet hoc’h oll disurzou assambles. Hac e tremense ho pec’hejou e nombr hac e grevusdet an oll grimou a so bet hac a vezo biquen commetet voar an douar, e vadelez a so c’hoas brassoc’h, e vadelez a so infinit. Jesus-Christ en deus satisfiet evidoc’h : appliquit deoc’h ar satisfaction-ze dre ur guir gonversion : detestit ho pec’hejou gant ur gouir glac’har, ha bezet assur eus ar pardon anezo.

2 P. Ne deus netra consolantoc’h evit ur C’hristen mad, eguet contempli gouliou hor Salver. Eno e quef e gonsolation en e oll boaniou hac afflictionou. Eno e tesq anduri pep tra dre exempl Jesus-Christ. Pa consider ar pez en deus souffret e Salver dre garantez evitàn, e cred penaus ne all quet anduri avoalc’h evit disquez ive dezàn e garantez hac e anaoudeguez-vad. Contant en em gaf ha leun eo a joa e creis ar boan, ar baourente, ar c’hlênvet, an humiliationou, ar chroasiou, abalamour ma en em vel hènvel ouz Jesus crucifiet, ha ma esper penaus goude beza bet lod en e souffransou voar an douar, en devezo ive lod eus e c’hloar ebars en Eê.

Peguer consolant ha peguen dous a vezo da ur C’hristen pehini en e vuez en devezo bet dalc’het un devotion special evit ar pemp gouli, hac en devezo grêt e bossibl da imita e Salver crucifiet, peguen dous, emoun-me, e vezo dezàn en heur ar maro quemer e grucify etre e zaouarn ha mervel ous e gontempli ? Pebes fizans n’en devezo-èn quet é Croas Jesus-Christ, en e C’houliou sacr hac er goad precius en deus scuillet evitàn !

Peguen dous eo mervel etre divrec’h ar Groas da nep en deus-hi caret epad e vuez !