Abrege eus an Aviel/Chapistr 27

◄   Evit ar Meurs Fasq Evit sul ar C’hasimodo Evit an eil sul goude Pasq   ►


Evit Sul ar C’hasïmodo.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus o veza apparisset d’e Zisquibien goude ma voe ressuscitet, Sant Thomas pehini ne voa quet en em gavet neuse gant ar re-all, ne fallas quet dezàn e gridi, pa el leversont dezàn. A ben eiz dez goude, Jesus a apparissas c’hoas d’e Zisquibien en amser ma oant oll assembles. Lavaret a eure dezo : Ar Peoc’h ra vezo gueneoc’h. Goudeze e lavaras da Dhomas : sellit ouz va daouarn, sellit ouz va gouliou, liquit ho torn em c’hostez, ha ne vezet quet incredul, mæs fidel. Sant Thomas a respontas : va Salver ha va Doue. Jesus a ajoutas : credet hoc’h eus, Thomas, abalamour ma hoc’h eus guelet : eürus ar re a gred, heb beza guelet.

Sant Yann, Ch. 20.
Meditation voar ar Peoc’h.
Ret eo caout ar Peoc’h gant gant an Nessa, ha gueneomp hon-unan.
Ar voyen da gaout ar Peoc’h-ze quen desirabl.

Considerit penaus evit caout ar peoc’h gant Doue, ez eo rêt beva en e c’hras, en e zoujans hac en e garantez. Ne deus quet a beoc’h evit ar re impi, eme ar Speret-Santel. Penaus e oufe un ene beza e peoc’h, o veza emeas a c’hras Doue, hac o velet an danger e pehini ema d’en em goll da james ? An hini n’ema quet mad gant Doue, penaus e ouf-èn en em gavout mad ganta e-unan ? Nep n’en deus quet gras Doue, ne oufe quet en ent gavout contant, pa en defe e-unan oll vadou hac oll plijadurezou ar bed.

2 P. Ret eo beva e peoc’h gant an Nessa. Ne viot quet mad gant Doue, ma n’hoc’h eus ar peoc’h gant ho Nessa. An humilite a gonservo ar peoc’h-ze. Beza ez eus bepret division pe vresel etre ar re superb ; ne ellont guet chom o-unan, na lesel ar re-all e repos. Mæs un den humbl a suport gant patiantet defautou hac imperfectionou ar re all ; maga a ra bepret ar peoc’h, en em ober a ra gant pep-unan, hac an oll a so a-unan ga{{{2}}}tàn.

3. P. Evit caout ar peoc’h gueneoc’h hoc’h-unan, trec’hit da guenta ho coal-inclinationou ; ind-y eo a droubl repos hoc’h ene : ne oufac’h biquen o c’hontanti ; seul-vuy a accordot dezo seul-vuy e c’houlennint, ha seul-vuy ho tourmantint.

D’an eil, en em gontantit eus ho stat : Doue a oar petra so necesser deoc’h ; marteze e vizeac’h-hu en em gollet ma ho pize bet muy a vadou, muy a yec’het, muy a speret.

Songit penaus e permet Doue quement a erru gueneoc’h, evit e c’hloar hac evit ho profit, hac en em guefot contant petra benac a oufe erruout. O peguer consolant eo da un ene affliget songeal ha lavaret : Doue a fell dezàn em be ar boan-mâ, an affliction-mâ, ma avantaich eo. Pebes repos a sant e goelet e ene an hini a lavar gant sincerite : va Doue, me en em abandon etre ho taouarn ; ne zesiràn nemedoc’h, va Doue, enoc’h ema va fizians.

Erfin ho pêt ur goustians pur ha net, hac e jouissot atau eus ur peoc’h pehini ne ouffe quet beza troublet gant tra ebet. Coustians ur pec’her ne hean ous e dourmanti e peb-lec’h ; ha coustians un den just a so ur sourcen a joa hac a gontantamant. Coustians ar re vechant a so un Ifern : coustians ar re vad a so ur Barados.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Ha beza am eus-me ar peoc’h gant Doue ? Ha lavaret a allàn-me am eus gret va fossibl evit en em lacât mad gant ma Doue ? Va c’houstians ha na rebeich-y netra din ?

Penaus e vevàn-me gant va nessa ? Suporti a ràn-me gant patientet e humor, e zefautou, e imperfectionou ? Ne doùn-me quet va-unan chagrinus, scandalus, turbulant ?

Ha beza am eus-me ar peoc’h enòn ma-unan ? En em gontanti a ràn-me eus va stad hac eus va c’hondition ? Souffr a ràn-me ma foaniou a galon vad ? En em soumeti a ràn-me e pep tra da volonte Doue ?

O va Doue, grit ne ancouaïn morse penaus ne allan quet caout ar peoc’h interieur hac ar repos a goustians nemet en ur veva en ho cras hac en ho carantez, en ur suporti va nessa gant patiantet, en ur drec’hi va goal-inclinationou, hac en ur souffr ar poaniou eus ar vuez-mâ gant ur resignation parfet d’ho polonte divin.