Abrege eus an Aviel/Chapistr 3

◄   Evit an eil sul eus an Azvent Evit an drede sul eus an Azvent Evit ar bevare sul eus an Azvent   ►


Evit an trede Sul eus an Azvent.
Abrege eus an Aviel hirio.


Sant Yan-Vadezour interroget gant ar Farisianet hac èn a oa Elii, pe ur Profet, a respontas ne oa nac an eil nac eguile. Piou oc’h-hu eta, emind-y, ha petra a livirit-hu ac’hanoc’h hoc’h-unan ? Neuse e lavaras : Ne doun nemet ur Voues digacet gant Doue evit avertissa ar bed d’en em brepari da receo ar Messii, da behini ne doun quet dign da zilassa e voutou.

Sant Yan. Ch. I.
Meditation var ar Humilite.

Considerit humilite Sant Yan. Respont a elle d’ar re pere en interroge, penaus e voa Profet ha Precursor ar Messii ; cousgoude e humilite a reas dezàn lavaret ne oa quet Profet, penaus ne oa quet dign da zilassa e voutou d’ar Messii.

Ar brassa Sænt a so bet ar re humpla en o amser : cuzet a reent muya ma ellent o vértuziou, hac ar pez o devoa a vras hac a excellant : ne zesirent ha ne glasquent nemet beza reputet evit netra, ha beza dispriget gant ar bed. Beza o devoa santimanchou isel aneze o-unan, ha n’en em gonsiderent nemert evel ar re distera eus an oll, hac evel ar brassa pec’herien.

Ha me ma-unan, pehini ne doùn nemet ur pec’her, pe seurt santimant am eus ac’hanon-me ? N’en em breferàn-me quet d’ar re-all ?

Eleac’h desirout beza reputet evit netra ha beza dispriset gant ar bed, ne glascàn-me quet beza estimet ha meulet ?

Mar em eus ur mad pe un avantaich benac dreist ar re-all, n’en em c’hlorifiàn me quet e guemense, ha n’er publiàn-me quet elec’h e ouach, pe da viana tevel, ha raporti an oll gloar da Zoue ?

Ha caret a ràn-me an disprisanç hac an injuriou, pe da viana hac aoalc’h a humilite am eus-me evit o souffr gant patiantet hac eb en em glem ?

Ne doun-me quet quen arrogant ha quen ourgouillus na allàn quet soufr an distera disprigeanç, pe ar biana humiliation ? Febes differanç etre santimanchou ar Sænt ha va re-me ! Peguen humbl oant-ii, ha peguen ourgouillus oùn-me !

Cousgoude ma ne doùn humbl, ne antreïn birviquen e Rouantelez Doue. Ar superbite e deus collet an drouc-Ælez, o chasseet eus an Eê hac o frecipitet en Ifern. Doue a resist ous ar re superb, hac a ro e c’hraçou d’ar re humbl. An nep en em iselaï, eme hor Salver, a vezo hueleet, hac an nep en em huelaï, a vezo iseleet.

Va ene, en em gonsider da-unan, consider da fragilite, da bec’hejou ha da neant, hac e quivi pe-a-dra d’en em humilia.

O va Doue, ne gavàn enoùn nemet re a sujet d’en em humilia ; mæs ne allàn quet beza humbl nemet dre ho misericord ; accordit din eta, me ho suppli, ar c’hraç d’en em zisabusi dious ar santimanchou vaen a istim am eus bet ac’hanon bete vremâ : roït din ar c’hraç d’en em zisprijout va unan : roït din ar c’hraç da suporti ha da garet an disprigeanç hac an humiliationou hervez an exempl hoc’h eus roet din, quen dreizoc’h hoc’h-unan, quen dre ho Sænt.