◄ Evit ar sul goude ar Yaou-Basq | Evit sul ar Pantecost | Evit al Lun ar Pantecost ► |
Onsiderit penaus an Ebestel hac an Disquibien en em retiras oll assembles er Cenacl evit en em disposi da receo ar Speret-Santel, hervez ma en devoa ordrenet dezo o Mæstr divin abars ma pignas en Eê. Tremen a reent eno o oll amser er retret, er silanç hac en oræson, ha da benn dec devez ar Speret-Glàn a zisquennas varnezo didan ar furm a flammou tàn.
Scleraat a reas o ententamant, rei a eure dezo un intellijanç parfet eus an huela Mysteriou, anflammi a reas o c’halonou dre ar flam eus ar garante divin, inspira a reas dezo ur zêl ardant evit silvidiguez an eneou, hac ur gouraich ferm evit preseg an Aviel en despet d’an dangerou da bere e oant exposet abers ar Yusevien hac ar Bayanet ; rei a eure dezo an donæson da brezeg e pep seurt langaich, hac ar vertu da douich ha da gonvertissa ar c’halonou muya caledet.
Querquent ha ma o devoa recevet ar Speret-Santel, n’o devoe quen sonch nemet da heulia e inspiration. Sant Pêr en ur sortial eus ar Cenacl, a brezegas e creis an dachen, hac a gonvertissas tri mil den en e guenta sermon, ha pemp mil en eil. Mont a resont daou-a-daou dre an oll carteriou eus ar bed evit instrui ar bobl ; anduri a resont abers an Dirantet pep seurt goal-dretamanchou ; contant ha joaüs da souffr evit gloar Jesus-Christ, instrui a reent ar bobl bete voar ar chafodou, ha siella a resont erfin gant o goad an testeni a rentent d’ar Feiz a brezeguent.
Admiromp an nerz ; ar gouraich, ar vertu a ro ar Speret-Santel d’ar re a so fidel da heulia e inspiration.
2 P. Considerit penaus ar Speret-Glàn a zeu c’hoas bemdez hac espicial en deiz santel-mâ, d’en em gommunica d’an eneou a so disposet d’e receo, ha penaus e teu da brodui ive enno effejou admirabl.
Distaga a ra o c’halon diouz ar bed, ober a ra dezo saouri ar madou celestiel, o scleraat a ra en o douëtou, o frotegi en dangerou hac en tentationou, o c’honsoli en o afflictionou ; ober a ra dezo santout muy a gontantamant ha muy a zouçder en humiliationou hac er souffrançou, evit ne sant tud ar bed e creiz o flijadurezou hac o zriomfou. Petra a illit-hu da zesirout en traouïen-mâ a zaëlou a guement a ve avantajussoc’h ?
Evit en em disposi eta da receo ar Speret-Santel, ho pêt sourci, da guentâ, da burifia hoc’h ene diouz quement a alle displijout dezàn hac e ampeich da ober e zemeuranç en ho calon. D’an eil, en em retirit dious trous ar bed, ha supliet dre bedennou fervant ar Speret divin-ze da gomunica deoc’h e c’hraçou hac e zonæsonou, ha da guemer possession eus ho calon.
Speret-Glàn, disquennit, me ho supli, em ene ; quemerït possession eus va c’halon : deut d’am frotegi a enep adversourien va silvidiguez ; distaguit va c’halon diouz an douar, grit din saouri an traou celestiel, carguit va memor a songesonou santel, scleraït ma entendamant, hac alumit em c’halon ar flam eus ho carante divin.
Goulennit ar memes graçou evit ho Nessa, ispicial evit ar re ma oc’h obliget da bidi.
P e d e n pehini a illit ober alies er Goueliou-mâ, hac a illit memes da gana.
Deut, deut bremâ enomp, Speret-Santel,
Ni ho suppli, deut en ho pobl fidel,
Disquennit da sclerrât hor sperejou,
Da doma dre ho craç hor c’halonou.