Abrege eus an Aviel/Chapistr 42

◄   Evit ar 4 sul goude ar Pantecost Evit ar 5 sul goude ar Pantecost Evit ar 6 sul goude ar Pantecost   ►


Evit ar pempet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


JEsus a lavaras d’e Zisquibien ha d’ar bobl : ma ne d’eo gouel ha parfetoc’h hoc’h œuvrou evit re ar Farisianet, ma n’hoc’h eus quet muy a vertu evito, ne antreot quet e Rouantelez an Eê.

Sant Vaze. Ch. 5.
Meditation voar an intention vad a dleomp da gaout en hon actionou.

Considerit penaus ar bris hac ar merit eus hon actionou a zepand eus an intantion gant pehini o greomp. Mar deo mad hon intantion, hon action a so ive mad, nemet cousgoude na ve quet un dra difennet : mar deo fall hon intantion, hon action a so ive fall. An distera action grêt gant un intantion santel hac e stad vad, a so agreabl da Zoue ha dign eus ur recompans eternel ; er c’hontrol ar c’haëra actionou grêt gant un intantion fall, a so rebuttet ha reprouvet gant Doue.

Ar Farisianet a ree cals a euvrou mad hervez an apparans, ober a reent Oræsonou hir, yun a reent ha rei an alusen : cousgoude e voent blamet ha rejetet gant hor Salver, abalamour ne voa quet evit Doue e reent quemense, mæs evit beza meulet gant ar bed, ha tremen evit tud devot ha charitabl.

Pe seurt intention hoc’h eus-hu bet bete vremâ en hoc’h actionou ? Ha n’hoc’h eus-hu quet grêt darn anezo gant un intantion fall evel ar Farisianet, evit beza guelet hac estimet gant an dud ?

Pe seurt intantion hoc’h eus-hu bet bete vremâ en hoc’h actionou ?

N’hoc’h eus-hu quen intantion en ho labour, nemet da c’hounit peadra da veva, pe da grisqui ho madou ? Chetu aze eta an oll recompans ho pezo, na esperit quet a recompans all en Eê ; en heur ho maro en em gueffot ho taouarn goullo, hac e lavarot : cals a boan am eus quemeret, ha n’am eus gouneet netra : labouret am eus cals evit an douar hac evit va c’horf, ha n’em eus grêt netra evit an Eê, netra evit ma ene, netra evit Doue.

Tennomp muy a profit eus hon labour hac eus hon oll actionou dre ar sourci a guemerimp d’o raporti oll da c’hloar Doue. N’en em gontantomp quet da offri da Zoue hon actionou e general, en ur lavaret dious ar mintin ar c’homsou-mâ eus an adoration :

Quement a rin ha lavarin,
A songin hac a andurin,
Offri a ràn da c’hloar, etc.

mæs offromp-ii c’hoas e particulier pa o c’hommansomp.

Labourat a reot ive hep nec’h ha gant contantamant, mar savit a amser-da-amser e creiz ho labour ho calon varzu Doue, hac ho taoulagat etresec an Eê, en ur lavaret interieuramant : Evit an Eê eo, evit Doue eo e labouràn ; ma ne brosper quet ma labour, ma foan ne vezo quet collet.

Pe seurt labour benac e reot, pe en ty pe er parc, pe memes en dro d’al loenet, grit-èn en intantion da ober e quemense bolonte Doue, pehini a fell dezàn e labourremp hac e poaniemp pebhini en e etat hac en e gondition. An traou-ze a so dister enno o-unan, mæs an intantion santel gant pehini o greot, o rento bras ha precius dirac Doue, pehini a gonsider muy an intantion hac ar galon gant pehini e agissomp, eguet an action, peguer bras bennac e ve.

Muy a istim a ra eus un dra dister grêt gant cals a garantez evitàn, eguet na ra eus a draou bras grêt gant nebeutoc’h a garantez.

O va Doue, pebez queuz am eus-me da veza negliget ur voyen quen æz ha quer facil da sanctifia ma actionou, d’o renta ageabl d’ho majeste, ha da zestum un tenzor evit an eternite.

N’hoc’h eus ma c’hrouet, va Doue, nemet evit ho servicha, just eo ne labourren nemet evidoc’h, just eo n’am be quen intantion em oll actionou nemet da blijout deoc’h ha da accomplissa ho polonte. Chetu aze ar resolution a guemeràn, ha da behini e vezin fideï hivisiquen gant ar sicour eus ho cras.