Abrege eus an Aviel/Chapistr 49

◄   Evit an 11 sul goude ar Pantecost Evit an 12 sul goude ar Pantecost Evit an 13 sul goude ar Pantecost   ►


Evit an daouzecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


UN Doctor eus al Lesen o veza goulennet ouz Salver ar bet petra a dlie da ober evit beza salvet, e respontas dezàn : petra so scrivet el Lesen ? Scrivet eo, eme an Doctor : caret a reot Doue a greis ho calon, hac ho nessa eveldoc’h hoc’h-unan. Grit guemense, eme hor Salver, hac e vefot. Jesus a lavaras dezàn goudeze : ur Samariten o veza rancontret voar hent Jerico un den blesset ha pillet gant al laëron, en devoe truez, outàn, e lacât a eure voar e varc’h, hac e gondui a reas d’an hostaliri, e pe lec’h en devoue sourci anezàn hac e reas e banci, ha pêa a eure evitàn. Iit, eme neuse hor Salver d’an Doctor, ha grit evelse d’ho nessa.

Sant Lucas. Ch. 10.
Meditation voar ar garante e quenver an Nessa.

1 P. Peguer just ha peguer ræsonabl eo ar Gourc’hemen a ra Doue deomp d’en em garet an eil eguile.

2 P. E pe fæçon e tleomp en em garet evit miret ar Gourc’hemen-mâ.

Considerit penaus ez oump oll breudeur ha c’hoareset : beza hon eus ar memes Tad : bugale omp oll da Zoue, ha bugale d’an Ilis : esper hon eus oll da veva assambles en Eê epad an eternite.

Doue a gommand deomp en em garet an eil eguile. Un Tad mad eo pehini a fell dezàn e ve ar peoc’h hac an union etouez e vugale.

Peguer just ha peguer ræsonabl eo ar gourc’hemen-mâ, peguen dign ef-èn eus a vadelez ha furnez an Autrou-Doue, ha peguen avantajus evidomp !

Ma ve miret mad ar gourc’hemen-mâ gant pep-unan, ma ve carante etre an oll, peguen dous ha peguen agreabl ve d’an eil beva gant eguile ! Ne ve er bed nac injustis na dislealdet, na trous na scandal, nac avi nac ambition ; pep-unan a ve prest ha pront da sicour e nessa en e ezomou ha de gonsoli en e boaniou, ar bed a ve eguis ur Barados.

2 P. Considerit penaus evit miret ar gourc’hemen-mâ e tleit caret ho nessa evel ma en em guirit hoc’h-unan, da lavaret eo, desirout ha procuri dezàn ar memes mad evel deoc’h hoc’h-unan, ober dezàn ar pez a garrac’h a ve grêt deoc’h hoc’h-unan, lacât evez na raec’h dezàn ar pez ne garrac’h quet a ve grêt deoc’h, ma veac’h en e blas.

Ar garante, eme an Abostol Sant Paul, a so dous ha patiant, ne d’eo quet ambitius, ne glasq quet he frofit he-unan, n’en em faich quet, ne sonch quet a zrouc eus ar re all, anduri a ra pep tra, esperout a ra pep tra, suporti a ra pep tra.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Hac ar re-ze eo va santimanchou ha va dispositionou-me e quenver va nessa ?

Ha joa am eus me pa erru gantàn ur mad pe un avantaich bennac ? Ha truez am eus-me outàn, pa er guelàn er boan pe en affliction ?

E sicour a ràn-me en e ezomou, pratica a ràn-me en e andret au œuvrou a visericord quen spirituel quen corporel, pa allàn e ober ?

Suporti a ràn-me e humor hac e infirmiteou gant ar memes patiantet ma tesiràn e ve suportet va re-me ?

Mar caràn va nessa, n’er c’haràn-me quet dre ur garante naturel hepquen, abalamour ma eo mignon din, pe abalamour ma en deus grêt plijadur evidon ?

Mar gràn vad d’am nessa, n’er gràn-me quet dre interest heb quen, abalamour ma esperàn receo digantàn ur servich pe un avantaich bennac ?

Hac abalamour da Zoue eo e caràn-me va nessa, abalamour ma eo crouet gant Doue hervez e Imaich, abalamour ma ordren Doue din e garet ?

Pa ràn vad d’am nessa, e ober a ràn-me evit Doue, o consideri Doue e personaich va nessa ?

O va Doue, goude an assurans a roït din em zretot eguis ma em bezo tretet va nessa, penaus a allàn-me mancout da veza carantezus ha truezus en e andret, me pehini am eus quement a ezom eus ho misericord hac eus ho carante ?