Abrege eus an Aviel/Chapistr 48

◄   Evit an 10 sul goude ar Pantecost Evit an 11 sul goude ar Pantecost Evit an 12 sul goude ar Pantecost   ►


Evit an unnecvet Sul goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


PResanti a rezur da Salver ar bed un den bouzar ha mud, evit ma plich-ze gantàn e renta pare. Jesus o veza e dennet eus ar foul a ïoa en dro dezàn, a lacas e viziat en e ziouscouarn, hac a douchas ouz e deaud en ur lavaret : En em zigourit ; ha quer buan e ziouscoarn a zigoras, e deaud en em gavas libr, hac e parlantas distinctamant. Jesus a zifennas ouz ar bobl discleria ar miracl-ze : mæs seul vuy e tifenne, seul vuy er publient, en ur lavaret gant admiration : Grêt mad en deus pep tra ; roet en deus ar c’hlevet d’ar re vouzar, hac ar parlant d’ar re vud.

Sant Marc, Ch. 7.
Meditation voar ar resination hac ar soumission da volonte Doue.

Considerit penaus ne arru netra er bed nemet dre urz Doue pe dre e bermission, ha quement a ra a so grêt mad.

Doue pehini a vêl an amser da zont evel an amser bresant, a oar petra so necesser deomp ha petra eo ar guella evidomp. Doue a so hon tad, hac un tad carantezus pehini ne bermet netra a guement na ve profitabl evit hor silvidiguez. Just eo deomp eta en em abandoni d’e brovidanç, en em soumeti d’e volonte, ha receo a galon vad quement a blich gantàn da rei deomp, ar c’hlenvet evel ar yec’het, ar baourente evel ar binvidiguez, an afflictiou evel ar gonsolation.

An den santel Job o veza collet e vadou bras hac e oll vugale, o veza ouzpenze affliget gant ur c’hlenvet estrainch, en em gonsole e-unan en ur lavaret : Doue en devoa o roet din, Doue en deus-y lamet diguenê ; ra vezo meulet e hano. Livirit eveldàn pa erruo gueneoc’h ur boan, ur c’holl pe un drouc bennac : Doue eo en deus permetet ar c’holl-mâ, an affliction-mâ : Doue ra vezo meulet. Peguer consolant eo ar songeson-ze ! comprenit-hi en hoc’h afflictionou, hac e viot souden consolet.

Renoncit d’ho polonte propr, ha desirit ma vezo accomplisset bepret bolonte Doue voarnoc’h ; e lavaret hac e c’houlen a ret bemdez er Bater : Ho polonte bezet grêt en douar evel en Eê ; mæs marteze el livirit-hu gant neubet a attantion ha neubet a frouez. Commancit eus a vremâ d’e lavaret gant muy a sincerite ha muy a fizians.

Goulennit alies digant Doue, ispicial en traou important, ar c’hras da anaout e volonte ha d’e heulia.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Ha beza am eus-me ur soumission parfet da volonte Doue ?

En em gontanti a ràn-me eus ar stad e pehini oun lequeet gant Doue ?

En em resina, en em soumeti a ràn-me d’e volonte pa ve control an amser, pe erru ur goall vloavez ?

N’en em glemàn-me quet, ne vurvuràn-me quet, pa stourm un dra bennac ouzon, pa zigouez guenê un drouc bennac, ur goall affer, ur c’holl, un humiliation bennac ?

Ha ! va ene, a beguement a sourciou inutil, a jagrin hac a boan na vês-de quet quyt, ha pequen eürus. a vês-de, ma ne zesirres nemet ar pez a fell da Zoue !

O va Doue, ho polonte ra vezo bepret va hini. Disposit ac’hanon hervez ma plijo gueneoc’h, roït din ar pez a blijo gueneoc’h, me a recevo pep tra eus ho torn hac ho meulo a bep tra ; ra vezo grêt ho polonte, ha non pas va hini. Va Doue, ne zesiràn nemedoc’h ; va Doue, en em abandoni a ràn etre ho taouarn.