Abrege eus an Aviel/Chapistr 58

◄   Evit an 20 sul goude ar Pantecost Evit ar 21 sul goude ar Pantecost Evit ar 22 sul goude ar Pantecost   ►


Evit ar c’henta Sul varn-uguent goude ar Pantecost.
Abrege eus an Aviel hirio.


ROuantelez an Eê, eme hon Salver, a so hênvel ouz ur Roue pehini en ur ober d’e receourien ha servicherien renta cont dezàn, a gavas unan pehini a dlie dec mil talant ; hac evel n’en devoa quet peadra d’o fêa, e ordrenas ma vize guerzet e oll vadou evit pêa e zle. Ar servicher-ze en em daulas d’e dreit, er pedas da rei amser dezàn, hac a brometas er peesse. E Væstr gant truez outàn a bardonas deza an oll som a dlie. Quer-buan goudeze ar servicher-mâ o veza cavet unan eus e gonsortet pehini a dlie dezàn cant diner, er gourdrouzas oc’h e zerc’hel dre’r gouzoug ; pee din, emezàn, ar pez a dlees. Heman er suplie hac a lavare ; roït din un neubet amser, ha me ho pêo ; mæs n’er chelaouas quet, hac e lacât a eure er prison. Ar Roue o veza clevet quemense, a reas e c’hervel hac a rebechas dezàn : servicher fall, pardonet am boa deoc’h quement a dleïac’h din, abalamour ma ho poa ma fedet ; na dleïach-hu quet eta ive caout truez ouz ho consort, evel ma em eus-me bet ouzoc’h ? Neuse e ordrenas e brisonia quen na en devize peet e oll dle. Evellen eo, eme hor Salver, e viot tretet gant va Zad Celestiel, ma ne bardonit d’ho Preudeur.

Sant Vaze. Ch. 18.
Meditation. Ret eo suporti hon nessa gant patiantet, douçder ha madelez, evel ma oump suportet gant Doue.

Considerit penaus peb-hini ac’hanomp a so represantet dre ar servicher-ze. Peguement na dleomp-ni quet da Zoue, pehini a so ive represantet dre ar Roue-ze ? Peguement a dleomp-ni d’e vadelez evit an oll graçou hac a oll vad en deus grêt deomp ? Peguement a dleomp-ni d’e justis evit ar pec’hejou hon eus commetet ? Peguement a dleomp-ni d’e batiantet da veza hor gortoet queit amser, ha roet deomp ar spas d’en em anaout ha da ober pinigen ?

Ingrat oump e quênver an Autrou-Doue, e offanci a reomp bemdez, ha cousgoude, ne zeu quet d’en em vengi na d’hor punissa. O caout mil moyen d’hor c’holl, en deus ar vadelez d’hor suporti, ne hean hoc’h ober vad deomp, hac hor c’harga a ra bepret eus e faveuriou.

Admiromp ha meulomp e batiantet, e zousder, e vadelez, ha rentomp dezàn actionou ha c’hras.

2 P. Considerit penaus ar pez a ra Doue en hon andret, a dle disqui deomp ar pez a dleomp da ober hon-unan e quênver hon nessa ; ha cousgoude hon eus poan oc’h en em suporti an eil eguile ; ne allomp quet anduri an distera tra gant hor breudeur, ne fell quet deomp souffr ur goms hepquen, beza ez omp impatiant, colerus, venjus, cruel, evit traou pere ne dint netra pe casi netra.

Ne dleomp-ni quet caout aoun ne lavarre Doue deomp evel d’ar servicher fall-ze : Na dleïac’h-hu quet caout truez ouz ho preudeur evel ma em eus-me bet truez ouzoc’h ? Ha pebes sujet n’hon eus-ni quet da gaout aoun ne rae Doue deomp ar rebeich terribl-ze, goude ma en deus discleriet Jesus-Christ penaus e quemer evel grêt dezâ e-unan an oll droug a rêr d’an nessa, ha penaus e varno heb misericord ar re a vezo bet criz ha didruez e quênver o brudeur.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Penaus en em gomportàn-me e quênver va nessa ? souffr a ràn-me gant patiantet e humor hac e imperfectionou ? me a fell din e ve suportet va re, just eo din eta caout ar memes madelez evit ar re-all.

Anduri a ràn-me gant patiantet an offansou a rêr din, hac o fardoni a ràn-me a galon ? E lavaret a ràn bemdez er Bater, mæs ha gant guirionez el lavaràn-me ?

Ne doùn-me quet rust e quênver ar re a so dleourien din, n’o foursuàn-me quet gant rigor, ha memes en amser n’emaïnt quet e stad da bêa ?

O va Doue, ma zreti a reot er memes fæçon ma em bezo tretet va bredeur ; grit din eta dre ho craç o suporti gant douçder ha gant patiantet, evel ma em suportit hoc’h-unan, evit ma allin caout graç ha misericord dirazoc’h.