Al Labourer hac e Vugale.

◄   An Den gant e ziou Vroeg. Al Labourer hac e Vugale. Ar Vageres hac ar Bley.   ►



FABL 84.


Al Labourer hac e Vugale.


Eul labourer voa er c’hontre
En devoa cals a vugale
Pere en em gave dies
Oc’h accordi tout assambles.
Ne rent qet cals deus a etat
D’ar pez a lare d’ê ho zad.
Eun de e voa ebars en ty,
Gante oll ne vancqe hini,
An den mad en deus commandet
Ma vije dezàn digasset
Eur fagodennat goalinier
En devoa gante da ober.
Neuse en em adressi d’ê,
Er fesson-màn a commande :
Voa red terri ar goalinier,
Ar fagoden tout en antier.
Dre ho oll ners ar vugale
A eszez ho zerri neuse ;
Mæs ze ne voa qet re facil,
Rac ho foan a voe inutil.
Neuse en deveus lavaret :
Ar fagoden diserreet ;
Qemeret pep a dam bian
Hac ho zorret hep cavet poan.
Ar pez neuse o veza gred
N’ho devoe qazi poan ebet.

Silanç deze a imposas :
Ma bugale ger, a laras,
Entre ma veet evel-ze
Deus a eur memeus bolonte,
Ne elfet qet bea venjet
James gant ho c’hinimiet ;
Mæs mar delc’her inimitie
An eil en qever egile,
Nep piou bennac en devo c’hoant
D’ho coll, a raï facilamant.

Sans moral.


Pa rene an desunion,
An dud coz demeus ar c’hanton
Da represanti qement-ze
A gasse goalinier gante.
Eur roue demeus ar Scyri
A eure eur memeus c’hoari
Pa voa en articl ar maro,
E oll vugale var e dro.


————