FABL 85.
Ar Vageres hac ar Bley.
Eur vageres a venace
E bugel pini a grie :
Ma na geres tevel, emei,
Mèn roïo da zibri d’ar bley.
A boan e devoa prononcet,
Ar bley en devoa ententet ;
E zonjeal e tapje eun dra,
Da gichen an ty e tosta ;
Mæs er fin e voe contraignet
Da vont d’ar c’hoat ep tam ebet.
Ar bugel ne chom qet difun
Hac e rencqas mont quit var yun.
Ar vleyez, p’e deus-an guelet
Qen golo e goff retornet,
Diontàn neuse e c’houlle :
Petra a so deut ganez-te ?
Ar bley trist en deus respontet :
Allas ! nèn deus netra tapet.
Ar vageres a bromete
Reï din e buguel, mar goelje ;
Ne deus roët nemet comso,
Hac e deus tromplet ac’hanon.
Sans.
Esop en deus c’hoant da laret
Ne fiet qet re en merc’het,
Rac ho fenn a so variant
Ha sujet bras d’ar chanchamant,
Laret a ra meur a zoctor
E sujont d’al loar pe d’ar mor,
Mæs ar c’hredapla ve al loar
Da gas ho fenn el lec’h ma car.
|
————
|