Al Leanes
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Al leanez.
Ter noz ’zo na gouskis banne,
Ha henoz na rinn ket arre,
Met briata ma oreiller,
’Sonjal ve ma dous em c’hever. [1]
Na oa met trizek vloaz oajet,
Pa defoa bet ur chapeled,
Ur chapeled pemp dizenes,
Da dougen ’n enor d’ar Werc’hes.
Ur chapell a oa ’n he c’hichenn,
Oa hanwet chapell Vur-wenn,
Hag hi ’sonjal en he c’halon
Mont en-hi d’ober orèzon.
Ur c’hloarek iaouank, o tremen,
A remerkas ar sklezrijenn ;
A remerkas ar sklezrijenn
Euz a Vari en he fedenn.
Hag hen lakâd ’n he fantazi
Mont er chapell da gomz out-hi :
— Salut d’ac’h-c’hui, ma dous Mari,
A c’hui deufo d’ar gêr ganin?
— Oh ! ia, ’mezhi, ma servijer,
Pa ’z hoc’h arru, me ’c’h aï’ d’ar gêr,
’Wit ur wez n’ho refusinn ket,
M’ho ped ur wez-all na deut ket.
Pa oant gant ann hent o vonet,
Ur walenn d’ezhi ’n eus roët :
— Fete gwalenn na gomerran,
Na war vizied na lakan ,
met ur walenn a-beurz Doue
’Zo etre-z-omp ha nez ha de.
Pa oant gant ann hent o vonet,
Komzo dimizi ’zo savet.
— Na dimezinn ket ’wit ar bloa,
Ha kenneubeud a rinn da vloa,
Na da vloa, na bikenn james,
Me ’renko mont da leanes.
Ar c’hloarek, pa hen eus klewet,
Kimiadi hen eus goulennet.
— Mar eo kimiadi ’c’houlennet,
Dalet ma dorn, ha kimiadet;
Dalet ma dorn, ha kimiadet,
’Wit d’am bisaj na bokfet ket :
Na bokfet pelloc’h d’am bisaj,
Achu amzer ’r vignoniaj.
Ar verc’h Vari a lavare
Er gêr d’he mamm, pa arrue :
— Mar karfac’h roï ma mado d’in
Me ’c’h afe gant-hê d’al leandi ?
— Penoz, ’mezhi, ma merc’h Mari,
Penoz monet d’al leandi ?
Penoz monet d’al leandi,
Ur verc’h a zo ken koant ha c’hui ?
Tud santel a-walc’h am eus grêt,
Na p’am eûs-me grêt tri bêlek ;
Na p’am eûs-me grêt tri bêlek.
En ur golaj en Sant-Briek.
Ho c’hoar hena ’zo leanes,
Er gouent vraz a Sant Franses,
Ha c’hui, ’mezhi, ma merc’h Mari,
A renko kousanti dimi.
Ar verc’h Vari, pa d-eûs klewet,
Da oela a zo em lakêt ;
Hag e-mês ann ti hec’h eo êt,
Ar Werc’hes Vari d-eûs gwelet.
— Tawet, Mari, ma fillores,
Me ho kraïo gwir leanes.
— Ewit leanes na vinn ket,
Rag ma mamm na c’houlenfe ket.
— Tawet, ’mezhi, ma fillores,
C’hui a vô ur gwir leanes ;
C’hui a vô up gwir leanes.
Me ’vô widoc’h avokades.
Seis bloavez-hanter ez eo bet
Hep bea gant kristenn gwelet.
Pa ’z eo ar seis vloaz achuet,
He breur Dom Iann ’n eûs hi gwelet ;
’N eus hi gwelet bars ar jardinn,
’N touez ar boukedo louzou finn.
He breup Dom Iann a lavare
Er gêr d’he vamm, pa arrue :
— Na petra ’rofac’h, ma mamm-c’hui,
Ma welfac’h c’hoas ho merc’h Mari ?
— Ma holl vado ’rofenn gant-hi,
Mar karrie kousanti dimi.
— Gant-hoc’h, ma mamm, ’on souezet,
Pegen sot hoc’h gant pompo ’r bed ;
Penoz dimi ur feumeulenn
’Zo war he fenn ar gurunenn ?
Kriz ’vije ’r galon na oelje,
Bars ar jardinn neb a vije,
O welet ar Werc’hes Vari
O vriata ar verc’h Vari.
Et eo brema d’ar joaüsted,
Graz d’imp holl iwe da vonet ! [2]
Kanet gant un neeres, en bourk Plouëc,
tost da Bontreo.
- ↑ Ce premier couplet me semble avoir peu de rapport avec le reste de la pièce. Je croirais assez volontiers que c’est une interpolation.
- ↑ Une autre version présente comme suit la fin de ce gwerz :
Bars ann ti neuze ’c’h antreas
Dirag he mamm e taoulinas ;
Dirag e mamm eo daoulinet,
Pardon digant-hi goulennet.
— O ia, ma merc’h, me az pardon,
Hag a c’heno hag a galon,
Ha c’hoaz da pardonjenn-me mui
Ma vijez troët da dimi.
Er momet-se e partias
Hep biskoas den na c’houveas ;
Hep biskoas den na c’houveas,
D’he breur Dom Iann a lavaras :
— Er baradoz, pe war he dro,
Ma breur Dom Iann, ni em welo !