Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Izabel ar C’ham.

Édouard Corfmat, 1874  (Levrenn II, p. 372-384)
◄  Al Leanes Isabell Ar C’ham Jannedig Ann Titro  ►



ISABELL AR C’HAM
Kenta kentel
______


I


  ’N hini ’welje Isabell Ar C’ham
War he daoulinn dirag he mamm !

  Ha dirag he zad ’c’h a iwe,
Bennoz ho daou a c’houlenne ;

  ’Wit goulenn ho bennoz ho daou
D’eureuji kloarek Krec’h-Menou.

  Isabell Ar C’ham a lâre
D’ gloarek Krec’h-Menou, un dez ’oe :

  — Me n’am eûs nemet gwall-vuhe,
Balamour d’id, bemde, bemde.

  — Gwall-vuhe ’blamour d’in n’ho pô ket,
Rag ganen d’am zi e teufet ;

  Me ’m eus duman ur c’hoar Vari,
A zo plac’h fur kerkoulz ha c’hui.


II


  Kloarek Krec’h-Menou a lâre
D’ Isabell Ar C’ham, un dez oe :

  — Me ’c’h a brema da Landreger,
Da gerc’had ma levrio d’ar gêr.

  — Mar d’ê da Landreger hec’h et,
Grêt ma arched, a-rok monet ;

  Ha roët d’in ar groaz-nouenn.
Un arched a bewar flankenn.

  — Gant-hoc’h, Isabell, ’on souezet,
O welet penoz e komzet ;

  Bikenn offerenn na lârfenn,
P’am bô bet ’n hini a garrienn ;

  Bikenn offerenn na lârin,
P’am bô bet ’n hini a blij d’in....


III


  Isabell Ar C’ham a lâre
D’he c’hoar Vari, un dez oe :

  — Deut-c’hui ganen-me d’ar c’hambrjo,
D’ c’hoaz ar c’haera ma abijo,

  Hag un dousenn mouchouero,
D’ehan da sec’ha he daero ;

  Dehan d’ sec’ha he daoulagad,
Rag goela ’raï’, m’hen goar er-vad.


IV


  Kloarek Krec’h-Menou a lâre,
Ebars ar gêr pa arrue :

  — Bonjour ha joa bars ann ti-man,
Petra ’zo a-newez en-han ?

  Petra ’zo ’n ti-man a-newe,
Mar ’man ho koefo er gis-se ?

  N'eo ket en defaot a spilho
Eman ho koefo en kanvo ;

  Pa oan bet en foar Landreger,
’M boa digaset d’ac’h tri millier.

  — Nâc’h ouzoc’h, ma breur, n’hallan ket,
Isabell Ar C’ham ’zo marwet !

  Kloarek Krec’h-Menou pa glewas,
Ter gwez d’ann douar a zemplas ;

  Ar wez diwea m’ê savet,
D’ar vered ez ê bet redet ;

  D’ar vered ez ê bet redet,
Da disinterri he bried.

  P’ê disinterret, disarchedet,
War he varlenn ’n eus hi lakêt ;

  War he varlenn ’n eus hi lakêt,
Daou bôk d’ezhi hen eus roët ;


  Ur c’hoarzadenn out-han d-eûs grêt ;
He galon ’zo daou-hanteret !

  Setu ’n daou gorf war ar varw-skaon,
Doue d’ bardono ann anaon !

  Setu int ho daou er memeus be,
Pa n’int bet er memeus gwele !


___________


ISABELL AR C’HAM
Eil kentel
______


I


   Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz newez a so savet ;

   Ur werz newez a so savet,
Da Isabel Ar C’ham eo grêt.

   Isabell Ar C’ham c’houlenne
Euz he zad, he mamm, un dez oe :

   — Me c’houlenn ho pennoz ho taou
D’ eureuji d’ gloarek Krec’h-Menou ?

   — Hon bennoz da vont n’ho pô ket,
Hon malloz ho pô da vonet.

   — Setu komans tièges mad,
Kaout malloz mamm ha malloz tad !

   Ni ’zo iaouank, hag a boanio,
Jesus ’zo en env hon sikouro....


II


   Isabel Ar C’ham a lâre
D’ gloarek Crec’h-Menou, un dez oe :

   — Me na bâdan gant ma ligne,
Balamour d’ac’h, ma c’harante.

   — Mar na bâded gant ho ligne.
Me ho kaso da-vèd ma re ;

   Me ho kaso da Landreger,
Da-vèd ma breur, a zo greffier ;

   Pe c’hoas da-vèd ma c’hoar Vari,
’Zo plac’h onest kerkouls ha c’hui.

   — Da-vèd ho ligne me n’inn ket,
Ac’hanomp hon daou ve komzet.

   — Me ’c’h a d’ar studi da Baris,
Na dâleïnn ket en nep gis.


   — Mar et d’ar studi, ’vel m’ lâret,
Grêt ma arched, a-rok monet;

   Grêt ma arched, a-rok monet,
Rag en-han vinn, pa zistrofet.


III


   Isabel Ar C’ham a lâre
D’he c’hoar Vari, un dez a oe :

   — Na ma c’hoar-gaer, mar am c’haret,
Da Sant-Hillion ’wit-on ’c’h efet ;

   Lâret d’ar bêlek dont en gwenn,
Digas sakramant ann nouenn.

   He c’hoar-gaer Mari a lâre,
En ti ar person p’arrue :

   — Aotro ’r person, mar am c’haret,
Da welet ma c’hoar-gaer ’teufet;

   Lâret zo d’hec’h donet en gwenn,
Digas sakramant ann nouenn.

   — Petra gant da c’hoar-gaer ’zo c’hoarveet,
Disul diwea ’m boa hi gwelet,

   Disul diwea ’m boa hi gwelet
O pariant gant he dous kloarek ?

   Person Sant-Hillion ’lâre
Da Isabel Ar C’ham, en de-se :

   — Tawet, Isabel, n’ oelet ket,
Pa vefet iac’h, ’vefet eureujet ;

   Pa vefet iac’h m’hoc’h eureujo
Da vraoa den iaouank ’zo er vro.

   Person Sant-Hillion ’lâre
D’ Vari Crec’h-Menou, eno, neuze :

   — Hastet enaoui ar golo,
Aoun braz am eus vefe maro.

   Hastet enaoui golo binniget;
Aoun braz am eus vefe desedet !


IV


   Kloarek Crec’h-Menou c’houlenne,
’N ti he c’hoar Vari, p’arrue :

   — Demad ha Joa holl en ti-man,
Ma dous Isabel pelec’h ’man ?

   — Et eo d’ Sant-Hillion, war un dro,
Da lavaret he gouspero.

   — En Sant-Hilllon p’on tremenet,
Mad ma Doue n’am eûs gwelet ;

   Mad ma Doue n’am eûs gwelet,
Met ur goz pâl ’oa er porched.

   Petra ’zo a-newez aman,
M’eo distrons ar c’hoeffo er gis-man ?

   N’eo ket en defaot a spilho,
Na ra d’ac’h staga ho koeffo.

   Rag, ’raok mont-kuit, en foar Dreger,
Am boa prenet d’ac’h tri millier ?

   — Abredig a-walc’h a klewfet,
Ho tous Isabel ’zo marwet !

   Kloarek Crec’h-Menou, p’hen eûs klewet,
D’ vourk Sant-Hillion ’zo redet ;

   D’ vourk Sant-Hillion eo redet,
Da digerri ar bez em lakêt.

   Hag ar bez p’hen eûs digorret,
War he varlenn ’n eûs hi lâket :

   A-vriad en-hi eo kroget,
Ha war al lec’h ez eo marwet !

   Doue d’ bardono ann anaon,
E-maint ho daou war ar varw-skaon ;

   Et int ho daou en pep a ve,
Bennos Doue war hoc’h ine !


V


   Person Sant-Hillion ’lâre
En pron he offern-bred, ar sul goude :


   — Me n’achufenn ket ma offern-bred,
Mar wifenn ’ve ’r C’ham koz euz ma c’hlewet !

   Mar wifenn ’ve ’r C’ham koz euz ma c’hlewet,
Da varo daou ez eo kiriek !


Kanet gant Marc’harit Fulup,
à Blunet — 28 a viz Here, 1871.


_____________