FABL 114.
Al Logoden-dall, an Drez hac ar Poc’han.
Al logoden-dall hac an drez
Ive ar plonjon assamblez
En em associ manific
En convers da ober trafic.
Al logoden-dall prontamant
Evit ze a brestas arc’hant
Da lacqat er gommunaute ;
An drez eur rob a zigasse ;
Ar plonjon aour a gemeras.
Goude ar breparezon vras,
Oll er mor e c’hejont contant,
Martolodet ha batimant.
Eun tempest a arru qen bras
Ar vatimant d’ar fonç a gas.
Goude coll tout, poan o devoe
O clascq sauvetâd ho bue.
Goude ar c’holl hac an danjer,
Eo chomet aboe ar ploncher
En bord ar mor evit sellet,
Pegouls vo e aour distolet :
Al logoden en em disque
En nos, non pas james en de ;
Gant naon rac e c’hreanzourien,
Ne gred qet a zevel e fenn ;
Hac an drez ive en em stag,
Pa dremen tud, eus ho dillat,
Evit goud hac hi a alfe
Anaout e rob var gein eur re.
|
————
|