Ar Glaouër hac ar Fouler.

◄   Ar C’hog hac ar Gluyar. Ar Glaouër hac ar Fouler. Al Logoden-dall, an Drez hac ar Poc’han.   ►



FABL 113.


Ar Glaouaër hac ar Fouler.


Eur glaouaër, p’en deus qemeret
Eun ty en feurm, en deus pedet
Ar fouler ma teuje ive
Gantàn da loja d’an ty-ze.
Ar fouler, p’en deus ententet
Ar pez en devoa proposet :
Ze n’en dé qet deus ma affer,
En deus respontet ar fouler,
En eur lavaret evellen :
Rac ar pez am be lecqeet guen,
Gant ar fumezon eus da c’hlaou
E teufes da zuad ma zraou.

Sans moral.


Ar fablen-màn a zinifi
Cals a dud o deus coantiri,

Mæs ma ne geront clascq an tu
D’ho c’haffero, o lacaï du.
Diouzimp ne zereont qet
Qement a so ebars er bed :
Ar pez a so da unan fall
A zere eus cals a re-all,
Dre ze qent qemer exempl vad
Guelomp hac èn so dereat.


————