Al Louarn hac an Drez.

◄   Ar C’has hac ar C’hog. Al Louarn hac an Drez. An Den hac eun Idol.   ►



FABL 73.


Al Louarn hac an Drez.


Al louarn a voa en danjer ;
Ne voye pe gis na manier
E cavje eur voyen facil
D’en em denn demeus ar piril.
Gant qement-ze en douren c’hoej
E cavas eur hars spern adrez.
Sêl, emezàn, en creis ar harz ;
Hac en ober eul lamm ebarz.
O veza ferm en em dalc’het,
Malevrusamant voe picqet.
Maleurio da gueza varnout !
Mèn, emezàn, voa deut da caout
Da glascq eun azil diganed :
Ra vezi atao milliget !
Ne rez qet din a c’hraço bras
O lacât ma foan goas eus voas.
Ar hars dezàn a responte :
Da-unan gant da finesse,
Evel ma tromples ar re-all,
E zout lammet varnon gant mall.

Sans moral.


Inutil eo goulen zicour
Digant an dud fall ha treitour ;
Ordinal noas a vo cavet,
Evit profit n’ha pezo qet.
Eur zotis memeus eo goulen
Digant ar sort-ze neb zouten.