An Den hac eun Idol.

◄   Al Louarn hac an Drez. An Den hac eun Idol. Ar Pesqetaër.   ►



FABL 74.


An Den hac eun Idol.


Eur veach eun den en devoa
Eun idol coat, doue dezàn,
Pini voa gantàn en e dy,
Essoc’h a ze da serviji.
Sulvouin en pede d’e zicour
Goassoc’h a ze e teue paour.
An den scuiset er fin a fach
Ma qemeras gantàn an ach :
Neuse en em gavas soezet,
Agreablamant estonet,
Ma coe diontàn pezio aour.
O ! emezàn, ne vin qen paour.
Prest avoalc’h en ho dastumas ;
D’e idol neuse e laras :
Ouspen da valis out perfid :
Entre ma ren enorio did,
Da bedi, renta did gasso,
Ne rajes netra evidòn ;
Ha breman pa meus da bilet
E c’heus en bras ma sicouret.

Sans moral.


An idol-màn a represant
An dromplerien, an dud vechant.
Ne gaffer jamas er c’hontre
A nep sort profit dionte
P’e ho deo bet affer dies
Ha mancqet d’e ho zrompleres :

Dre ze mar be profit ebet,
Dre flaud e vo acquizitet.


————