Al Louarn hac ar C’hog.

◄   Ar Mul hac ar Bley. Al Louarn hac ar C’hog. Al Louarn hac ar C’has.   ►



FABL 65.


Al Louarn hac ar C’hog.


Eul louarn hep conzantamant
A laze yer eur paysant ;
Ma clascq ar paysant fesson
Evit galloud tenna rezon.
E lassou en devoa stignet :
Al louarn a voe qemeret.
Ne voa presant nemet ar c’hog
P’en devoa gred e gammet zod.
Al louarn ontàn a c’houlle
Ober an eil pe egile

Eur gontel da droc’ha’r c’herden
Pe ne larje qet d’ar perc’hen,
Evit gant e zent dre amzer
Galloud ho zroc’ha en antier.
Ar c’hog dezàn a bromette
Qen couls an eil hac egile.
Ne voa petra en e galon
A neubeutoc’h intantion.
Da gonta d’e vest eo redet
E voa al louarn qemeret.
Ar paysant a gemeras
Neuse eun ors gant eun hast vras,
Ma voa ennàn cals a furi
O tont da gaout e inimi.
Al louarn p’en deus-an guelet
Deus a ziabell o tonet :
O ! mèn so malevrus ha zod
Credi en divije ar c’hog
Din a nep sort fidelite
Goude laza cals e vroage.

Sans moral.


Ne gleer qet lacât fianç
Da gaout sicour nac assistanç
Digant ar re hor be blesset
Na cruellamant offancet :
Pa voelfont ac’hanomp tapet
Sonch a deu d’e pa voaint goascqet.