Eur mul o tremen dreist eur bern
Hac a voa deus a zres ha spern,
Ma c’hez eun tam piq en e droad
Ne rê qet dezàn cals a vad.
O voelet ar bley o tonnet :
Ma mignon, en deus lavaret,
E c’hàn da veza dide prey,
Pe d’ar vultur, pe d’ar brini.
Mæs qentoc’h evit ar maro
Gra eur plijadur evidon
Ha qemer ar volonte vad
Da denna’r spern so em zroad,
Hac e c’hallin douçoc’h a ze
Dont da finissa ma bue.
Ar bley en em laca contant,
A aplicq varnàn becg e zant
Hac a dren oc’h ober eur chas
E teu gantàn manific bras.
Ar mul neuse ancoueet
Ar poanio bras en devoa bed,
Gant e droad ouarnet deus-tu
E roas deàn eun tol ru,
A dorras e dal hac e zent ;
Neuse e partias qen qent.
Ar paour qez bley en em gleme ;
Dezàn e-unan e lare :
O ! justamant e c’handuran :
Qiger e voan bete vremàn,
Hac en deveus c’hoanteed va min
En em fourra da veudeucin.
Neb a chanch a gondition
Da eun all, eb cavet reson,
A deu d’en em lacât dies
Hac a servich d’ar goaperes.