Al Louarn hac ar Cigogn.

◄   Al Labourer hac ar Serpant. Al Louarn hac ar Cigogn. Ar Bley hac eur Penn pentet.   ►



FABL 29.


Al Louarn hac ar Cigogn.


Eur veach eul louarn gant joa
A bed ar cigogn da goania.
Ar boet en devoa preparet
A voa tano ha scler meurbet ;
Ma sclapas aneze a dol
Partout a-sclabe var an dol,
Hac ar cigogn ne aille qet,
Rac re hir e voa cals e beg.

Ar gallant eno lipas oll
Ha ne chomas netra da goll.
Ar cigogn evel-ze tromplet
A ya drouc-contant ha mezeg
Deus an injur e devoa bet,
Dre ar fesson ma voa tretet.
Eur pennat goude qement-màn,
E couy e hostis da leina.
Var an dol e voa preparet
Er voutail a voa scler ha net,
Eur boet hac a voa excelant.
Al louarn en debje contant :
An antre a voa encq ha moàn,
Ha fri louarn a voa ledan.
Nemet seulamant ar goelet
Evit tretamant n’en deus bet,
Rac impossubl e voa deàn
Deus a ennez dibri netra ;
Mæs ar cigogn facilamant
A loncas tout, hac èn presant.

Sans moral.


Eur farceres a dal eun all,
Hac eun dromplezon qement-all :
Ar gabonach eur memeus tra.
Ma ve money evit peà,
E ve mad avoalc’h dezirout
Ma ve possub ho fea tout.