Al labourer douar hag he vugale

AL LABOURER DOUAR HAG HE VUGALE
————


D’AM DAOU VREUR TIEK, J. HAG I. M….
————

        Labourit ha lakit ho poan,
        Founn eo ann traou da bep-unan.


Eunn tiek pinvidik-mor voa o vont da vervel.
            Lakaat ra gervel
He vugale d’he gaout. Eno d’ezho hep-ken
        E lavar evel-hen :
« Arabad, eme-z-han, arabad gwerza ’nn douar
      » Hor beuz bet digant hon tadou,
      » Rak den, evel d-oun-me, ne c’hoar
      » Ez euz dindan ar pengennou
      » Eur c’huz a zo leun a arc’hant.
» Ne c’houzounn e pe leac’h, klaskit mar ho peuz c’hoant ;
      » D’he gaout e teuoc’h a-benn,

        » Gant ma klaskoc’h er-vad.
    » Goude ann eost hag ann drevad,
» Distroit ho parkeier, e-kreiz hag enn daou benn :
» Fochit, palit, toullit, na list ket eur c’horn tro
        » Hep gwelet dindan petra zo. »
Pa voe maro ann tad, ar vugale, dioc’h-tu,
Euz a zouarou fall a reaz douarou stu.
Kement e labourchont noz-deiz ho farkeier,
M’ho devoe, a-benn bloaz, ed ouspenn ann hanter
          Mui eget n’ho doa kent.
E leac’h arc’hant kuzet, e kavchont kalz mein-sklent
A stlapjont ac’hano. Ho zad, ’raok ma varvaz,
            D’ezho a lavaras :
        Voa al labour eur c’huz-arc’hant.
        Ho zad a voa eunn den a skiant.

Gouzout a rea ervad ne c’hell neb a labour
Na mervel gant ann naoun, na morse beza paour.
Al labour roet gant Doue da gastiz d’ar pec’hed,
Ouspenn ma vag ann den, zigas d’ezhan iec’hed,
Nerz da herzel bemdez oc’h poan ha gwall amzer,
Berroc’h ha didorroc’h atao d’al labourer
Evit d’ann didalvez. — Labourat zo pedi —
Skuiz goude ho tervez, goude palat, medi ;
Goude c’houezi, kaout riou evit gounid bara

D’ho tad, d’ho mamm, d’ho kreg, — da re all ne reont tra,
A-raok mont da gousket, o vont enn ho kwele,
Da Zoue lavarit, tiek, euz a greiz hoc’h ene :
— « M’am beuz pec’het, Aotrou, war ann douar digoret
» Dioc’h va zal, dog ann deiz, dour-c’houez zo diveret.
» Evit va holl faziou, kemerit va c’houezen ! »
Neuze, ho labour kaer, war askel ho peden,
A nijo skanv d’ann env, dre ma’z eo kalounek,
Da gaout ann hini zo mignoun ha tad ann tiek.
Labourat zo pidi. — Evit peur lavaret :
« Ne c’hell beza euruz, ann den ne labour ket. »

————