Ar c’hereour hag ann den pinvidik



AR C’HEREOUR HAG ANN DEN PINVIDIK


Eur c’here a gane hep paouez hed ann deiz,
            Eunn dudi he welet,
            Eunn dudi he glevet !
Bommou a zistage, euruz voa evel seiz.
He amezek a-vad d’ez-han, arc’hant eleiz,
Ne gane ket nemeur ha ne gouske berad ;
          Pinvidik perfoun voa.
He-man, da c’houlou deiz, pa zerre he lagad
          Gweachouigou da vorenna,
A veze dihunet gant kripin o kana.
Neuze e lavare : perak ne werzer ket
              Ar c’housket,
            Evel ar bara hag ar gwin,
            Evel ar c’haol hag ann irvin ?
            Gervel a ra ar c’hereour
            Hag out-han e c’houlen :
— « Asa ! lavarit d-in, Gregor, dioc’h ho labour
            » Petra c’hounezit-hu pep bloaz ? » —

— « Pep bloaz ? E feiz a-vad, aotrou, n’ounn ket boaz
» Da niveri ’vel-se, rak ne ket ann doare
      » Ma’z a ar stal gan-en.
» Tre pep deiz euz distag ; ann eil denn d’egile,
» A-walc’h eo, enn distro, digas pep bloaz d’ar gear. »
— « Mad ! mad ! lavarit d’in, tost da vad er c’hiz-ze,
» Pe c’hobr ho peuz bemdez a-raok ma par al loar ? »
— « Gweach kalz ha gweach nebeud ; ar pez zo a ra gaou
» (Hag anez hor gounid ne ve ket re zister)
» Ann dra-ze, ar gwasa, eo war dri deiz vez daou,
» E ranker beza vak : e gweliou ’z a ’nn amzer.
      » Ann eil vez gwaz euz egile,
         » Eme ’r c’here,
      » Ha bemdez ann aotrou person
» Zigor d’eur zant-bennag dor ann env enn he bron. »
Ar mondian o c’hoarzin lavar d’ar c’hereour :
— « Hirio me a fell d’in ne vec’h ket mui ker paour,
      » Setu aze kant skoed !
» Gorroit-ho er-vad m’ho c’havoc’h, pa vo red. »
Paotr ar skleuk gav d’ez-han gwelet ann holl arc’hant
A voa bet, e peb oad, dastumet kant war gant.
Distrei a ra d’ar gear da guzet buan ha doun
Enn he gav he gregign zo krog enn he galoun.
Brema grik ! Ar c’here zo eat he gan e-biou,
Abaoe m’eo perc’hen da dad ann holl boaniou.

     Nec’h hag enkrez enn he gerc’hen,
     Ar c’housket, nijet euz he di
     N’en doe mui ken kefridi
     Nemet spia ha diskredi
     War gisier hag amezeien.
     Enn deiz, enn noz edo war c’hed
     Na vije laeret he gant skoed.
Skuiz maro, ar c’here ia da di ’r pinvidik
A voa enn he wele gourvezet, kousket mik.
     — « Delit, eme z-han, ho kant skoed ;
» Ne dalont eur reunen nag eur berad kousket. »

En em laza rear evit dastum danvez :
Pa vezont dastumet, gant-ho vez mui a-boan
Eget na vez hep d-ho a labour hag a zoan.
Labouromp ha kanomp, ne ket hirr ar vuez !