Al laer a zo laer 1910

Ti-moulerez Sant Gwilherm, 1910  (p. 1-15)



Al Laer a zo laer


————


I.


PENÔZ KOLAÏG DORNDU A ZEUAS DA VEZA MARC’HADOUR KEZEG


N’ouzoc’h ket piou eo Kolaïg Dorndu ? — Nan ?… Mad, p’eo gwir n’ho peus ket klevet c’hoaz hano anezan, selaouït gant ho tiouskouarn, hag e klevoc’h e zoareou bremaïk. Mes peoc’h avat ! Peoc’h, pe ne lavarin ger !

Ar re vouzar hag ar re zall
A gaso kelou d’ar re all !

Emaoc’h o selaou ? Mad, neuze e stagan da zibuna ma c’hudenn.

Kolaïg Dorndu a zo eur c'houeriad diwar ar meaz, o chom en eur c’horn bennak eus ar C'hap, n’em eus ket sonj mat a-walc’h mui pe e parrez Goulien pe e hini Beuzek… An dra-ze ken nebeut n’eo ket kalz a dra. Eus hano e gear avat em eus dalc’het sonj gwelloc’h : Kernez-Vihan ez eo hanvet. Kolaïg Dorndu eo e zouar hag e gear d’ezan.

Pa oa c’hoaz pôtr yaouank, e laboure da zabatui betek re ’michanz. Evit ar wech, em eus klevet lavaret « an hini a zistag re a daoliou-mar, en eur staga gant e loden, pa vez devez bras torri-terien, hennez a gouez war e benn a-drenv, hep gallout dont a-benn eus e loden-var. Setu ar pez a zo deut da wir evit Kolaïg, rak abaoue m’eo dimezet da Janig ar Gapen, ne fell ket d’ezan a-grenn kregi e benveg ebet, nemet en e skourjez.

Nemet en e skourjez, a lavaran, ha penôs kemend-all ?

— « Betek-hen, eme Kolaïg d’e wreg eur zulvez, betek-hen n’oun bet nemet eur genaoueg, nemet eul loue, met eurus eo d’in ne jommer ket loue evit atao, dalc’hmat ; selaou ac’hanon : Ar mestr-skol, (ar vistri-skol a vreman, gouzout a rez mad, a zo gwall-zesket ; n’eo ket azenned eo ez int evel re gwechall ha ne oant mat nemet da ober katekiz), en deus lavaret d’in, hirio goude an oferen, pa ’z oun bet o paea eur banne d’ezan, n’ez eus nemet koll o labourat an douar ; ha piou a dle gouzout an dra-ze gwelloc’h eget ar mestr-skol ? Ober a rin hiviziken ar pez en deus va aliet da ober : fiziout va douar en eur merour, ha mont da varc’hadour kezeg. »

— « Oh ! diwall mat, mignon Kolaïg, diouz aliou ar vistri-skol ! » eme Janig ar Gapen d’he gwaz.

— « Evit gant mestr-skol hor parrez eo deut ar wirionez, p’en deus lavaret d’in ne oa dre ar C’hap, war ar meaz, den ebet a gement a gomzfe galleg kouls ha me, Kolaïg Dorndu ! Ha perak neuze, p’eo gwir ec’h ouzoun ar galleg, ne vijen ket mat da varc’hadour kezeg ?… Me a vo, klevout a rez ac’hanon, Janig, me a rank beza marc’hadour kezeg ! »

Setu penôs, p’eo gwir en doa c’hoant ar mestr-skol, ez eo bet feurmet Kernez-Vihan d’eur merour ; Kolaïg evelkent a zalc’h gantan eur penn-ti hag ar marchosi.

Da genta, an traou a droas mad a-walc’h gant Kolaïg ; heman oa deut da anaout eun niver a droiou kamm, o tarempredi ar foariou hag ar marc’hajou. Bez’ e veze dalc’hmat e Kemper, e Pont-’n-Abad, e koste Ploneour, er Pont, e Douarnenez, e Pouldahut… ha me oar-me e pelec’h e veze c’hoaz !

II


PENÔS KOLAÏG A BRENAS EUR C’HAVR, PE EUR BIDA, EVEL MA LAVAR AR C’HAPERIEN. — MONT A RA D’HE GWERZA E FOAR BOULDAHUT.


Eun devez, tri pe bevar miz a zo abaoue, Kolaïg a yeas da foar Bloneour gant eur marc’h koz, kempennet gantan, skrifellet a-zoare, houarnet mat a barz mont eus ar gear. Dres ! ar foar a yee mat-mat war ar c’hezeg, ha Kolaïg a bakas kant skoed evit e varc’h koz.

— « Mad, eme ar C’haper ; abred an deiz eo c’hoaz ; a-raok distroï d’ar gear, deomp d’ober eun droïg da varc’had ar zaoud ! » — Ma ’z ee ker ar c’hezeg, war ar zaoud e oa eun distol souezus ; ne oa marc’hadour ebet, kouls lavaret, war-dro al loened-korn. Gouzout a rit, (pe ne rit ket), e Ploneour e vez kalz geored (gevr) er foar ; hogen war ar geored ne oa ket eun distera klask. — « Mat ar stal ganeomp ! eme Kolaïg ; mar karfen prena eur c’havr bennak aman da werza a-benn foar Bouldahud genta, me ’rafe eun tôlig brao ganto, a dra zur ! »

Ha Kolaïg prena eur c’havr, marc’had-mat-vil, ha buan d’ar gear gant e vida !…

D’ar miz war-lerc’h, d’ar gwener kenta, Kolaïg Dorndu a zav mintin, beure mat, eus e wele, evit mont da foar Bouldahut. Gwiska a ra eun dilhad, nevez c’hoaz kouls lavaret, rak e greden eo penôs e werz keroc’h eur gwerzer gwisket mat eget eur gwerzer all gwisket a druilhou. Buhan-ha-buhan, e voutou ler-goad en e dreid, eun hanter dousenn krampouez amanennet en e chakod, ha Kolaïg d’ar c’hraou, ha Janig ar Gapen war e lerc’h… Setu ar c’havr kordennet kerkent ; ar gwasa ma zo eviti, prestik eo he zermen, al loen paour ! hag he deve, kalet evel men, a-stribilh etre he gaol, a dle ober diez d’ezi da vale.

— « Set’ aze, Janig, eme Kolaïg en eur lakat eur c’horniadig butun abarz mont en hent, set’ aze hag a dalv ugent skoed pe pemp lur ha triugent d’an tôl izela : eun dornadig mat a arc’hant ! »

— « Diwal, eme Janig, aoun am eus na vefes paket eun dro bennak ! »

Digouezet int o-daou etal dor ar marchosi, ar c’havr ganto. Hep dale eo kordennet ive ar marc’h daou vloaz a dlie mont d’ar foar gant Kolaïg.

— « Set’ aze, Janig, eme heman, talvoudegez kant hanter kant skoed d’an nebeuta, pe wardro pemp kant lur ma ’z a mad ar ronsed ! Kenavo, Janig ; en abardaez-man, e weli ac’hanon o tistroï d’ar gear, eur chakotad mat a skoejou ganin. Kenvao ! »

Ha Kolaïg en hent o vutuna dre ma ’z a, e gorn-butun berr ha mogedet etre e zent, e skourjez endro d’e c’houg, e varc’h ouz e zorn deou hag e c’haor ouz e zorn kleiz...

O welet he C’holaïg a pellât, Janig, difius evel ar C’hapenned, rak emichanz e tiskred eun tammig ive war he gwaz, a hop warnan : « Hep, hep ! Kolaïg, arabad d’it dont goullo d’ar gear ! Diwall mad diouz al laer, ma den ! » Hag o veza chommet, eur pennadig, harpet e korn tal ar marchosi o sellet ouz he gwaz o pignat ar grec’hen dosta gant e loened, ez a d’an ti d’en em emellout eus he labour, eur berniad mat a draou o ruilh hag o tiruilh en he zamm penn.


III
KOLAÏG A GEMER KENTEL DIGANT KANTONIER BEUZEG HA BUGALE SKOL POULLAN.

Kolaïg Dorndu, luduet e vutun gantan, mes e gorn dalc’hmat o chakat etre e zent, a gendalc’h da vont gant an hent, e zaou loen d’ar paz war e lerc’h, hag e teu sonj d’ezan eus aliou Janig : « Petra an tanfoueltr, eme ar C’haper outan e-unan, petra he deus c’hoant va hini goz da randounat d’in, er mintin-man ? Diwall diouz al laer ! Me, Kolaïg ar marc’hadour kezeg ! Ha ! Ha ! me garfe gwelet peseurt liou en deus al laer a zo gouest a-walc’h da laerez eur spilhenn diwarnon-me !… Piou zo gwaz, satordallik ? ma n’oun-me ket ? Ha n’eo ket me a oar ar muia galleg e bro Kaperien Beg ar Raz ?… Va mestr-skol e-unan en deus lavaret an dra-ze d’in, eur sulvez p’am oa paet eur banne d’ezan… Ya, gwaz oun ! » Ha fouge ennan, e sko gant e bennad kordenn war e beultrin, ken ma ’z a e tammou hag e bruzun, en e c’henou, pao pri e gorn-butun !…

— « Ma feiz ! eme hor gwaz, pa zigouezin e bourc’h Poullan, e prenin eun all ; mes evit laeret ne vin ket !  »

En eur deuler eur zellig ouz e c’havr, e wel he deve re garget, al lez o tiverat dioutan bep ar mare.

— « Setu aze koll evidon, eme Kolaïg. Penôs diwall ma bida da verat ?… Sell, kantonier Beuzeg a zo aman o tont d’e zevez, hennez a dle gouzout penôs ober evit-se… Hep ! kantonier, ma bida aman a goll lez, penôs ne gollo ket ? »

Ar c’hantonier, pôtr fin evel an holl gantonierien, a lugern gant ar blijadur e zaoulagad bliou en e benn : « Hostaliri ar C’hoad-Pin n’ema ket pell ; ma vez eur bannig, e lavarin awalc’h da stal d’it ! »

— « Ya, ya, daou vanne zoken kentoc’h eget unan… »

Setu flipet bep a lommig ganto : « Mad ! ma den, eme neuze ar c’hantonier, setu aman evidout ha da vida : pa zigouezi e Poullan, kerz da gaout Herri, ar marichal, ha goulenn digantan eur c’hloc’hig bihan da brena, ha stag anezan ouz goug da vida : ne gollo ken a lez, pe n’eo ket me mab ma zad ! Kenavo ! »

— « Kenavo ! eme Kolaïg. » Hag hor C’haper en hent, laouen bras eus e gavaden.

Hep dale, e tigouez e bourc’h Poullan, war-dro eiz heur, hag hen dioustu da gaout ar marichal.

— « Selaou ’ta, marichal, hervez m’am eus klevet, te a werz kleier bihan ? »

— « Ya ’vat, a bep seurt ; dibabit mar plij ! »

Ha Kolaïg kemer ar brava ha staga anezan gant eur pennig korden en-dro da c’houg e c’havr.

— « Pegementad tra eo ar c’hloc’h, marichal ? »

— « Ha feiz, n’eo nemet pevar real, Kaper, p’eo gwir c’houi eo, rak kredi a ran, eun tammig meiz, eun tammig anaoudegez am eus ouzoc’h. »

— « Pevar real, eun tamm kloc’h evel-se ! N’eo ket evit netra ! » Mes Kolaïg a bae, koulskoude, hep kredi dizerra e rann. N’eus forz, sonjal a ra ennan e-unan : Arabad d’in beza paket gant laer ebet ! N’emoun ket ganti, am eus aon, o roï pevar real evit eun ourouller, eur c’hloc’hig. Ha c’hoaz, c’hoaz, ma teufe ar c’havr he bronnou da ehana berat ! »

Hag hen distroï da zellet ouz e c’havr. « Mad, emezan, gwir e rank beza ar pez en deus lavaret d’in kantonier Beuzeg ; ma bouchig ne goll mui berad lez ! Deomp breman da brena eun tamm butun hag eur c’horn nevez ! »

Great e dro gantan e ti ar butun, setu Kolaïg adarre war hent Pouldahut, e zaou loen d’e heul. Pa dremen dirak ti-skol ar bôtred, ar re-man, (o c’hoari emaint c’hoaz daoust d’an heur beza sonet pell zo), ar vugale ’ta ’zav o fenn, o klevout son skiltr ar c’hloc’hig :

— « Sell ’ta ! Eur C’haper o vont da foar Bouldahut, eur marc’h hag eur bida gantan ! »

Kolaïg n’ema ket an distera war o sonj, kement a brez a zo warnan o klask dibri krampouez ; n’eo ket hep poan avat, rak e zaou loen eo red d’ezan ive bleina. Pa n’eo ket evit ober gwelloc’h, e kemer peg en eur grampouezen a bez a stribilh ouz e c’henou, hag e chach warni betek ar penn dilosta, ar pez a lak ar bôtred da c’hoarzin, leun o beg.

— « Petra zo, marmouzien ; hag o c’hoarzin d’in-me emoc’h ? »

Unan eus ar bôtred, an tosta da Golaïg, a respont evit an holl : « N’emomp ket ’ta ; mes eus ar penn all-tre ar C’hap e rankit beza ginidik a dra zur, ma zonton, tostik d’an Enez Sûn, p’eo gwir en eur vont d’ar foar gant ho marc’h, n’ouzoc’h ket ar furnez da bignat war e gein ! » Ar vandennad krennarded a c’hoarz o gwalc’h, ha Kolaïg a anzav outan e-unan n’eo ket brao deski furnez, dreist-oll digant bugale :

— « Mar pignan war gein Laouig, emezan, petra rin eus ma bida ? »

Hep beza nec'het an distera : « Petra ? eme ar pôtrig, mes staga ar bida ouz lost ar marc’h, hag e c’helloch da c’houde kaout ho taou zorn da zibri ho krampouez ! »

— « Gwir awalc’h eo ! eme Kolaïg Dorndu » ; hag e stag ar paour kez gaor ouz lost ar marc’h, hag e pign war gein Laouig, hag ez a etrezek Pouldahut, en eur zibri krampouez, epad ma c’hoarz muioc’h-mui pôtred skol Poullan…


IV


EUL LAMPOUN O LAEREZ AR BIDA

Neuze ’ta, Kolaïg a gendalc’h da vont arok war gein Laouig, en eur chaka gwasoc’h c’hoaz war e grampouez, malisiet evel ma ’z eo ouz ar bôtred vihan. Digouezout a ra evel-se gant koajou Maner Stank. Aman ez eus eur gwall-zouben da gaout ! A drenv ar c’hleun, skoaset e-mesk an trojennou lann hir, eun den, (eul lampoun bennag eus kear, sur a-walc’h), a zo, evel pa lavarfed, o c’hortoz eun dra bennak ; tres paour a zo warnan, eun tres ken divalo hag eul laer ma ’z eo.

Skuizet o c’hedal en aner eur C’haper droch bennak da vont da foar Bouldahud, al laer a zo o vont d’en em denna kuit, pa glev eur c’hloc’hig o son : Bin, de ri din bin baon… Hag al laer da zevel e benn, ha gwelet Kolaïg o tiskoasa er c’horn tro, eur gaor ouz lost e varc’h, rak kloc’hig gaor Kolaïg eo a ziridign kemend-all !…

Eur wech m’eo tremenet Kolaïg ebiou gant e loened, setu al laer da lammat didrouzik war an hent ha da redek war-lerc’h, divoutou, evit laerez ar c’haor, ha pa ne ve ken.

Mes penôs ober an tôl hep roï netra da c’houzout d’ar perc’henn ?… Al laer a droc’h, da genta, ar c’hloc’hig diouz gouzoug ar bida hag a stag anezan a-nevez ouz lost ar marc’h ; ha goude, o veza troc’het kordenn ar bida, e kas al loen paour gantan er-meaz an hent, en eur warem elec’h ma kuz anezan etouez eur stropad strouez.

— « Mat ! eme al laer, kement-se deut eo ato : ar bida am eus paket diwar ar C’haper sod-ze ; an dra-ze a zesko d’ezan eur wech all staga geored ouz lost e ronsed da vont d’ar foar. Mes… mes… eur marc’h mat a zo gantan… ha p’eo gwir e lavarer : al laer a zo laer… red eo d’in kaout ar marc’h pe netra… »


V


AR MARC’H A YA GANT AL LAER IVEZ.

Hag al laer, a-dreuz ar parkeier, da blanta tiz ha da c’haloupa evit troc’ha arôk ar C'haper. Er c’heit-amzer-man, Kolaïg a zo ken dinec’h ha tra, dre ma klev atao ar c’hloc’hig bihan o tiridigna d’e heul, hag e holl zonj a zo, me ’gred, gant ar bempved krampoezenn ema breman o chaokat warni. Petra ’fell d’eoc’h ? Eun tammig goust a zo deut d’ezan oc’h ober hent, hag e chak, hag e lonk, hag e tebr a galon vat.

Setu Kolaïg, digouezet e-kenver Lenn-Avoa, o welet, en eun taol, eun den o tont en eur c’hoarzin a-benn ennan. Kolaïg, en eur welet anezan o c’hoarzin, a c’hoarz eveltan hag a c’houlenn digantan :

— « Plijadur ho peus, va den, p'eo gwir emaoc’h ken laouen hag all ? »

— « Ya sur, eme egile, pell zo n’em eus ket bet kement a c’houst da c’hoarzin. »

— « Neuze ’ta ? N’eo ket goulenn diganeoc’h a ran, met perak, mar plij, ho peus goust hirio da c’hoarzin ? »

— « Perak ? C’hoarzin a rankan o welet e teu bemdez gizio nevez ebarz ar vro. »

— « Ya ?… N’em eus ket klevet ger. »

— « Enpad an hanv, ne weler mui na marc’h nag azen rouz ebet anez ma vefe war glipenn e benn, resped d’eoc’h, eun tok plouz pe eun tok brouen ! »

— « N’eo ket difennet ; hag al loened, me gred, a blij d’ezo an disheol hag ar zenadurez, kement ha d’an dud. »

— « Mad, evit beza a du ganeoc’h, e lavarin ec’h intentan eun draïg bennak er c’hiz nevez-ze. Mes giziou-all a zo o tont, war ar pez a welan, ha n’ec’h intentan netra enno. Lavarit d’in, mar plij, perak e stager breman kleier bihan ouz lost ar c’hezeg ? »

— « Petra ? Ar c’hiz-ze a zo o tont breman ? eme Kolaïg, sabatuet krenn. »

— « Nema-hi ket mui da zont ; deut eo, p’eo gwir ho marc’h-c’houi zoken a zo o son e gloc’h aze gwasoc’h eget kloc’her Treboul. » (Hag evit gwir ar marc’h Laouig a strilh e lost gant nerz, hag ar c’hloc’h a zon ; mes hor C’haper ne ra van ebet o sonjal eo e c’haor an hini a ra trouz.)

— « Va marc’h deut da gloc’her ? » eme Kolaïg o tistroï e benn da zellet… Neuze ar paour kez Kaper a wel n’ema ket mui ar c’haor da heul. — « Daonet ! emezan d’egile, va gaor a zo chomet dre an hent ; distaget eo diouz lost ar marc’h, nemet m’he deus lezet he c’hloc’hig war he lerc’h… Ah ! tamm bida gornek, red eo d’in mont war e lerc’h… Sell ’ta, va den, ma n’eus ket re a brez warnoc’h, e c’hellfec’h marteze chom aman eur pennadig amzer gant Laouig, ema ma ’z in da welet ha kaout a rin Bouchig ? »

— « Gellout awalc’h a rafen chom eur pennadig, egiz ma lavarit. » Ha setu Kolaïg buhan war e giz da glask e vida ; hag al laer, o veza chommet eno, evel m’en doa roet e c’her, eur pennadig gant Laouig, a lamm war gein heman, ha pidadap ! ez a da guzet anezan e-barz koajou Kerbeoc’h !…

VI


AL LAER A GAS GANTAN ZOKEN DILHAD AR C’HAPER

Koulskoude Kolaïg, o veza baleet eur c’hart leo, eun hanter leo, ne wel, ne glev na liou na c’houez eus bida ebet. « Mad, emezan, en eur grafignat e benn, red eo kredi ez eo eat al lorgnez-ze d’ar gear ; emichanz, pa zigouezo du-hont, en Kernez-Vihan, va hini goz he devo ar skiant da staga anezi ! » − Hag hen distroï adarre ; mes ne gav mui na den na marc’h. « Del ! sell aze avat eur stal all !… Da belec’h an diaoul int eat o daou ac’halen ?… Ah ! petra a zonjan-me ’ta ? Sur awalc’h, va den, skuiz o c’hortoz ac’hanon aman, a zo eat gant Laouig betek hostaliri an Toull-Drez duze pelloc’h, da glask eur banne digant Mari Burel… Deomp da welet ! » − Ha Kolaïg d’an Toull-Drez !

Al laer, hen, goude beza deut a-benn eus ar bida ha bremaïk eus ar marc’h, en deus lavaret outan e-unan : « N’ema ket re fall an traou evel-se, ar C'haper-man a zo ken sod hag ar marc’h hag ar c’haor am eus sammet diwar e goust… C'hoari-louarn am eus great ivez, red eo lavaret !… Mes n’eo ket awalc'h kement-se. Ma dilhad war ma gorre a zo enno n’ouzoun mui pet kant toull warnugent, ha gant ar C'haper a zo eur wiskamant nevez-flamm : bragou mezer mat, ha chupenn kerkouls. Ah ! Daoult ! P’eo gwir e lavarer atô : « al laer a zo laer », red eo d’eomp troka, evit kaout peoc’h gant va c’houstianz ha pa na ve ken. Mes… penôs ober ?… Deomp atao etrezeg an Toull-Drez ; mar deu ar C'haper di, e welin petra d’ober ! » − Hag hen trezeg an hostaliri.

Eun ugent kammed bennak kent digouezout gant an hostaliri ema ar punz ; ar re a zo bet du-hont eur wech bennak o tanva ar jistr, a oar mat kement-se. Hag en eur zellet a-drenv e gein, al laer a wel piou ? Ya, piou a gav d’eoc’h ? Ar C’haper o tont, izel e benn hag e glipenn !… Petra d’ober ? Al laer n’ema ket pell nag o klask nag o kaout ; mont a ra d’ar punz, tenna e chupenn, frota eun tammig pri ouz e veg hag e vleo, ha bec’h da denna dour buana ma oar ober… − Ar C’haper a zigouez :

— « N’ho peus ket gwelet eur marc’h hag eun den o tremen aze ? »

— « Petra ? eun den hag eur marc’h ? Ah ! me zo jalet, sur breman, gant tud ha kezeg, mar goufec’h pegement ! Ah ! Aotrou Doue !…

— « Petra, da vihana, a c’hoarvez ganeoc’h ? C'houi a zeblant nec’hetoc’h egedon-me, ha me kollet ganin eur marc’h hag eur bida… »

— « Bida, te da unan, Kaper droch ! eur stal gaer c’hoaz. Koll eur bida hag eur marc’h blevennek koz bennak. E-skoaz d’in-me ! Ah ! ya, Aotrou Doue, Doue !… »

— « Petra 'c'hoarvez ’ta ganeoc’h ? »

— « Sellit ! ne welit ket aze eur maner en tu-all, e kichen kroashent Kerroue ? Mâ ! me zo o tont alese, bet o kerc’hat dek mil skoed d’am mestr. Pa ’z oun deut aman, sec’hed d’in, ez oun en em lakeat da denna eur zailhad dour. Ha, n’ouzoun dare penôs, red eo lavaret em befe stoket enni gant va dorn pe gant penn va ilin, ar voest, a oa va dek mil skoed enni, a zo ruilhet e strad ar punz !… »

— « Dek mil skoed ! eme Kolaïg, mes, ma den, elec’h tenna sailhadou dour, gwelloc’h e vefe mont er punz ; ha marteze, eur wech diskennet er strad, dre forz tastoni gant an treid, e teufed a-benn da gaout ar voest. »

— « Ar wirionez a zo ganeoc’h, ha sonjet em oa ivez kement-se ; mes me n’hellan ket diskenn ebarz, rak a-nevez beza bet klanv emaoun ha diskenn aze a vefe diskenn er bez hep dale. Mes c’houi, va den mat… »

— « Oh ! me n’oun ket bet klanv abaoe va nao bloaz ! »

— « Ah ! mar karfec’h diskenn ebarz, ma teuit a-benn da gaout ar voest hag an dek mil skoed, war ma henor ha ma c’houstianz, e touan roï d’eoc’h kant skoed. » Hag ar marc’had a zo buhan great ; ha Kolaïg da denna chupenn ha bragou, boutou ha lêrou, ha pididip ! da ziskenn er punz diwar bouez ar gorden. A-boan m'eo digouezet er strad, al laer kerkent da lezel ar gorden da goueza en dour, ha da vont kuit gant dilhad ar C'haper, en eur lavaret outan e-unan : « Hag a dri ! Petra ’faot d’eoc’h ? Al laer a zo laer. »

Hag hen, goude beza chenchet gwiskamant ha gwelc’het ar pri diwar e veg, da glask e genta hag e eil laeradenn. Hag e sonj en e benn : « Eun devez mat hirio ! Ne faot ken nemet ar foar beza mat war ar geored hag ar c’hezeg, hag em bezo peadra da veva eur pennadig hep en em skuiza re, ha peadra ivez da eva eur werennadig « lagout » bennak. Oh ! Kaper droch ! Lakeat en noaz-ran ganin : Gwaz eo ze evitan ! »

Rak marteze ez oun bet dizonjet d’hel lavaret d’eoc’h, an diaoul a laer-ze en doa eun tech all a-dreist tech al laeronsi : tech ar vezventi eo a fell d’in lavaret ; ne gave ket fall ar gwin-ardant, pell ac’hano, ha ne dole ket an hini melen dindan e voutou, nag e-barz kennebeut !…

A-rôk mont war-lerc’h al laer, gwelomp, da genta penn, penôs ema ar bed gant Kolaïg e strad e bunz.

Kolaïg Dorndu, o veza klasket mad ha piz ar c’hefig aour ha o veza ne gav netra nemed eun tok divalo hag eur c’hoz chupenn truilhennek, a ra e zonj da zout er-meaz.

— « Sach war ar gorden ! emezan. » − Den ebet ! Netra ! Ar gorden zoken, ne wel ken anezi !

— « Frap ac’hanon el lae ! » − Boud ! Netra morse !

— « Aman eo yen ! » − Den ne lavar grik !

Hag ar C’haper a ziskenn neuze ennan e-unan : « Daoust, emezan, ha me a ranko chomm aman ?… Me gred ez oun bet devet gant an tres-laer-ze, henvel-mil ouz an hini eo eat Laouig gantan… N'eo ket hep gwir, me gred, e lavare d’in Janig diwall diouz al laer. An holl a c’hell beza flemmet ; c’hoarvezet a zo ganin evel gant an advokad Alanig al Louarn ; « n’eus den fin n’en deus e goulz ». Abaoue ar mintin-man, pet gwech n’oun ket bet laeret ?… Oh ! ya, Janig, gwelloc’h e vije bet d’in diwall… keuz am eus ! »

Eun heur pe ziou goude, Mari Burel, deut ezomm d’ezi a zour (da lakaat en he gwin, sur awalc’h !) a zigouezas e-tal he funz : o klevout trouz e-barz, e c’halvas holl dud an Toull-Drez…

Dizale Kolaïg Dorndu, tennet er-meaz ganto, a lavar d’ezo petra ’zo c’hoarvezet gantan ; eun tamm dilhad koz bennak a zo klasket da lakaat en-dro d’ezan. « Ne dalv ket ar boan d’in, eme Kolaïg, mont war-lerc’h an hini en deus kaset gantan Bouchig, Laouig ha va dilhad ! Trugarez d’eoc’h ha mil bennoz-Doue, ha kenavo. » − Hag hor C'haper a d’ar gear war e droad.

An abardaez-ze, pa glevas an traou, Janig ar Gapenn a zemplas… Breman Kolaïg Dorndu a zo deut da labourer-douar en desped d’e vestr-skol !… Beza flemmet a ra vad awechou !

Hag al laer ? a c’houlennoc’h diganin. Setu aman petra eo deut da veza. Gwerza a reas e Pouldahud gaor ha marc’h Kolaïg, ha gwerza mad zoken, en hevelep doare m’en em gavas pinvidik en eun tôl. E arc’hant ne jommas ket pell gantan ; bleud an diaoul a dro e brenn, gouzout a rit. Al laer, (eur rouller e oa, sonj ho peus), en em vezvas en eun hostaliri e lec’h ma oe sammet e yalc’h eus e chakod, epad ma tistage eur gwall-bennadkousked… Da zerr-noz, an hostiz a zihunas ar mezvier hag a blantas anezan er-meaz eus e di. — « Breman eo red mont en eun tu bennak koulskoude », eme al laer hanter-gousket c’hoaz. O veza baleet eur pennadig, e tigouezas e Meill-Kervern : « Aman, emezan, n’eo ket prennet morse dor ar marchosi ; deomp ebarz ! » Dres ! er marchosi e oa eun disparti goullo, leun a blouz fresk ; ne oa nemet gourveza ebarz. N'oa ket tenn an dra-ze d’ober, hag al laer, pounner e benn, en em roas da gousket adarre !…

War greiz an noz, e tihunas ; an tan a oa en e c’hourlanchenn, sec’hed en doa, spontus ! Eur bann loar, o skedi er marchosi, a roas d’ezan da welet eur mell podez war ar prenestr dirazan, hag hen mont da welet. — « Leun eo a leaz », emezan, hag e stagas e benn da eva. Siouaz ! n’eo ket leaz e oa, met dour-raz evit gwenna ar marchosi !… Al laer a zihunas mat neuze ; mont a reas er-meaz, da ruilha er park tosta ; e vouzellou a zeve en e greiz, teurlonka, dislonka ’ree… Koulskoude ne varvas ket, met ober a reas diou sonj avat ; ha, diwar an dro-ze e tilezas ar vicher a laer a-grenn. Mont a reas d’ar C’hap da glask labour, hag e ti piou, e kav d'eoc’h, e oa digemeret ?… E Kernez-vihan, e ti Kolaïg Dorndu !… mes evit digoll e vestr nevez, ar mevel a boanias start epad daou vloaz, hep kemer eul liard koumanant… Hirio Kolaïg hag al laer a zo daou vignon bras hag o mignoniach a bado… Kenavo, lennerien, ha ma tigouez d’eoc’h eur wech bennak mont d’ar foar da werza kezeg ha geored, difiziet diouz an daouarn-krap, rak, gwelet ho peus dre skouer Kolaïg Dorndu : « Al laer a zo laer ! »

————